Perak kaozeal saozneg e c’hallfe skignañ muioc’h koronaviruz e-kenver kaozeal yezhoù-all ?

(Ur pennad diverrat tennet eus magazin Forbes)

Treuzkaset eo ar c’horona gant takadennigoù munut skignet en aer. Evezhiadennoù graet e Bro-China o deus diskuliet ar gentañ arouezioù war an diforc’h e c’hallfe cheñch doare ar virus d’en em skignañ diouzh ar yezh implijet.

Ret eo merzout ne oa ket c’hoarvezet an evezhiadenn e-pad ar c’hleñved-red Covid-19, met e-pad ar c’hleñved-red SRAS anvet CoV-1 hag e oa en em ziskleriet e Bro-China ivez. Ar viruz-se oa bet kaoz ouzhpenn 8000 degouezh e 26 bro.

D’an ampoent-se e oa kalz muioc’h touristed eus bro Japan eget eus ar Stadoù Unanet e bro China. Degouezh an Amerikaned taget gant ar c’hleñved  RAS-CoV-1 en doa niveret da 70 daoust ma ne oa Japaniz ebet.

D’ar c’houlz-se unan eus an displegadennoù roet gant ar skiantourien a oa e tenne ar gudenn eus ar yezh.

Liesyezhek e oa implijidi ar stalioù Sinaiz peurliesañ.

Peurliesañ e komze saozneg ar c’hoskor gant prenerien Americaned hag japaneg gant prenerien eus bro Japan.

Pouezus eo rak kalz a gensonenn stankañ zo implijet e saozneg daoust ma ne vez ket implijet eus ar seurt-se e japaneg.

Teuler a ra ar gensonennoù stankañ kalz a skobitelligoù en aer.

O vezañ ma ez eus nebeut a gensonenn eus ar seurt-se e japaneg, ar gomzerien a daol nebeut skobitelligoù, kavet e vez teir anezho e saozneg : k, t, p.

Ar c’hensonennoù [p] [t] ha [k] a daol kalz a c’hwezh eus ar skevent pa vez dianalet setu ma vez strinket ur goumoulenn skobitelligoù.

F. Le Meur

Koronavirus da viken

Miz Eost 2025

Gor zo en amzer abaoe penn kentañ an hañv evel bep bloaz bremañ. Deuet eo kemm an hin da wir. Ne vez kavet den ebet ken o tabutal war an dachenn-se. N’eus den ebet ken evit tabutal da gentañ tout ! Kerzhet a ra Yann. Kerzhet a ra buan. Kerzhet a ra etrezek ar c’hoad ledan a zamwel er pellder war an tu all d’ar blaen devet gant un heol didruez. Pa sell a-dreñv e wel ar gêr vras en doa kuitaet tri devezh zo. Tachennoù du tanioù ar gwall-zarvoudoù a vez gwelet o sevel en oabl hag oc’h en em veskañ gant koumoul gwenn. Sin n’eo ket echu ar brezeliñ eno c’hoazh. D’e soñj e oa un dibab mat, mont kuit. Forzh penaos n’en dije ket gallet chom er skwat ken. Ne oa dibab ebet. Rankout a rae lezel e vignoned hag e vignonezed. Aloubet e oa bet ar savadur e-lec’h ma oa o chom gant Enora abaoe daou vloaz. Tost da 100 alouber e oant, gant armoù a bep seurt. Pa soñj mat en deus bet kalz a chañs da derc’hel kuit. Al lodenn vrasañ eus e genfeurmerien zo bet lazhet. Enora en o zouez. Ar re all ne oar ket pelec’h o deus gallet mont. Sklaer e oa ar skwat ur preizh hoalus evit an alouberien-se. En ardraoñ e oa ur stal Super U a-raok. Er bed all. Ur bed ne chom ket kalz a dra anezhañ ken. Ar skwat o vezañ er Super U e soñje an holl dud e chome c’hoazh kalz boued er savadur. Evel-just ar prenestroù hag an norioù a oa bet serret. Ne chome ket ken met un nor evit mont e-barzh. Houmañ a oa diwallet noz-deiz gant daou pe dri den. Met petra ober pa vez 100 o tont, gant armoù brezel ouzhpenn ? Kerzhet a ra Yann en ur soñjal e Enora a oa bet taolet er-maez dre ur prenestr eus an estaj diwezhañ. Gwelet en doa anezhi o kouezhañ war ar riblenn-straed gant an alouberien o huchal tro-dro dezhi. Kement a draoù spontus o doa bevet o daou abaoe ma oa erru ar c’horonavirus daonet-se e penn-kentañ 2020.

E miz Even 2020 en doa disklêriet ar Pr Delfraissy mil vrudet e oa « stad ar virus dindan kontrol ». D’ar mare-se e oa diaes evitañ ijinañ e vefe deuet en-dro al loen brein e fin an hañv kalz kreñvoc’h ha kildroukoc’h[1] eget ar wech kentañ. Met koumouloù du e-leizh a oa o tont. D’ar c’hentañ a viz Eost 2020 en doa dislkêriet rener bras an OMS « e vefe ret ober gant ur c’hleñved hir. Biken ne vo kavet ur vaksin, marteze ». Ar manifestadegoù er bed a-bezh evit difenn gwriioù ar re ne oa ket gwenn o c’hroc’hen o doa roet startijenn ha palioù ledanoc’h d’ar virus. Sikouret kalz e oa bet ivez gant an dud o doa dilezet ar reolennoù strizh hag ar maskloù evit ar pokoù, ar banneoù, an dañs, an tavarnioù, ar festoù-noz, an euredoù, ar mell-droad… ar vuhez ‘benn ar fin. Ha daoust da reolennoù strisoc’h a veze lakaet gant gouarnamantoù e pep bro, ar frankiz a roe nerzh d’al loen fall. Prezidant ar Brezil, goude bezañ tapet ar virus hep droug evitañ en doa lâret e oa ar C’horona un tamm grip bihan. Abeg ebet da gaout aon… evit tud kalonek.

