TAB.TV

Petra eo TAB.TV ?

TABTV, da lâret Ti Ar Brezhoneg TV, a zo ur chadenn war YouTube savet gant Job Montfort (prezidant ar gevredigezh), “Job ar C’heloù Mat”, kentoc’h. Skignet en deus 1800 video met kentoc’h traoù berr etre 5 ha 30’. An darn vrasañ anezho a zo kanaouennoù, istorioù farsus, traoù eus ar vuhez gant atersadennoù, rimadelloù, fablennoù ha pezhioù-c’hoari. Nemet unan bennak koshoc’h hag a zo bet graet gant Hervé Calvez pe Jakez Kerjean hag adtapet.

An hini gentañ zo bet filmet e 2011 : “ Nerzh gant unvaniezh” diwar-benn ar gastored.

Ul labour dispar eo hemañ war dachenn an dastumadegoù diwar-benn pep tra gant ma vez e brezhoneg hag evel-se e vez lakaet en ur voest sevenadurel Breizh e brezhoneg.

Ar 1800 video a vez gwelet en ur vont war YouTube gant  TAB.TV e pennlizherennoù. Gwelet e vez diouzhtu ar video  nevezañ tout. Ar re all a chom bev met dont a reont en ur lakaat an titl pe ur ger-alc’houez war “klask” e-barzh ar chadenn. Mod-all ez eus tu mont war ar playlist gant an dielloù renket adalek ar penn kentañ betek Miz Gwengolo 2019.

Pep seurt dañvez a vez kavet war TABTV. En o zouez traoù fentus. Kit war TABTV evit ober anaoudegezh gant  Breizh Poulloudig Air Lines.