Deomp da zizoleiñ Bro Gozh ma Zadoù : rentañ-kont an abadenn d’ar sadorn 12 a viz Kerzu 2020

Kinniget eo bet gant Kristin ar Menn un abadenn e brezhoneg el linnenn diwar-benn Bro Gozh ma Zadoù, kan broadel Breizh d’ar sadorn 12 a viz Kerzu. Aozet e oa bet gant Ti ar Vretoned dre Zooms.

Un digare d’en em gavout asambles ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg da soubañ er brezhoneg e-kerz ar gonfinamant. Unnek stajiad a oa laouen oc’h en em gavout el linnenn. Bodet e oamp evit ober gwelloc’h anaoudegezh gant hor c’han broadel Bro Gozh ma Zadoù. A-drugarez da Claude meret gantañ an abadenn dre Zooms hon eus gellet eskemm el linnenn e brezhoneg pep hini en e di.

Dizoloet hon eus istor ar Bro Gozh ma Zadoù, e bozioù ken fromus. Kanet hon eus holl asambles ar c’han brudet-mañ. Evit klozañ an abadenn zo bet roet gant Kristin un nebeut mennozhioù profoù Nedeleg mod Breizh.

Un digare prizius eo bet ar staj-mañ da vrezhonegañ daoust da ziestaerioù prantad ar c’horona virus!

Deomp da zizoleiñ Bro Gozh ma Zadoù

D’ar sadorn 12 a viz Kerzu etre 14e30 ha 16e

Kristin ar Menn a ginnig deoc’h un abadenn e brezhoneg en linnenn diwar-benn Bro Gozh ma Zadoù, kan broadel Breizh.

Abadenn en linnenn être 2eur30 ha 4eur goude merenn aozet gant Ti ar Vretoned

Dav e lakaat e anv en a-raok o skivañ da contact@missionbretonne.bzh

Dizoloet vo istor ar Bro Gozh ma Zadoù, e bozioù ken fromus. Kanet vo holl asambles ar c’han brudet-mañ. Evit klozañ an abadenn  vo roet deoc’h un nebeut mennozhioù profoù Nedeleg mod Breizh.

Un digare eo ar staj-mañ da vrezhonegañ evdon-ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg !

*****************************************************************************

Mini stage en breton autour

du Bro Gozh ma zadoù l’hymne breton

Le samedi 12 décembre entre 14e30 ha 16e

Kristin Le Menn vous propose un stage de Breton en visioconférence autour du Bro Gozh ma zadoù, l’hymne national des bretons.

Stage sur internet organisé dans le cadre de la Mission Bretonne

Horaires : de 14h30 à 16h00

Sur inscription à contact@missionbretonne.bzh

Nous découvrirons l’histoire de ce chant, ses paroles si poétiques, nous chanterons ensemble cet hymne cher aux bretons. Nous finirons par quelques idées de cadeaux de Noël bien bretons… Tout cela en breton !

Ce stage s’adresse aux élèves des cours de breton ou ceux qui veulent pratiquer la langue bretonne.