Trouz ebet tro-dro din, santad anken Sioul, o c’hortoz petra emañ an dud Fin ar bed, barn d’ar marv mab-den ? Al laboused bihan zoken a chom mut N’eus anv nemet diwar-benn ar virus War ar gazetenn, er radio. En tele hep fin Gant pennoù-bras gouiziek, tud sirius Hag ivez riboterien dour o c’hlaourenniñ Pep hini zo kroufet-kloz en e di Mont da bourmen eo krak difennet Hir an amzer ‘barzh va minic’hi Ne zeuio den ‘bet hirio d’am welet Sell ! Ne harz ket ken ki-pastor va amezeg. Ne glevan ket anezhañ, yantao, bouzaret ? Dirak du-mañ e vale un den war ar straed Chench a ra tu kerkent n’eus va gwelet Aon en deus pep hini rak egile, tudoù ! Ha ma vefe hemañ mevel an ankoù Sellet outañ a-boan ma vez kredet N’eo ket ken ar bed m’eus anevezet Setu ‘mañ deuet en-dro an heol bremañ Goude c’hwec’h miz glav hep ehanañ Erruet just asambles gant ar gaster virus-se Evel ma vefe oc’h ober goap ouzhpenn-se Marteze e kouezh warnon ar gwall Diwar c’hoari danvez-sorser hep feiz na reizh Ya, treiñ a ra ar bed war an tu fall Ma, biskoazh-kemend all, va zudoù keiz ! E penn-kentañ e oa evel ma vefe ur c’hoari Hirio den ebet ne oar peur bennak ‘vo echuet Peur e chellimp bevañ, laouen ha disoursi Evañ ur banne Coreff ti Tom gant mignoned Sentomp ouzh ar c’huzulioù aketus ha kempenn Dalc’homp fiziañs start en dazont mab-den Ha touiñ a ran deoc’h ar bed a cheñcho krenn Kenavo prestik, bugale, mignoned, kerent. Hervé Lossec, D'ar 27 a viz Meurzh 2020