Pred e Pizza et Mozza d’ar Merc’her 20 a viz Here

Salud deoc’h holl !   

Da betra a servij ur yezh ma ne vez ket graet ganti ?  Ne chomit ket hep dont d’ar pred e brezhoneg neuze ! Digor eo d’an holl, d’ar re yaouank ha d’ar re gozh, d’ar re ampart ha d’an deraouidi, d’ar vretoned kenkoulz ha d’ar re all, d’ar re vras ha d’ar re vihan, d’ar baotred ha d’ar merc’hed …

Moaien ‘zo da lakaat ar gaoz war istor Breizh, ar PSG, ar c’hemmadurioù na vezont ket gwelet, hag all, hag all… War forzh peseurt danvez ken ma vo e brezhoneg !

Bep eil Merc’her e vo  ar pred bremañ,  er memes lec’h, e Pizza et Mozza.   1 straed  des Innocents, 75001. Kroaz-hent straed La Ferronnerie ha straed St denis emañ. Tal-kichen metro Les Halles / Châtelet.  Kregiñ a ra da greisteiz hanter ha pep hini a zebr dre ma erru. Pep hini a bae e lodenn. Banniel Breizh a vez gwelet war an daol !

Met ret eo lakaat e anv memestra : kasit ur gerig da tiarbrezhoneg@tiarbrezhoneg

 M’ emaoc’h o tont gant ar RER, deuit er-maez diouzh ar RER-Chatelet dre an nor  Marguerite de Navarre

Grit bruderezh tro-dro deoc’h !

Distro ar predoù e Ti Jos 

Setu distro ar predoù e brezhoneg e Ti Jos bep eil Meurzh ar miz bremañ. Adlanset e vo ar predoù e
miz Here gant Kristin. Deuit ganeomp da zebriñ krampouezh mat Ti Jos ha da gaozeal e brezhoneg. Plijadur
a vo sur ha n’eo ket marteze. Hor predoù e Ti Jos a vo aozet bep Meurzh ar miz adal bremañ. Ha n’eo
ket ken d’al Lun. Dalc’het e vo ar pred d’ar Meurzh 12 a viz Here da 19°30 e Ti Jos (30 straed Delambre Pariz 14° –
Metro Edgar Quinet pe Vavin). Deuit gant ho maskl ha ho pass sanitaire !
Deuit da vrezhonegañ ganeomp. Kit da lakaat ho anv o skrivañ da Kristin (ch.le-menn@wanadoo.fr) a-raok
al Lun 11 da 8° noz.


Bonne nouvelle ! Les repas en breton chez Ti Jos reprennent tous les 2° mardi du mois organisés par
Christine. Venez retrouver avec nous le plaisir de parler breton en dégustant les bonnes crêpes et
le cidre de chez Ti Jos après tous ces mois de confinement. Nos repas chez Ti Jos ont maintenant lieu
le second mardi du mois et non plus le lundi. Le prochain repas aura lieu le mardi 12 octobre à 19h30 e Ti Jos (30 rue Delambre Paris 14° – Metro Edgar Quinet pe Vavin). N’oubliez pas votre masque et votre pass sanitaire !
Alors venez nous rejoindre. N’hésitez pas à vous inscrire auprès de Christine (ch.le-menn@wanadoo.fr)
avant le lundi 11-10 à 20h


Pred e Coeur Couronné d’ar Merc’her 6 a viz Here

Salud deoc’h holl !N’eo ket echu  c’hoazh gant ar c’hleñved brein-put-mañ. Met n’eo ket un digarez evit chom mut ! Poent bras eo distreiñ d’ar preti. Poent bras eo  kontañ kaoz e brezhoneg adarre.Neuze e vo adkroget  gant ar predoù  e Coeur Couronné peogwir emañ  Donatello serret. War an tu all eus ar straed emañ. 6 straed La Ferronnerie 75001, e-kichen metro Les Halles / Châtelet. Emgav adalek kreisteiz ha kard. Gant maskl ha pass evel-just…

Met pep hini a rank lakaat e anv memestra evit ma vefe miret un daol vras pe unan vihan… tiarbrezhoneg@gmail.com

M’ emaoc’h o tont gant ar RER, deuit er-maez diouzh ar RER-Chatelet dre an nor “Marguerite de Navarre “, emañ ar preti tal-kichen.