« Emañ ar virus amañ bepred », setu ar pezh a veze skrivet e pep lec’h koulskoude, klevet diehan er radioioù, sellet er skinwelioù. Met an dud a rae forzh eus ar gourdrouzoù-se. Gwelloc’h e plije dezhe heuliañ alioù direizh prezidant Bolsonaro. Laouen-tre a oa ar c’horona. Ar frankiz pe ar marv !Ar frankiz hag ar marv kentoc’h.


[1] Petra a zalvez ? A guzh e soñjoù a-sell da wallober ( sournois )

Pemp bloaz diwezatoc’h e kerzh Yann etrezek ar c’hoadeier a zo e hanternoz ar gêr vras. Bec’h warnañ. Skeudenn Enora o kouezhañ war ar straed gant ar gwad o strinkañ war ar pavez a zo stanket en e benn. Ne c’hall ket tennañ anezhi kuit, ken don emañ sanket en e spered. Daoust hag eo marvet hi diouzhtu ? N’en deus ket gallet gouzout peogwir e oa bet tennet kuit he c’horf er savadur. Fiñval un tamm a rae hi c’hoazh. Pevar den o doa douget he c’horf en ur youc’hal a-bouez penn. Evit ober petra ?

Pell-mat emañ ar c’hoadeier c’hoazh. Gouzout a ra ez eus ur c’hamp eno. Ur rannvroig emren gant harzhoù kreñv. N’eo ket ur baradoz met forzh petra a vo gwelloc’h eget an ifern e-lec’h m’emañ bremañ. Sklaer eo evitañ ne vo ket aes mont e-barzh. Tud ar c’halmp a c’hallfe bezañ laouen gant ar pezh emañ o tegas dezhe. Marteze a-walc’h… Daou dra a c’hello kinnig dezhe evit bezañ degemeret mat. E-barzh e sac’h-gein ez eus war-dro 10 kilo holen. Un dañvez ne vez ket kavet ken. Abaoe pell zo ne dalv netra an euro nag an dollar. N’eus ket anezhe ken. N’eus ekonomiezh ken. Bremañ eo deuet bed an trok en-dro pe kentoc’h hini al laeroñsi. En ur gerzhout e soñj Yann e tud speredek, e ispisialourien asur, e arbennigouren hag a lâre « ne vo ket ar bed o tont ar memes hini ». Ne c’hell ket chom hep mousc’hoarzhin. Pelec’h emaint bremañ ?

Un dra all, kalz talvoudusoc’h  eget an holen a c’hello kinnig dezhe. Muioc’h a fiañs en deus gant an dra-se evit bezañ degemeret. War e gein e toug un arbalastr. Unan hag a c’hell tennañ saezhoù betek 200 m. Teir saezh e karbon zo gantañ. Ur mailh eo war an dachenn-se peogwir e oa e-touezh ar re wellañ da geñver ar c’hampionadoù Breizh. Pa oa anezhe c’hoazh, c’hwec’h vloaz zo. Da lâret ur bed all. Ur wech e oa tost-tre da gaout ar maout. Muioc’h dipitet egetañ a oa bet Enora. Bremañ pa vez ken diaes kavout boued e vo ur chañs vras dezhe kaout un den eveltañ gant ur varregezh ken dibaot avat. Keit ma c’hallo displegañ an dra-se dezhe a-raok bezañ lazhet…

D’an 18 a viz Mae 2020 en doa disklêriet Prezidant Trump e oa oc’h ober gant ar glorokine daoust da alioù strizh medisined e vro. « Abaoe dek devezh e tapan ur bilulen bemnoz. Klevet a ran traoù positivel-tre diwar he c’hont.  Petra ‘m eus da goll ?» en doa twitet. D’ar mare-se ne ouie ket c’hoazh e kollfe e vuhez abalamour d’al louzoù-se. Da vare Nedeleg 2020, ne oa ket bet kaset d’an Anaon gant ar C’horonavirus met gant un  gwallzarvoud kalon. Pa vez ur paotr kozh-mat eveltañ o vevañ gant ur plac’h kalz yaouankoc’h ha koant war un dro eo furoc’h dezhañ chom pell diouzh al louzeier a sko war ar galon ! Bezañ fur ne oa ket ar pezh a glote ar muiañ gant Donald Trump. Met d’ar mare-se e oa dija kement a bennoù-bras o vervel bemdeiz ma n’o doa  ar c’heleier-se graet berzh ebet. Ur bloavezh a-bezh o klevet titouroù dislavarus diwar-benn ar c’hleñved ne chome ket kalz a dud ken o sellet ouzh ar skinwel. Un dra a oa sur : ar maout a oa aet gant ar c’horona e fin 2020. O redek ar bed e oa bremañ, laouen ha disoursi.

Diaes e oa gouzout petra a oa ar gwashañ evit ar vro : an ospitalioù a oa leun-kouch gant ar re glañv  pe an 30 % eus an dud hag a oa dilabour. Alies a-walc’h e oa ar memes re… E miz Meurzh 2021 e oa deuet  ar sondajoù da vezañ ken brein evit prezidant Macron hag e c’houarnamant ken e oa bet ret dezhañ mont kuit. Daoust d’ar C’horona o redek e pep lec’h dre ar vro evel ul loen gouez e oa bet galvet ar bobl evit dilenn unan a vefe e-penn ar pezh a chome c’hoazh eus ar Republik. Pr. Raoult, an itron Le Pen evel-just, Jean Marie Bigard, hag ur bern re all a oa war ar renk. War ar seblant e roe ar virus nerzh d’ar re ne oant ket tapet gantañ ! Christian Troadec a oa war ar renk ivez. E bal a oa e teufe Breizh da vezañ ur vro dizalc’h peogwir n’e oa ket ken fall stad ar bandemiezh enni. Ne oa ket bet ret ober un eil tro koulskoude. D’ar c’hentañ a viz Ebrel e oa bet dilennet Pr Raoult prezidant Bro C’hall gant 82 % eus ar vouezhierien.  Nemet 10 % anezhe a oa deuet da votiñ. Ar re all a oa chomet er gêr gant ar spont pe er vered gant ar virus.

