Baleadenn natur er park Montsouris

Kristin ar Menn a ginnig deoc’h ur valeadenn e brezhoneg evit ober anaoudegezh gant an natur er Park Montsouris.

Abadenn d’ar sadorn 7 a viz Mae 2022 être 3eur30 ha 6eur goude merenn er Park Montsouris

Emgav e-kichen arsav metro Cité Universitaire

Lakit ho anv dre ret o skrivañ dacontact@missionbretonne.bzh  pe e Ti Ar Vretoned

Baleet e vo a-hed alezioù plijus ar park Montsouris ha graet e vo anaoudegezh gant natur an nevez-amzer er park : ar gwez, ar gwezigoù, ar bleunioù, al laboused boutinañ er park. Un digare e vo bewech da gaozeal holl asambles e brezhoneg diwar o fenn. E fin ar valeadenn e vo paket ur banne en un davarn e-kichen ar park. Un digarez eta da vevañ e brezhoneg e-kerz un endervezh plijus en nevez-amzer !

Un digare eo ar valeadenn-mañ da vrezhonegañ evidon-ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg !

Strollad stajidi : 12 den d’ar muiañ

Priz : 6 euro


Balade en breton au parc Montsouris

Découverte de la nature

Le Samedi 7 mai 2022 entre 15h30 et 18h

Christine Le Menn vous propose une balade en breton de découverte de la nature au Parc Montsouris.

Date : le samedi 7 mai 2022

Horaires : de 15h30 à 18h

Lieu : au parc Montsouris – rendez-vous à côté du métro Cité Universitaire

Sur inscription à contact@missionbretonne.bzh ou à la Mission Bretonne

Au cours d’une balade printanière dans les allées du parc Montsouris, nous découvrirons tous ensemble en breton les arbres, les fleurs, les arbustes, les oiseaux les plus communs de ce parc. Nous nous arrêterons devant chacun d’eux pour échanger tous ensemble sur ce que nous savons d’eux, en breton bien sûr. Pour finir l’après-midi, nous prendrons un pot dans un café proche du parc. Une balade qui est donc une occasion de vivre un après-midi convivial en breton !

Cette balade s’adresse aux élèves des cours de breton ou ceux qui veulent pratiquer la langue bretonne.

Nombre maximum de participants : 12

Prix : 6 euros

Baleadenn tro-dro Menez Mikel d’an 30 a viz Ebrel

Salud deoc’h holl,

Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol…

D’ar Sadorn 30 a viz Ebrel e vo ur valeadenn tro-dro menez Sant Mikel. War-dro 12 km o pignat war ar menezioù pe o treuziñ an touarc’hegoù. Bale ne vo ket a-walc’h. Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit ober gant ar brezhoneg. Eus 11e betek 4e.

Digor e vo d’an holl re a zo tamm pe damm en o aes gant ar brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini !

Ur reolenn memestra : chom hep ober gant ar galleg !

An emgav gant ur picnic a vo da 11e war barking ar preti Kroaz Torret, 2 Croix Cassée, 29690 Botmeur. Digoust.

Ar muiañ a dud ar gwellañ tout… met ret eo lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.com

Ken an 30 a viz Ebrel !

Ar pred e Ti Jos d’ar Meurzh 19-04-22

Salud d’an holl,

Kenderc’hel a ra ar predoù e brezhoneg e Ti Jos ur wech ar miz. Plijadur a vez o kaozeal e brezhoneg hag o tebriñ krampouezh mat Ti Jos. Pred miz Ebrel a vo aozet trede Meurzh ar miz blam e vin e vakañsoù a-benn eizhtez. 

Dalc’het e vo pred ar miz-mañ eta d’ar Meurzh 19 a viz Ebrel da 19°30 e Ti Jos (30 straed Delambre Pariz 14° – Metro Edgar Quinet pe Vavin).

Deuit da vrezhonegañ ganeomp. Kit da lakaat ho anv o skrivañ din (ch.le-menn@wanadoo.fr) a-raok al lun 18-04-22 da 8° noz.

Ken ar c’hentañ

Kristin ar Menn


Bonjour à tous,

Les repas en breton chez Ti Jos continuent une fois par mois le mardi. Voici donc l’invitation pour le repas du mois d’avril. Une bonne occasion de nous retrouver tous ensemble et de partager le plaisir de parler breton en dégustant les bonnes crêpes et le cidre de chez Ti Jos. Le repas du mois d’avril aura lieu exceptionnellement le 3° mardi du mois et non le 2° en raison de mes vacances.

Le prochain repas aura donc lieu le mardi 19 avril à 19h30 e Ti Jos (30 rue Delambre Paris 14° – Metro Edgar Quinet pe Vavin).

Alors venez nous rejoindre. N’hésitez pas à vous inscrire auprès de moi (ch.le-menn@wanadoo.fr) avant le lundi 18-04-22 à 20h

A bientôt

Christine Le Menn

Pred e Ti Jos d’ar Meurzh 8-03-22

Kendelc’hel a ra ar predoù e brezhoneg e Ti Jos bep eil Meurzh ar miz. Plijadur a vez o kaozeal e brezhoneg hag o tebriñ krampouezh mat Ti Jos. Hor predoù e Ti Jos a vez aozet gant Kristin ar Menn bep eil Meurzh ar miz bremañ. Ha n’eo ket ken d’al lun.