Ken dimerc’her

Baleadenn tro-dro Lennon d’an 11 a viz Gwengolo

Salud deoc’h holl,

Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol… D’ar Sadorn 11 a viz Gwengolo e vo ur valeadenn tro-dro Lennon. War-dro 11 km a-hed ar ganol hag a-dreuz ar c’hoadoù. Bale ne vo ket a-walc’h.  Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit ober gant ar brezhoneg.  

Eus 11e betek 4e. Digor e vo  d’an holl re a zo tamm pe damm en o aes gant ar brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini !

Ur reolenn memestra : chom hep ober gant ar galleg !

  • Emgav tal-kichen  iliz Lennon gant ur piknik da 11e.
  • Digoust.
  • Ar muiañ a dud ar gwellañ tout… 

Met gwelloc’h lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.com

Ken an 11 a viz Gwengolo

Deomp d’ober anaoudegezh gant Laboused Breizh !

Deomp d’ober anaoudegezh gant Laboused Breizh !

D’ar Sadorn 5 a viz Mezheven etre 3e ha 4e30

Kristin ar Menn a ginnig deoc’h un abadenn e brezhoneg el linnenn evit ober anaoudegezh gant laboused Breizh.

Abadenn el linnenn d’ar sadorn 5 a viz Mezheven être 3eur ha 4eur30 goude merenn aozet gant Ti ar Vretoned

Lakait ho anv en a-raok o skrivañ da contact@missionbretonne.bzh

Dizoloet vo holl asambles laboused heverk Breizh en ur c’hoari. Anavezout anezho dre o stumm pe dre o c’han a vo pal an abadenn. Deskiñ o anvioù e brezhoneg ivez. Graet vo anaoudegezh gant ur rimadell pe ziv o tennañ eus al laboused ha dastumet war ar maez.

Un digare eo ar staj-mañ da vrezhonegañ evidon-ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg !

Strollad stajidi : 15 den d’ar muiañ

M’ho peus lakaet ho anv ha n’oc’h ket evit kemer perzh skrivit da contact@missionbretonne.bzh


Mini stage en breton de découverte des oiseaux de Bretagne

Le samedi 5 juin entre 15e et 16e30

Kristin Le Menn vous propose un stage de Breton en visioconférence de découverte des oiseaux de Bretagne.

Stage sur internet le samedi 5 juin organisé dans le cadre de la Mission Bretonne

Horaires : de 15h00 à 16h30

Sur inscription à contact@missionbretonne.bzh

Nous découvrirons tous ensemble de façon ludique plusieurs facettes des oiseaux les plus représentatifs de Bretagne. Nous apprendrons de façon interactive à les reconnaître à partir de photos ou à partir de leurs chants, à découvrir leurs noms en breton. Nous découvrirons aussi quelques veilles comptines bretonnes collectées auprès des anciens et imitant les oiseaux. Tout cela en breton !

Ce stage s’adresse aux élèves des cours de breton ou ceux qui veulent pratiquer la langue bretonne.

Nombre maximum de participants : 15

Merci de prévenir en cas de désinscription en raison de force majeure.

Mizvezh ar brezhoneg

E miz Meurzh 2021 e vez lidet ar yezh e Breizh hag er bed. Setu amañ un darn eus ar pezh a vez aozet gant kevredigezhioù, arzourien hag ur bern tud tomm ouzh ar brezhoneg 🙂

👉Nozvezh kontadennoù gant Andrev Seznec
👉Soirée contes avec Andrev Seznec
***
05/03/2021
Enlinenn war Facebook Ti ar vro Kemper | En ligne sur le Facebook de Ti ar vro Kemper
6eur1/2 noz | 18h30
E brezhoneg | En breton
Digoust | Gratuit
***
Kinnig a reomp deoc’h un nozvezh istorioù a vo lusket gant Andrev Seznec evit Mizvezh ar Brezhoneg.