Emañ bremañ Yann o kerzhet war ar pezh a oa bet un hent pemp bloaz zo. An ekologourien a vefe laouen bremañ o welet ar geot o kreskiñ a-dreuz an ter-douar. Lapoused a bep seurt a gan tro-dro dezhañ hag a lak e vale skañvoc’h. Gwez bihan a glask sevel o fenn daoust da ziouer a zour. N’int ket direnket gant ar c’hirri kennebeut. N’eus ket anezhe ken… A-hed an hent e wel Yann korfoù-marv e-leizh. Tud taolet er foz pe astennet war an hent. Gwelet anezhe n’eo ket ar gwashañ tout… met ar flaer eo. Gallout a ra lakaat e zoualagad da sell e lec’h all met e fri a rank eñ analañ ar c’hwezh vrein-se. Al lodenn vrasañ anezhe a zo hep dilhad, laeret gant ar re a chom bev c’hoazh. An naon hag ar muntroù a lazh muioc’h bremañ eget ar virus a soñj Yann. A-wechoù ivez e vez binvioù elektronik e-leizh tro-dro dezhe : pellgomzerioù hezoug, urzhiataerioù, tablezennoù… Traoù laeret gante moarvat…  Perak ‘ta ? N’eus rouedad tredan ebet ken. Na skingomz, na skinwel, na Netflix , na Amazon evit urzhiañ ur produ didalvez. Ken boas eo bet an dud da gaout binvioù a bep seurt ne c’hallont ket mirout a dapout anezhe bremañ pa emaint digoust. Trec’h an ekologourien pe fin ar bed ?

Emañ Yann o klask war-lerc’h botoù a-feson. Poan dreid en deus gant e re. Re vihan int. Redet eo kuit diouzh ar skwat en ur dapout ar pezh a c’hallfe reiñ ur chañs dezhañ da chom bev. An holen, an arbalastr, un nebeud dilhad, skeudennoù eus Enora ha tammoù boued en deus gallet kavout. Ne oa tamm ebet ar mare da straniñ. Setu perak emañ e dreid e botoù unan all. Dre chañs e kavo unan marv hag a vo laouen da brofañ e re dezhañ.

E miz Du 2021e oa ar c’hleñved-red o skeiñ adarre e bro India. Met kalz gwasoc’h eget ar wech kentañ.D’ar mare-se o doa lâret prederourien c’houiziek ‘zo e ranke an Indeziz dibab etre mervel gant an naon pe vervel gant ar C’horona. Ar wech-mañ e vervent gant an daou ! Ar miliadoù a oa deuet da vezañ milionoù. Ne oa ket kaoz eus morgoù nag eus interamantoù ken. Lakaet e veze ar re varv e bezioù-boutin. Ar re binvidikoc’h anezhe. Ar re all a oa lezet er straedoù, er riblennoù-straed, er savadurioù, e lec’h ma oant marvet ; a-wechoù, dre chañs evite e vezent lakaet e seier plastik. Ne veze ket graet  an diforc’h ken etre ar re vev, ar re o vont da vervel hag ar re varv. Flaer spontus ar marv a c’holoe ar re vev.   « N’eus ospital, na medisin, na stad ebet ken. N’eus den ebet ken evit ober war ho tro. Trec’hed omp gant ar c’hleñved-red-mañ.  Emañ ar gevredigezh o vont da darzhañ » o doa diskleriet prezidant ar vro en e zisklêriadur diwezhañ.

Evel-just, amañ er vro e oa bet politikerien a-boell, medisined varrek war dachenn ar skinwel, kazetennerien deodek ha chaokerien keleier o asuriñ ne c’hoarvezfe ket seurt disac’hadeg du-mañ. « Ur vro baour eo India, re vras eo hi gant ur Stad wan hag ur bobl divarrek da chom bac’het er gêr. »

Ne ouient ket ar valbouzerien-se e vefent dindan ar memes gwask un nebeud mizioù diwezhatoc’h !

Kerzhet a ra Yann bepred. Emañ ar c’hoadeier o tostaat. Ma ne vefe ket eus ar flaer euzhus hag eus ar c’horfoù-marv e vefe brav a-walc’h e droiad war ar maez. Kan al lapoused a c’holo bremañ an tarzhadennoù o tont bep ur mare eus ar gêr vras. Al loen gouez n’int ket direnket kalz gant mab den ken na gant e broduioù na gant e drouz. Lapined zo e-leizh, gwelet a ra roudoù moc’h-gouez e pep lec’h, lapoused a bep seurt ha bep liv na vezent ket gwelet dre amañ a-raok. Pa oa bet bac’het an dud e-pad daou viz pemp bloaz zo o doa gallet al loened kaout un tamm frankiz met da c’houde ha buan a-walc ‘h e oa deuet o zrubuilhoù en-dro. Bremañ, marteze, o deus komprenet e chomo an natur er stad emañ hiziv. Pal an ekologourien zo deuet da wir, en ur stad ne c’halljent ket biken ijinañ. Ur bed hep CO2 pe dost ! E miz Mae 2020 e skrive Nicolas Hulot en e « vanifesto evit ur bed nevez » : « Prest evit cheñchamantoù don en hor c’hevredigezh e rankomp bezañ. Emañ hor sevenadur degouezhet en ur forc’h. Ar bed o tont a vo disheñvel bras. Deuet eo an amzer da c’hoantaat traoù simpl» Sinet e oa bet gant 200 penn bras.

Tres ur glasc’hoarzh a vez damwelet war muzelloù Yann.

