Ur valeadenn vrav a zo bet kinniget hiziv gant Ti ar Brezhoneg tro-dro Menez Mikel. Trugarez deoc’h holl da vezañ deuet ! Setu amañ al luc’hskeudennoù.


































































































Ur valeadenn vrav a zo bet kinniget hiziv gant Ti ar Brezhoneg tro-dro Menez Mikel. Trugarez deoc’h holl da vezañ deuet ! Setu amañ al luc’hskeudennoù.
Ur valeadenn vrav a zo bet kinniget hiziv gant Ti ar Brezhoneg e Mousterlin. Trugarez deoc’h holl da vezañ deuet ! Setu amañ al luc’hskeudennoù.
Salud deoc’h holl,
Poutin ne harzho ket ac’hanomp d’ober gant ar brezhoneg !
Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol…D’ar Sadorn 19 a viz Meurzh e vo ur valeadenn tro-dro Mousterlin e Fouen. War-dro 11 km war wenodenn an aod, an draezhenn, an hentoù don hag a-dreuz ar paludoù.Bale ne vo ket a-walc’h. Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit komz.
Eus 11e betek 4e.Digor e vo d’an holl re hag a zo tamm pe damm en o aes gant ar brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini !
Ur reolenn memestra : ret e vo chom hep ober gant ar galleg !
Emgav war “barking de la pointe” e Mousterlin da 11e gant ur pik-nik. Tal-kichen ar preti ” Le grand Large” emañ. https://lc.cx/bM0Va2
Digoust. Ar muiañ a dud ar gwellañ tout… met gwelloc’h vo lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.com
Ken an 19 a viz Meurzh
Un devezh plijus o vale tro-dro Lennon ‘zo bet aozet hiziv gant Ti ar Brezhoneg ! Trugarez deoc’h holl da vezañ deuet !
Setu amañ al luc’hskeudennoù.
Salud deoc’h holl,
Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol… D’ar Sadorn 11 a viz Gwengolo e vo ur valeadenn tro-dro Lennon. War-dro 11 km a-hed ar ganol hag a-dreuz ar c’hoadoù. Bale ne vo ket a-walc’h. Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit ober gant ar brezhoneg.
Eus 11e betek 4e. Digor e vo d’an holl re a zo tamm pe damm en o aes gant ar brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini !
Ur reolenn memestra : chom hep ober gant ar galleg !
Met gwelloc’h lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.com
Ken an 11 a viz Gwengolo
Un endervezh a-feson o pourmenn tro-dro Beg Meil ‘zo bet aozet hiziv gant Ti ar Brezhoneg ! Trugarez deoc’h holl da vezañ deuet 🙂 Setu amañ al luc’hskeudennoù.