Un eur bennak a gontadennoù evit ho tivskouarn, gant kaoz an Ened, Menez Are, ….dre hentoù Breizh-Izel ha pelloc’h ivez, marteze. Istorioù da glevout, lod farsus, lod krishoc’h a-wechoù.

Deuit da selaou anezhañ war-eeun war pajenn Facebook Ti ar Vro Kemper dre glikañ war ar liamm amañ : www.facebook.com/tiarvrokemperbzh

Evit kaout muioc’h a ditouroù deuit e darempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh

***

Dans le cadre du Mois du Breton, Andrev Seznec animera une soirée contes.

Une heure de contes rien que pour vos oreilles sur le thème des Gras, des Monts d’Arrée, …à travers les chemins de Basse-Bretagne et plus loin encore. Des histoires à écouter, certaines drôles, d’autres plus dures parfois.

Venez l’écouter en direct sur la page Facebook de Ti ar Vro Kemper en cliquant sur le lien suivant : www.facebook.com/tiarvrokemperbzh

Pour plus d’informations contactez Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bz
Savet ez eus bet videoioù gant skipailh Kentelioù an Noz evit deskiñ geriaoueg, reolennoù yezhadur, pe evit labourat war an distagañ ! Ar wech-mañ e kinnigomp deoc’h geriaoueg diwar-benn dafar ar burev. Des vidéos ont été réalisées par l’équipe de Kentelioù an Noz dans le but d’apprendre du vocabulaire, des règles de grammaire ou encore pour travailler la prononciation ! Cette fois-ci, nous présentons le vocabulaire courant du matériel de bureau.
Petra gwelloc’h evit un abadenn yoga evit en em zidual er prantad-mañ ? Na chomit ket etre daou ! Gallout a rit lakaat ho anv amañ (paement enlinenn suraet) https://www.helloasso.com/…/kentel-yoga-e-brezhoneg…
Pe en ur virout ho plas gant Telenn. Ul liamm Jitsit meet a vo kaset d’ar re a gemero perzh, un tamm amzer a-raok ar gentel. Ne vo netra da staliañ war an urzhiataer.

Pennad amañ
  • EN LIGNE : Lecture en breton pour les enfants Ti ar Vro – Bro Gwened Vannes
Evit lakaat ho anv
MOIS DE LA LANGUE BRETONNE / MIZIAD AR BREZHONEG

👉 CONCOURS DE NOUVELLES BRÈVES EN BRETON / KENSTRIVADEG DANEVELLOÙ BERR

Pour la troisième année consécutive, Ti Douar Alre vous propose de prendre part à son concours de nouvelles brêves en breton. Thème : s’inspirer de l’intitulé suivant, “Sous le ciel de Mars” et de l’image qui apparaît sur l’affiche. Il s’agit du robot Perseverance que la NASA a récemment fait se poser sur Mars. Longueur maximale : une page, 4000 signes.

Evit an trivet blezad e kinnigomp deoc’h kemer perzh en ur genstrivadeg danevelloù berr. Kemerit harp àr an tri ger-mañ : Edan ebr Meurzh, hag àr ar skeudenn a welit amañ a-dreist. Ar robot “Perseverañs” an hani eo, kaset n’eus ket pell ‘zo àr Meurzh get an NASA. E korf ur bajennad (pe 4000 sin d’ar muiañ), ijinit petra a c’hellahe kavout àr e hent, petra a c’hellahe bout disoc’h e veaj.

En savoir plus ici / Gouiet hiroc’h amañ : https://www.tidouaralre.com/concours-de…/a419.html