Neuze e miz Mae 2021 e oa Pr Raoult e penn bro C’hall. Diouzhtu en doa dilojet ar prezidant gant ar gouarnamant eus an Elise da enezenn ar Cité. An arme a oa war evezh dalc’hmat  tro-dro an enezenn. Evit mont en darempred gant ar prezidant nevez e oa ret tremen pemzek devezh dispell e enezenn St Louis pe bezañ gwisket evel ur c’hosmonot !  Met daoust d’ar strivoù a veze graet gante e oa ar virus o foetañ bro buanoc’h-buanañ. D’ar mare-se e ranke pep hini lonkañ tapadennoù klorokine a-raok bep pred. Dougen ur maskl noz-deiz a veze un dra ret. An Iliz zoken he doa klasket kinnig diskoulmoù : dour benniget Lourdes a veze gwerzhet un tamm e pep lec’h. Lod a eve anezhañ gant klorikine. Daoust d’ar c’hleñved e oa manifestadegoù e-leizh : a-eneb ar gouarnamant evel-just, a-eneb an enkadenn sokial, evit kaout labour, evit kaout boued, a-eneb ar re a oa o tont eus broioù all…Plijet mat a oa ar C’horona gante !

Un derzhienn foll ha direizh a c’holoe ar bed. E pep lec’h e lamme ar gouarnamantoù, e pep bro e veze tud o manifestiñ, ne ouien ket  perak ken. Harzhoù, mogerioù, klouedoù a veze savet e pep lec’h : Trump a vije bet laouen !

Kerzhet a ra Yann bepred. Santout a ra ar skuizhder o sevel en e gorf. Ne c’hall ket lâret abaoe pegeit en deus kuitaet ar gêr vras ha korf Enora. Un nebeud tud a vez gwelet a-hed an hent. Un nebeud re avat. Ret eo dezhañ chom war evezh. An arbalastr hag ar sac’h bras war e gein a vefe ur preizh a-bouez evit tud hep damant. Al lodenn vrasañ anezhe.

Alies e wel gant spont e vank un tamm kig eus ar c’horfoù-marv astennet war vord an hent. Daoust hag eñv int bet tennet kuit ha debret gant loened pe gant tud ? Ken beuzet emañ en e soñjoù du ken n’eus ket merzhet ar plac’h a zo gant he bugel dindan ur wezenn en tu all d’an hent.

– «  Da belec’h emaoc’h o vont ? »

Lammat a ra Yann, sabatuet hag aonik war un dro. Gwelet a ra ur plac’h yaouank morlivet gant ur bugel en he c’hichen, tri pe pevar bloaz dezhañ. Treut ha gwisket fall int o daou. Lennet e vez an dizesper en o daoulagad. Abaoe pegeit emaint aze ? Diouzhtu eo splann evitañ ne rank ket sikour anezhe. N’eus netra da reiñ dezhe. Kinnig dezhe dont gantañ a vefe sot-magn. Chañs ebet evite da chom bev ! Ur plac’h yaouank ha koant ouzhpenn-se a vefe un abeg all evit lakaat krog war e draoù

– «  Ne ouian ket.  Chañs vat deoc’h ! »

Gouzout a ra n’o deus ket kalz a chañs d’en em dennañ.

E miz Eost 2023 e oa deuet en-dro ar virus e Afrika, da wir ar wech-mañ.

Dija e 2020 e oa bet kaoz eus manifestadegoù e Tunisia a-eneb reolennoù strizh ar gouarnamant.  Unan all e Lagos ha da c’houde meur a hini er brasañ kêrioù e Afrika o doa roet nerzh ha lañs d’ar c’hleñved. Milionoù a dud o huchal stok-ha-stok a oa bet ur prof dispar evit ar C’horona. Ur baradoz evitañ. Un nebeud mizioù war-lerc’h e oa kement a dud marvet war ar straedoù ken e oa bet ret sevel tantadoù bras evit deviñ ar c’horfoù. Mare bosenn ar Grennamzer a oa deuet en-dro met gant dek gwech muioc’h a dud war an douar.

Ar virus ne oa ket e-unan o skeiñ war an Afrikaned. Da netra a veze kaset an eostadoù hag al loened gant tommadur an hin. Diwar ziouer a zour e save brezelioù etre pobloù. Abaoe pell zo ne oa na gouarnamant na stad ebet ken. Ar pennoù bras a oa deuet da glask repu e Europa en o c’hastelloù.

War o lerc’h e oant milionoù o klask treuziñ ar mor Kreizdouar. Forzh petra a c’hallfe dougen un den d’an tu all d’ar mor a oa lakaet da vag. Gortozet e vezent  gant ar pezh a chome eus an armeoù a denne war ar paour kaezh tud-se  evit kas anezhe d’ar gêr. Met ne oa netra a c’halle herzel unan a oa o vervel gant an naon da vont dreist ur voger. Setu penaos e oa bet aloubet Europa gant milionoù a Afrikaned ha gant ar virus a oa gante.

Gwashañ diaweladurioù ar « golapsologeourien » en em gave gwir.

Diouzhtu goude e gejadenn gant ar plac’h yaouank en deus kavet Yann suroc’h kuitaat an hent. Forzh penaos emañ bremañ er c’hoadeier. Strafuilhet mik eo e spered. Perak ‘ta en deus lezet ar plac’h-se hec’h-unan gant he mab. Petra he dije lâret Enora ? Gouzout a ra emañ bremañ e-kreiz neblec’h. Amañ e vez pep hini o stourm evit kaout boued ha chom bev. Traoù simpl hag aes da gompren ! Heuliañ a ra bremañ ur wenodenn en ur c’hoad pin. Ne oar ket da belec’h e kas ha ne wel ket roudoù baleerien all warni. Penaos e c’hallo mont e darempred gant tud ar c’hamp ? Ne wel diskoulm ebet. Skuizh-marv eo ha gant an noz o tont eo gwelloc’h dezhañ klask ur goudor bennak ha debriñ an tammoù boued a chom en e sac’h. Kof moan, poan dreid ha anken a vo programm an noz. Warc’hoazh vo un deiz all. Diouzh a vo kont e raio.

