

Setu amañ roll al levrdioù e werzh levrioù e brezhoneg. An holl a ginnig o levrioù da vezañ prenet war o lec’hienn.
♥ Hag evit sikour ac’hanoc’h da zibab ho levrioù, kit da deurell ur sell ouzh “Lenn, e brezhoneg mar plij !” hag ar blog A ! Lenn…
Abalamour d’ar prantad kenfinañ, an holl anezho o deus diaesterioù evit padout. Ur c’holl spontus eo bep wech vez ranket alc’hwezañ ul levrdi da vat. Ma vefe prenet zoken un nebeud levrioù e brezhoneg gant an holl vrezhonegerien bep bloaz, e zafe kalz gwelloc’h an traoù evit bed an embann e brezhoneg…
⇒ Embannerien ha levrierien gaer, m’ho peus c’hoant vefe lakaet anv ha lec’hienn ho levrdi, kasit deomp ho kemenadenn.