Kinniget eo bet gant Kristin ar Menn un abadenn e brezhoneg el linnenn diwar-benn Bro Gozh ma Zadoù, kan broadel Breizh d’ar sadorn 12 a viz Kerzu. Aozet e oa bet gant Ti ar Vretoned dre Zooms.
Un digare d’en em gavout asambles ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg da soubañ er brezhoneg e-kerz ar gonfinamant. Unnek stajiad a oa laouen oc’h en em gavout el linnenn. Bodet e oamp evit ober gwelloc’h anaoudegezh gant hor c’han broadel Bro Gozh ma Zadoù. A-drugarez da Claude meret gantañ an abadenn dre Zooms hon eus gellet eskemm el linnenn e brezhoneg pep hini en e di.
Dizoloet hon eus istor ar Bro Gozh ma Zadoù, e bozioù ken fromus. Kanet hon eus holl asambles ar c’han brudet-mañ. Evit klozañ an abadenn zo bet roet gant Kristin un nebeut mennozhioù profoù Nedeleg mod Breizh.
Un digare prizius eo bet ar staj-mañ da vrezhonegañ daoust da ziestaerioù prantad ar c’horona virus!
Nedeleg zo o tostaat. N’hellomp ket evit ar poent en em gavout asambles blam d’ar gonfinamant ha d’ar c’hovid. Skipailh Ti ar Brezhoneg a zo eurus da hetiñ deoc’h Nedeleg laouen d’an holl.
Setu un nebeut profoù numerel eus hor perzh – teir kannaouenn Nedeleg da selaou
Ur ganaouenn gant Youenn Gwernig :
Un ton tennet eus Les Chants de la Nativité en Pays Celtes :
Hag evit echuiñ ur ganaouenn Nadolig Llawen eus Bro-Gembre :
Nadolig Llawen = Nedeleg Laouen (e kembraeg)
M’ho peus c’hoant profañ levrioù, pladennoù pe danvezioù deus Breizh, setu peder lec’hienn internet gwerzhet ganto produioù a-feson deus Breizh. Peadra d’ober profoù Nedeleg deus Breizh a-doare.
Lec’hienn internet Coop Breizh – levrioù, pladennoù, produioù deus Breizh
Lec’hienn internet Skol Vreizh levrioù e brezhoneg pe diwar-benn Breizh
Lec’hienn internet La Belle Iloise – boued-mir eus ar mor a galite
Lec’hienn internet Henriot – faienserezh Kemper – bolennoù, listri, telwennoù mod Breizh
Neuze ! Na dortit ket ! Ha kit da furchal war al lec’hiennoù-man.
Kristin ar Menn a ginnig deoc’h un abadenn e brezhoneg en linnenn diwar-benn Bro Gozh ma Zadoù, kan broadel Breizh.
Abadenn en linnenn être 2eur30 ha 4eur goude merenn aozet gant Ti ar Vretoned
Dav e lakaat e anv en a-raok o skivañ da contact@missionbretonne.bzh
Dizoloet vo istor ar Bro Gozh ma Zadoù, e bozioù ken fromus. Kanet vo holl asambles ar c’han brudet-mañ. Evit klozañ an abadenn vo roet deoc’h un nebeut mennozhioù profoù Nedeleg mod Breizh.
Un digare eo ar staj-mañ da vrezhonegañ evdon-ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg !
Kristin Le Menn vous propose un stage de Breton en visioconférence autour du Bro Gozh ma zadoù, l’hymne national des bretons.
Stage sur internet organisé dans le cadre de la Mission Bretonne
Horaires : de 14h30 à 16h00
Sur inscription à contact@missionbretonne.bzh
Nous découvrirons l’histoire de ce chant, ses paroles si poétiques, nous chanterons ensemble cet hymne cher aux bretons. Nous finirons par quelques idées de cadeaux de Noël bien bretons… Tout cela en breton !
Ce stage s’adresse aux élèves des cours de breton ou ceux qui veulent pratiquer la langue bretonne.
Dedostait holl tud a bep oad, mignoned, mignonezed,
Dieostait ha selaouit mat ur ganenn nevez-savet,
Pa 'z eo degoue'et ar c'hleñved oan 'ba' Pariz o labourat,
'werzhañ traoù d'ar pratikoù 'barzh ur mirdi brudet mat,
Met an deiz ma oa bet serret ar vro gant ar gouarnamant,
Cheñch micher 'm eus renket ober, sed amañ an nec'hamant,
Setu penaos on deuet da vout gwerzhour frouezh ha legumaj,
O bostal 'barzh ur gourstal, pemp den en hec'h akipaj,
Rener ar stal 'oa e zivrec'h tevoc'h 'vid ma divorzhed,
O kas ar skipailh a-razailh 'vel ma vefemp soudarded,
'touez ar re-ze 'veze unan hag a oa bet d'al Lu gall,
Pemzek bloavezh didruez o stourm hep mont er bord all,
Heuliañ raemp reolennoù 'vit talañ ouzh ar c'hleñved,
Lakaet maskloù war bep genou ha maneget hon bizied,
Eizh en diabarzh ha n'eo ket nav, arabat bout niverus,
Hag ar re-all a-hed ar straed, 'benn difonnaat ar viruz,
Ur vicher griz ha poanius, sav-heol da guzh-heol,
Sammañ raec'h 'bouezh ho tivrec'h en ur stankañ ho peol,
Kachedadoù patatez ha kargadoù saladenn,
Ar berjinez mouk war hon chouk na oa ket skañv da zougen,
Met daoust d'ar boan-gein e oa an dra startañ da c'houzañv,
Ar Barizianiz da servij, o klemm noz-deiz diehan,
Evit reiñ dezho o bouetaj, sevel a ran bep peure,
Ma ene en dienez, kiet ma c'horf beteg re,
Tud ar gêrbenn ar re-ze a zo o klemm 'vit netra,
Ha bewech oc'h ober rebech memes d'an dibec'hañ tra,
Da gentañ 'oa sioul an traoù, sentus ha didrouz an dud,
Rak e oa anken gant an nen tapout ar c'hleñved solut,
E soñj an dud 'oamp gouroned, soudarded war an dalbenn,
Ar gevredigezh en he fezh o tiskleriañ hon souten,
Ha «trugarez 'vit ho labour» ha «petra 'vefemp hepdoc'h»,
Ken azeulet ha meuleudet 'oamp-ni hep lâr gaou deoc'h,
Met da c'houde o deus kroget kustumiñ ouzh ar blegenn,
Ganto adkavet o spered, trenket buan ar soubenn,
Diaesoc'h-diaesañ 'teue dezho doujañ ouzh ar reolenn,
O tont 'ba'r stal imoret fall, tud digar ha diseven,
Ma 'peus tro da vont da Bariz, mar plij, me ho ped, n'it ket,
Ma chom reizh kalon en ho kreiz, n'ho po 'met amzer gollet,
Echu ganin va c'hanaouenn diwar benn pezh 'm eus bevet,
Setu planedenn dilaouen ur paour kaezh paotr divroet.