Met ne oar ket c’hoazh e oa ar plac’h gant he babig o teurell ur sell war ar re a oa o tostaat ouzh ar c’hamp. Kerkent ha ma oa aet kuit Yann e oa aet da gemenn he re. Yann ne oar ket kennebeut eo bet dibabet gant tud ar c’hamp e rankint lazhañ an holl re a glasko mont en darempred gante. Kement a dud a zo o tec’hel kuit diouzh ar gêr vras ma n’emaint ket evit degemer hini ebet ken. Truez ebet ouzh ar re wan e 2025 !

E penn-kentañ 2023 o doa kroget ar re binvidikoc’h d’en em staliañ e gêriadennoù hag e lec’hioù difennet gant mogerioù, kaelioù uhel, bunkerioù ha bezenoù, armoù e-leizh gante. Amzer ar Grennamzer a oa deuet en-dro da vat ! Enne e oa parkeier bras a-walc’h evit sevel chatal, produiñ frouezh ha legumaj. Truez ebet ouzh ar re o doa naon. Met al lodenn vrasañ anezhe a oa bet aloubet koulskoude gant tud o klask boued peogwir e veze goulo ar gourmarc’hadoù aboe pell-zo. Ur bern anezhe a oa bet lazhet met bewech e oa bet kavet un tu gante da zont e-barzh seurt baradozioù prevez.

Setu ma oa bet ret d’ar pennoù bras galloudus kavout un diskoulm all. e miz Ebrel 2020 he doa  lâret Jacinda Ardenn, prezidantez Zeland Nevez, ne oa virus  ebet en he bro ken. Da c’houde e oa bet serret krenn harzhoù ar vro. Ar pezh a zo aesoc’h pa vez ar vro un enezenn. Jeff Bezos, paotr an Amazon,  en doa kinniget e 2023 da stad Zeland Nevez degas di tout ar pezh a oa en e stalioù. En eskemm da zegas di boued ha marc’hadourez e-leizh e tegemerfe ar vro an holl re war ar roll kaset dezho. Ar re binvidikañ er bed a oa war ar renk, tud ar GAFAioù, re an Nasdaq, re ar mediaoù, kanerienha kanerezed brudet, medisined ar skinwel, ha kement ‘zo…. Ur seurt GAZA evit ar GAFAioù met war an tu gin.

Ur bloavezh goude e oa deuet Jeff Bezos a-benn da vezañ prezidant ar vro.

Dihunet gant an heol, n’eus ket kousket kalz Yann. Diaes da gaout ur c’housk habask pa vez ret chom war evezh, gant trouz al loened tro war-dro, gant koll Enora war e chouk ha dremm ar plac’h yaouanken e spered. Sklêrijenn flour an heol a-dreuz ar gwez, kan nerzhus al lapoused hag avel fresk ar mintin a ro digarezioù dezhañ da vezañ habask un tamm evit ur pennad.

Met ne bad ket gwall bell. Beuzet un tammig en e soñjoù laouen n’en deus ket merzhet an dud, dek bennak anezhe, o kelc’hiañ anezhañ. Kuzhet emaint a-dreñv ar gouez evit poent. Armoù zo gante. Chañs ebet evit Yann ar wech-mañ.

Tizhet eo gant ur saezh en e gostez a-raok dezhañ kaout amzer da gompren ar pezh a c’hoarvez. Saezhioù all zo tennet warnañ ha n’eo ket gwall bell a-raok mont d’en em gaout gant Enora en ur bed all. Ur bed ne c’hall ket bezañ gwasoc’h eget hemañ. 

E 2090 pe 2120, ne vern, ne oa den ebet ken evit kontañ ar bloavezhioù. Ne oa ket kaoz ken eus ar C’honora er mareoù-se. Ne oa ket kalz a dud o kaozeal forzh penaos. An nebeud re hag a chome eus ar c’houenn HomoSapiens a oa o klask treuzvevañ e-mesk dismantroù ha diskaroù ur bed kollet.  Al loened gouez a oa e penn ar jeu adarre. Amzer an neolitek a oa deuet en-dro. Daoust dezhañ bet desket mat ne oa ket bet Homo Sapiens gwall fur !

Ya, ar wirionez a oa gant ar re a lâre « e vefe disheñvel mik  ar bed goude ar  C’horonavirus ».  Pell, pell zo.

Hervé Saliou,

D’an  3 a viz Eost 2020

Ar gwerzher legumaj

Dedostait holl tud a bep oad,   mignoned, mignonezed,
Dieostait ha selaouit mat   ur ganenn nevez-savet,
 
Pa 'z eo degoue'et ar c'hleñved oan   'ba' Pariz o labourat,
'werzhañ traoù d'ar pratikoù   'barzh ur mirdi brudet mat,
 
Met an deiz ma oa bet serret   ar vro gant ar gouarnamant,
Cheñch micher 'm eus renket ober,   sed amañ an nec'hamant,
 
Setu penaos on deuet da vout   gwerzhour frouezh ha legumaj,
O bostal 'barzh ur gourstal,   pemp den en hec'h akipaj,
 
Rener ar stal 'oa e zivrec'h   tevoc'h 'vid ma divorzhed,
O kas ar skipailh a-razailh   'vel ma vefemp soudarded,
 
'touez ar re-ze 'veze unan   hag a oa bet d'al Lu gall,
Pemzek bloavezh didruez   o stourm hep mont er bord all,
 
Heuliañ raemp reolennoù   'vit talañ ouzh ar c'hleñved,
Lakaet maskloù war bep genou   ha maneget hon bizied,
 
Eizh en diabarzh ha n'eo ket nav,   arabat bout niverus,
Hag ar re-all a-hed ar straed,   'benn difonnaat ar viruz,
 
Ur vicher griz ha poanius,   sav-heol da guzh-heol,
Sammañ raec'h 'bouezh ho tivrec'h   en ur stankañ ho peol,
 
Kachedadoù patatez   ha kargadoù saladenn,
Ar berjinez mouk war hon chouk   na oa ket skañv da zougen,
 
Met daoust d'ar boan-gein e oa   an dra startañ da c'houzañv,
Ar Barizianiz da servij,   o klemm noz-deiz diehan,
 