Dalc’het e vo trede pred ar bloavezh 2022 d’ar meurzh 8 a viz Meurzh da 19°30 e Ti Jos (30 straed Delambre Pariz 14° – Metro Edgar Quinet pe Vavin).

Deuit gant ho maskl ha ho pass sanitaire !

Kit da lakaat ho anv o skrivañ da tiarbrezhoneg@gmail.com a-raok al lun 7-03-22 da 8° noz.

Baleadenn e Mousterlin d’an 19 a viz Meurzh

Salud deoc’h holl,


Poutin ne harzho ket ac’hanomp d’ober gant ar brezhoneg !

Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol…D’ar Sadorn 19 a viz Meurzh e vo ur valeadenn tro-dro Mousterlin e Fouen. War-dro 11 km war wenodenn an aod, an draezhenn, an hentoù don hag a-dreuz ar paludoù.Bale ne vo ket a-walc’h.  Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit komz.  

Eus 11e betek 4e.Digor e vo  d’an holl re hag a zo tamm pe damm en o aes gant ar brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini !

Ur reolenn memestra : ret e vo chom hep ober gant ar galleg !

Emgav war “barking de la pointe” e Mousterlin da 11e gant ur pik-nik. Tal-kichen ar preti ” Le grand Large” emañ. https://lc.cx/bM0Va2


Digoust. Ar muiañ a dud ar gwellañ tout… met gwelloc’h vo lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.com

Ken an 19 a viz Meurzh

Ober anaoudegezh gant ar Barzhaz Breizh

Kristin ar Menn a ginnig deoc’h un abadenn e brezhoneg evit ober anaoudegezh gant ar Barzhaz Breizh, dastumad kanaouennoù brezhoneg brudet.

Abadenn d’ar sadorn 22 a viz Genver 2022 être 3eur ha 5eur30 goude merenn e Ti ar Vretoned, 22 straed Delambre, Pariz 14°

Lakit ho anv dre ret o skrivañ dacontact@missionbretonne.bzh  pe e Ti Ar Vretoned

Asambles e vo graet anaoudegezh gant ar Barzhaz Breizh, dastumad kanaouennoù brezhoneg brudet en ur c’hoari. Kontet vo istor ar Barzhaz Breizh. Selaouet vo ha kanet vo ur ganaouenn eus an dastumad-mañ. Sellet vo ouzh ur filmig farsus diwar-benn Marzhin ar Strobineller. Graet vo ur c’hizz da glozañ an abadenn ha da zerc’hel soñj eus ar pezh hon no gwelet. Un atalier bev-buhezek gant eskemmoù e-leiz !

Un digare eo ar staj-mañ da vrezhonegañ evdon-ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg !

Strollad stajidi : 12 den d’ar muiañ

Priz : 6 euro – Pass sanitaire ha maskl dre ret


Après-midi en Breton

De découverte de Barzhaz Breizh

Le Samedi 22 janvier 2022 entre 15h et 17h30

Christine Le Menn vous propose une après-midi en breton de découverte du Barzhaz Breizh, ce recueil célèbre de chansons en breton.

Date : le samedi 22 janvier 2022

Horaires : de 15h00 à 17h30

Lieu : sur place à la Mission Bretonne, 22 rue Delambre Paris 14°

Sur inscription obligatoire à contact@missionbretonne.bzh ou sur place à la Mission Bretonne

Nous découvrirons tous ensemble de façon ludique plusieurs facettes du Barzhaz Breizh, ce recueil de chansons bretonnes si célèbre. Nous découvrirons son histoire. Nous étudierons et chanterons tous ensemble une chanson de ce recueil. Nous regarderons un petit film humoristique sur le thème de Merlin l’Enchanteur. Nous finirons l’après-midi par un quizz pour se souvenir de tout cela. Un atelier très interactif donc ! Tout cela en breton !

Ce stage s’adresse aux élèves des cours de breton ou ceux qui veulent pratiquer la langue bretonne.

Nombre maximum de participants : 12

Prix : 6 euros

Pass sanitaire et masque obligatoires

Nedeleg laouen da bep hini digant Ti ar Brezhoneg

A daol-trumm ar bleizi en em ziskouez. Naon o deus, lamma a reont war n’eus forz petra. Setu-int ar vistri bremañ. Erruet int e-kichen ar bugel, hemañ a sell outo. N’anavez ket pennoù al loened-se a zo o tostaat outañ. Huchal a ra gant aon da gaout droug. Krial a ra forzh ar vuhez hag ar bleiz a deu tostoc’h tosta. Met kloc’h ar pellgent a son e tour an iliz vihan. Ar bleizi neuze evel doñvaet a ya da gousket en-dro d’ar bugelig hag hemañ evel en un neiz tomm, en em ro da gousket.

(Diwar Maxime Piolot ha bet troet gant Mari Kermareg)