Feogerolez
Gant Bleuñvenn, deuit da zizoloiñ, deskiñ hag eskemm en brezhoneg en-dro da Berroz. Un aergelc’h familh e-kreiz kalon ar greunvaen ruz.
En compagnie de Bleuñvenn, venez découvrir, apprendre et échanger en breton à travers le pays de Perros-guirec. Une ambiance familiale au cœur du chaos granitique. En partenariat avec Nevez Amzer
Les 20 et 27 juin 14h30, les 13 et 27 juillet, les 10 et 24 août et tous les dimanches en septembre sauf le 13 !! Tarif : 6 € (gratuit pour les moins de 6 ans) Rendez vous parking du sémaphore
Pour les apprenants au breton niveau intermédiaire
Sur réservation au 02 96 91 62 77 ou bleunvennkonan@gmail.com
Trouz ebet tro-dro din, santad anken
Sioul, o c’hortoz petra emañ an dud
Fin ar bed, barn d’ar marv mab-den ?
Al laboused bihan zoken a chom mut
N’eus anv nemet diwar-benn ar virus
War ar gazetenn, er radio. En tele hep fin
Gant pennoù-bras gouiziek, tud sirius
Hag ivez riboterien dour o c’hlaourenniñ
Pep hini zo kroufet-kloz en e di
Mont da bourmen eo krak difennet
Hir an amzer ‘barzh va minic’hi
Ne zeuio den ‘bet hirio d’am welet
Sell ! Ne harz ket ken ki-pastor va amezeg.
Ne glevan ket anezhañ, yantao, bouzaret ?
Dirak du-mañ e vale un den war ar straed
Chench a ra tu kerkent n’eus va gwelet
Aon en deus pep hini rak egile, tudoù !
Ha ma vefe hemañ mevel an ankoù
Sellet outañ a-boan ma vez kredet
N’eo ket ken ar bed m’eus anevezet
Setu ‘mañ deuet en-dro an heol bremañ
Goude c’hwec’h miz glav hep ehanañ
Erruet just asambles gant ar gaster virus-se
Evel ma vefe oc’h ober goap ouzhpenn-se
Marteze e kouezh warnon ar gwall
Diwar c’hoari danvez-sorser hep feiz na reizh
Ya, treiñ a ra ar bed war an tu fall
Ma, biskoazh-kemend all, va zudoù keiz !
E penn-kentañ e oa evel ma vefe ur c’hoari
Hirio den ebet ne oar peur bennak ‘vo echuet
Peur e chellimp bevañ, laouen ha disoursi
Evañ ur banne Coreff ti Tom gant mignoned
Sentomp ouzh ar c’huzulioù aketus ha kempenn
Dalc’homp fiziañs start en dazont mab-den
Ha touiñ a ran deoc’h ar bed a cheñcho krenn
Kenavo prestik, bugale, mignoned, kerent.
Hervé Lossec, D'ar 27 a viz Meurzh 2020
Bac’het mat omp bet e-pad daou viz. Abaoe div sizhun eo bet roet dimp un tamm frankiz. Nag ur blijadur ! Un deiz bennak, piv a oar , e c’hallimp c’hoazh en em gavout asambles e Ti Jos, e Donatelo, da geñver baleadennoù evit kaozeal. Met a-raok e c’hellomp skrivañ.
Meur a draoù zo c’hoarvezet en ho puhez e-pad ar prantad-mañ. Traoù souezhus, iskis, droch, kaled, plijus, displijus, laouen, dic’hortoz, talvoudus, didalvoudus, nec’hus, luziet…
Skrivit ur pennad diwarne. Etre teir frazenn hag ur romant. Gant fazioù pe get, gant ur brezhoneg uhel pe get… ne vern. N’eus nemet ar re a chom mut ne reont fazioù ebet ! Difaziet e vint ma zo ret. Met skrivit. Arabat deoc’h kaout aon. Embannet e vo ho pennadoù war lec’hienn Ti ar Brezhoneg. Kasit anezhe da tiarbrezhoneg@gmail.com.