Evit reiñ dezho o bouetaj,   sevel a ran bep peure,
Ma ene en dienez,   kiet ma c'horf beteg re,
 
Tud ar gêrbenn ar re-ze   a zo o klemm 'vit netra,
Ha bewech oc'h ober rebech   memes d'an dibec'hañ tra,
 
Da gentañ 'oa sioul an traoù,   sentus ha didrouz an dud,
Rak e oa anken gant an nen   tapout ar c'hleñved solut,
 
E soñj an dud 'oamp gouroned,   soudarded war an dalbenn,
Ar gevredigezh en he fezh   o tiskleriañ hon souten,
 
Ha «trugarez 'vit ho labour»   ha «petra 'vefemp hepdoc'h»,
Ken azeulet ha meuleudet   'oamp-ni hep lâr gaou deoc'h,
 
Met da c'houde o deus kroget   kustumiñ ouzh ar blegenn,
Ganto adkavet o spered,   trenket buan ar soubenn,
 
Diaesoc'h-diaesañ 'teue dezho   doujañ ouzh ar reolenn,
O tont 'ba'r stal imoret fall,   tud digar ha diseven,
 
Ma 'peus tro da vont da Bariz,   mar plij, me ho ped, n'it ket,
Ma chom reizh kalon en ho kreiz,   n'ho po 'met amzer gollet,
 
Echu ganin va c'hanaouenn   diwar benn pezh 'm eus bevet,
Setu planedenn dilaouen   ur paour kaezh paotr divroet.
 
                                                                                                                  Feogerolez

Virus gast !

                                                                                                                            
 Trouz ebet tro-dro din, santad anken
Sioul, o c’hortoz petra emañ an dud                                 
 Fin ar bed, barn d’ar marv mab-den ?                            
 Al laboused bihan zoken a chom mut                                         

N’eus anv nemet diwar-benn ar virus                                                
War ar gazetenn, er radio. En tele hep fin                               
Gant pennoù-bras gouiziek, tud sirius                                      
Hag ivez riboterien dour o c’hlaourenniñ    
                              
Pep hini zo kroufet-kloz en e di                                                
Mont da bourmen eo krak difennet                                          
Hir an amzer ‘barzh va minic’hi                                                
Ne zeuio den ‘bet hirio d’am welet                                           

Sell ! Ne harz ket ken ki-pastor va amezeg.                               
 Ne glevan ket anezhañ, yantao, bouzaret ?                              
 Dirak du-mañ e vale un den war ar straed                                
Chench a ra tu kerkent n’eus va gwelet                                     
 
Aon en deus pep hini rak egile, tudoù !                                         
Ha ma vefe hemañ mevel an ankoù                                            
Sellet outañ a-boan ma vez kredet                                              
N’eo ket ken ar bed m’eus anevezet                                                                                                            
 
Setu ‘mañ deuet en-dro an heol bremañ                                      
 Goude c’hwec’h miz glav hep ehanañ                                        
Erruet just asambles gant ar gaster virus-se                            
Evel ma vefe oc’h ober goap ouzhpenn-se                                                                                                                    
                                                   
 Marteze e kouezh warnon ar gwall                                              
 Diwar c’hoari danvez-sorser hep feiz na reizh                            
 Ya, treiñ a ra ar bed war an tu fall                                            
 Ma, biskoazh-kemend all, va zudoù keiz !                                   
                                                                                                  
E penn-kentañ e oa evel ma vefe ur c’hoari                                        
Hirio den ebet ne oar peur bennak ‘vo echuet                                                                                                                                                                                                                             
 Peur e chellimp bevañ, laouen ha disoursi                             
Evañ ur banne Coreff  ti Tom gant mignoned                                                                                                                      
 
Sentomp ouzh ar c’huzulioù aketus ha kempenn                      
Dalc’homp fiziañs start en dazont mab-den                       
 Ha touiñ a ran deoc’h ar bed a cheñcho krenn                     
 Kenavo prestik, bugale, mignoned, kerent.                               
                               
                                                                                   Hervé Lossec,  D'ar 27 a viz Meurzh 2020                                        


Skrivit !

Skrivit !

Bac’het mat omp bet e-pad daou viz. Abaoe div sizhun eo bet roet dimp un tamm frankiz. Nag ur blijadur ! Un deiz bennak, piv a oar , e c’hallimp c’hoazh en em gavout asambles e Ti Jos, e Donatelo, da geñver baleadennoù evit kaozeal. Met a-raok e c’hellomp skrivañ.

Meur a draoù zo c’hoarvezet en ho puhez e-pad ar prantad-mañ. Traoù souezhus, iskis, droch, kaled, plijus, displijus, laouen, dic’hortoz, talvoudus, didalvoudus, nec’hus, luziet…

Skrivit ur pennad diwarne. Etre teir frazenn hag ur romant. Gant fazioù pe get, gant ur brezhoneg uhel pe get… ne vern. N’eus nemet ar re a chom mut ne reont fazioù ebet ! Difaziet e vint ma zo ret. Met skrivit. Arabat deoc’h kaout aon. Embannet e vo ho pennadoù war lec’hienn Ti ar Brezhoneg. Kasit anezhe  da  tiarbrezhoneg@gmail.com.

Deomp dezhi !

Ar c’horonabale

 

Ar re a zo sot mat gant ar bale pe ar redek eo diaes dezhe chom bac’het er gêr. Bez’ zo tud ivez hag a rank  dispign o nerzh, a-hend all e krogont  d’en em zialañ war o gwreg, o gwaz, o bugale, o c’hi, o yar… Setu displeget amañ dindan un diskoulm splann hag aes evite. Ar c’horonabale ne goust netra met efedus-tre eo. Ar c’hontrol eus ur bern traoù a vez kinniget deomp hiziv an deiz. A-benn nebeut ne vo ket ken bac’het al lodenn vras eus an dud … sañset. Ar c’horonabale-mañ a servijo evit ar wech kentañ neuze !

Petra e ranker kaout evit kas da benn ur c’horonabale?

