Baleadenn tro-dro Lennon d’an 11 a viz Gwengolo

Salud deoc’h holl,

Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol… D’ar Sadorn 11 a viz Gwengolo e vo ur valeadenn tro-dro Lennon. War-dro 11 km a-hed ar ganol hag a-dreuz ar c’hoadoù. Bale ne vo ket a-walc’h.  Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit ober gant ar brezhoneg.  

Eus 11e betek 4e. Digor e vo  d’an holl re a zo tamm pe damm en o aes gant ar brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini !

Ur reolenn memestra : chom hep ober gant ar galleg !

  • Emgav tal-kichen  iliz Lennon gant ur piknik da 11e.
  • Digoust.
  • Ar muiañ a dud ar gwellañ tout… 

Met gwelloc’h lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.com

Ken an 11 a viz Gwengolo

Baleadenn e Beg Meil d’an 20 a viz C’hwevrer

Salud deoc’h holl,

Ar virus brein ne harzho ket ac’hanomp da gaozeal brezhoneg !Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol…D’ar Sadorn 20 a viz C’hwevrer e vo ur valeadenn tro-dro Beg Meil e Fouen. War-dro 11 km war wenodenn an aod, an draezhenn, an hentoù don hag a-dreuz ar paludoù.Bale ne vo ket a-walc’h.  Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit ober gant ar brezhoneg.  

Eus 1e betek 4e. Digor e vo  d’an holl re a zo tamm pe damm en o aes e brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini ! Div reolenn memestra : ret e vo dougañ ur maskl ha chom hep ober gant ar galleg ! Emgav tal-kichen iliz Beg Meil da 1e.

Digoust. Ar muiañ a dud ar gwellañ tout… met gwelloc’h lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.comKen an 20 a viz C’hwevrer

Hervé Saliou

06 60 57 19 40



Le samedi 20 février. Balade en breton à Beg Meil sur la commune de Fouesnant. 11 km environ le long de la côte sur le sentier côtier, les plages et à travers les marais.  De 13h00 à 16h00. RV  en face de l’église de Beg Meil à 13h00.  Gratuit. Ouvert à tous, débutants ou confirmés à condition de ne parler que breton et de porter un masque. Réservation par mail à tiarbrezhoneg@gmail.com