– Un ti gant ul liorzh. N’eo ket ret kaout 100 devezh-arat. Ul liorzh vihan a zo mat a-walc’h. Pa vez moaien ober tro-dro an ti eo gwelloc’h. D’ar paour kaezh re a zo o chom en ur ranndi e vo kinniget un dra all diwezatoc’h, e ken kaz  ma vefe ret chom bac’het betek fin ar bed…. Ar re o deus 100 devezh-arat liorzh hag ouzhpenn n’eo ret dezhe lenn ar pez a heuilh.

– 10 bouton hag a chom eus armelioù-voger pe eus  tiretennoù kozh IKEA.   Peotramant patatez bihan, serjantoù, kraoñ, bili bihan, kistin, bigerniel ( gwelloc’h hep al loen bev enne ), kanetennoù, stoufoù, maligorned ( gwelloc’h ivez hep al loen ), mez, lagadoù gwer ha forzh petra a vefe tamm pe damm rond, aes da dapout ha da lakaat en ho kodell. Kaoc’h sec’h kañvaled a vefe dreist, skañv eo ha tout an dud a oar emañ ar sportourien o stourmañ a-eneb ar bouez met diaes eo da gavout seurt kaoc’h e Breizh. A-benn nebeut gant ar cheñchamant hin, ne lârfen ket… Vioù ne vefe ket ur mennozh fur kennebeut  ha pa vefent poazhet en a-raok.

– Daou damm paper

– Un daol pe ul lec’h bras a-walc’h evit lakaat warnañ an daou damm paper hag an dek bouton.

Penaos aozañ an traoù ?

– Muzuliañ 100 metr tro-dro an ti. Pa vez re vihan an ti pe al liorzh e c’haller muzuliañ 50 metr. Evit kaout an hirder resis e ranker ouzhpennañ ur valeadenn tro-dro d’ur wezenn, tro-dro d’an oto, tro-dro d’ar poubellennoù a vefe lakaet war an hent. Ar pezh a gont eo kaout un tennad bale a 100 metr ( pe 50 metr). Met arabat mont er maez peogwir emañ bac’het pep hini er gêr !

– Skrivet vez war an daou damm paper. « Pinvidikoc’h » war unan ha » Paouroc’h » war an hini all. En un doare sklaer peogwir dre forzh treiñ e vez kollet o fenn gant ur bern tud.

– Lakaet e vez an daou damm paper pep hini war an daol en daou benn anezhi ha tost a-walc’h ouzh hent ar gerzherien. Evit kregiñ e vez lakaet an holl boutonoù tal-kichen ar paper « Paouroc’h ». Pep hini a chom pell a-walc’h diouzh e « vreur » evit ma vo aes tapout anezhañ en ur vale. Pa vez graet ur c’horonabale n’eus ket amzer da goll !

– Al lonkerien dour pe traoù kreñvoc’h a lako ur voutailh leun gant ar pezh a blij dezhe war an daol. Perak ket boutailhadoù Corona, ar bier mil vrudet eus Mec’hico hag a vefe efedus-tre a-eneb ar c’horona hervez an doktor Zapatta eus Acapulco.

-Ar re o deus c’hoant da sikour  ekonomiezh ar vro a yelo gant boutoù-koad ar re all, daoust d’o bilañs karbon euzhus, a raio gant Nike, Adidas, Puma…

Deomp dezhi !

– Aes tre eo. N’eo ket ret bezañ tremenet dre an ENA na dre lise Diwan Karaes ( an hini gwellañ a zo er vro hervez ar Figaro ! )

– Evit kregiñ e vez tapet ur bouton war an daol. Graet e vez tro-dro an ti hag al liorzh ha pa vez tremenet adare a-dal an daol e vez tapet ur bouton all. Setu betek ma ne chomo ket ken bouton ebet war an daol. Evit bezañ sklaer : emañ ar boutonoù bremañ e godell ar baleer/ valeerez. An dro war-lec’h e vez lakaet ar boutonoù e-tal ar paper « Pinvidikoc’h ». Keit ma vo startijenn, nerzh, plijadur gant ar baleer/ valeerez e vo graet evel-se. Keit ma chomo buhez enne. Ma n’eo ket sklaer deoc’h adlennit ar rannbennad-mañ !

-Ar re o deus muzuliet 50 metr a raio daou dro a-raok tapout ur bouton. Un taol fin neketa ?  N’eus ket moaien ober gant 25 metr ha pevar zro. Ur paotr eus Pouldreuzig a laboure er stal Henaff  en deus klasket ober-se met mall bras a oa gantañ bezañ kaset da ospital Kemper.

– Pep bouton a dalv 100 metr, 10 bouton a dalv ur c’hilometr. Kargañ ha diskargañ a dalv daou gilometr. Evit derc’hel soñj eus pet kargañ pe disgargañ zo bet graet e c’heller lakaet war an daol un tamm mein bihan bewech e vez tapet 10 bouton. An tamm mein-se, dastumet en ur vale, a dalvo ur c’hilometr neuze. Furoc’h ober mod-se m’ho peus aon da goll ho spered dre forzh treiñ. Ar pezh a zo c’hoarvezet gant tud n’int ket bet poellek a-walc’h evit  chom a-sav.

Diwallit mat memestra.

Bez’ zo tud hag a zo deuet sot en ur dreiñ evel-se tro-dro o zi. Setu un nebeud alioù evit chom gant ur spered lemm hag ur c’horf yac’h :

– Bezañ pinvidokoc’h pe paouroc’h gant ar boutonoù  ‘zo un tamm evel c’hoari en un eskemmdi gant ar c’hCAC40 pe ar Nasdaq. N’eo ket aes dihanañ. Ur seurt dramm eo. Gwelloc’h eo lakaat bewech un termen. An termen a cheñcho hervez live an dud met pep hini a ranko kavout pegoulz e vo mat dezhañ/dezhi lakaat harzh.

– Cheñch tu. Daou zañjer ‘zo. Unan gant ar gar. Dre forzh treiñ war memes tu e teuio kreñvoc’h ar gar a zo war an diavez, ha moanoc’h an hini all. Kentoc’h divalo eget dañjerus e vo. Met dañjerus kenañ e c’hall bezañ evit ar spered. Breur an enklasker Raoult en deus displeget sklaer en deus gwelet tud o koll o spered dre forzh treiñ tro-dro o zi. Sportourien o deus klasket ober ur marathon pe un trail ha mall bras a oa bet gant o zud klask war-lerc’h ar SAMU.

– Cheñch hent : pa vez gouiet mat tre petra a dalv 100 metr e c’heller dont er-maez un tamm eus hent « ofisiel » ar 100 metr.  Ober teir gwech tro an oto kentoc’h eget div wech tro an oto hag ur wech tro ar boubelenn da skouer. Deoc’h c’hwi da ijinañ hentoù dic’hortoz en ho liorzh bihan. Met ne dle ket bezañ un digarez evit truchañ !

Testenioù hag evezhiadennoù

– «  Koronabalerien ha koronabalerezed kaer ! Evel prezidant kevredigezhioù ar goronabalerien hag ar c’horonabalerezed Breizh Izel on laouen o tisklâr deoc’h ez ofisiel e vo eus ar c’horonabale er Choarioù Olimpik kentañ. Bez’ eus un dalc’h koulskoude peogwir den ebet na oar pegoulz e vo echu gant ar c’hleñved-mañ. Met bezit sur e raio ho prezidant muiañ karet e seizh gwellañ evit ma c’hoarvezo an diskoulm-se an abretañ posubl… » Fañch ar Graet. Gwengamp.

– « Ma gwreg zo sot gant ar c’horonavale. Etre 5 ha 10 km a gerzh bemdeiz. Ha keit emañ hi o treiñ emaon ar mestr adare war zapet an Tele. Gallout a ran bremañ sellet ouzh traoù a blij din. A-raok he doa lakaet he c’hrabanoù war an Tele hag  e ranken heuliañ he dibaboù na oant ket ma re tamm ebet : Koh-lanta, The voice, ar medisin a oar pep tra, ar paotr Plaza a ra ton d’ar merc’hed ouzhpenn 50 vloaz dezhe… Klask a ran lâr dezhi mont da vale d’an noz, war-lerc’h koan hag e c’hellin sellet ouzh filmoù, krogadoù mell-droad hag abadennoù dedennus ». Paul Henaff. Plevin.

– « Redek ur marathon e stumm ur c’horonabale eo ma fal. Ouzhpenn 420 tro ! Skuizhañ ma c’horf diwar kerzout a rankan ober bemdeiz. Emaon o vont da goll ma spered. Er penn kentañ ez aen da vale er-maez met re start e oa evidon chom dindan ar c’hilometr aotreet. Tost da 500 € am eus ranket paeañ peogwir an archerien zo kouezhet warnon meur a wech ! Met n’eo ket aes redek tro-dro d’an ti. Ar plegoù zo re grenn ha kammdroioù zo e pep lec’h. Ne vern, gallout a rin lakaat ma anv er Guiness Record ! »  Denez Hinault. Penmarc’h

– « An dra-mañ ne blij ket din tamm ebet. Kalz gwelloc’h e vije din c’hoari gant ma zabletenn muiañ garet. Setu an diskoulm am eus kavet. Sentiñ ouzh ma zud a zlean ober  bep ur mare. Evit ma vo berroc’h ar binijenn e tapan 2 pe 3 bouton bep tro. Kalz buanoc’h ez a an traoù mod-se. Hag an amzer am eus gounezet o truchañ a vez tremenet ganin war ar  c’hador-brec’h a zo e penn al liorzh, a-dreñv ur wezenn fonnus. Ken dalc’het emañ ma zud gant o zele-labour ma ouzon mat-tre ne zeuont ket da lakaat ur sell warnon. Laouen emaint o welet niver ar boutonoù o tigreskiñ hag o kreskiñ buan  war an daol ha mat pell-zo… Met mar plij, ne lârit ket mann ebet dezhe ! » Kevin X eus…….

– «  Chañs ‘meus da gaout  ur presbital hag ul  liorzh bras a-walc’h. Koronabale a ran en ur bediñ Doue ma chomfe ar virus pell diouzh ma fideled. Ur bedadenn a ran bep tro evit a re a zo bet kaset d’an anaon gant ar virus, evit ar re a zo tapet fall gantañ  hag evit ar re a zo o vont kuit dizale. Ur bern tud me a lâr deoc’h ! Doue d’o fardono ! Un Ave a lâran da gentañ  hag ur Pater war an dro war-lerc’h. Abalamour da se e rankan koronabale e-pad pell c’hoazh…Met ret eo sentiñ ouzh an Aotrou Doue en deus kaset ar c’hleñved-mañ deomp abalamour d’hor pec’hedoù. Klevet ‘meus e oa bet skarzhet dour benniget gant ur viñsaskell war gristenien e Sri Lanka. Ma vefe graet amañ ar memes tra e c’houlennan e vefe graet gant dour benniget eus Lourdes ha ouzhpennet Klorokine ennañ. ». Tad Fañch. Kerneblec’h.

– «  Me ‘zo 99 vloaz ha graet an eil brezel bed ganin e India. Dibabet ‘meus bale  100 gwech 25 metr em liorzh bemdeiz gant ur gerzherell evit stourm a-eneb ar C’horonavirus. E soñj e oan rastell 1000 lur d’ar muiañ. ‘Benn ar fin ‘meus gallet kaout 18 million lur en ur miz ha n’eo ket echu ! Ken brudet hag ar rouanez on deuet da vezañ. N’em eus ket heulhiet en un doare strizh reolennoù ar c’horonabale. C’hwi a oar mat e vez graet mod all bepred gant ar Saozon. Met spered ar c’horonabale ‘zo ganin. Bale a rin betek ma vo 100 vloaz din ! » Tom Moore. Bedfordshire. Bro Saoz.

20200328_113924

Herve Saliou