Deomp d’ober anaoudegezh gant Laboused Breizh !

Deomp d’ober anaoudegezh gant Laboused Breizh !

D’ar Sadorn 5 a viz Mezheven etre 3e ha 4e30

Kristin ar Menn a ginnig deoc’h un abadenn e brezhoneg el linnenn evit ober anaoudegezh gant laboused Breizh.

Abadenn el linnenn d’ar sadorn 5 a viz Mezheven être 3eur ha 4eur30 goude merenn aozet gant Ti ar Vretoned

Lakait ho anv en a-raok o skrivañ da contact@missionbretonne.bzh

Dizoloet vo holl asambles laboused heverk Breizh en ur c’hoari. Anavezout anezho dre o stumm pe dre o c’han a vo pal an abadenn. Deskiñ o anvioù e brezhoneg ivez. Graet vo anaoudegezh gant ur rimadell pe ziv o tennañ eus al laboused ha dastumet war ar maez.

Un digare eo ar staj-mañ da vrezhonegañ evidon-ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg !

Strollad stajidi : 15 den d’ar muiañ

M’ho peus lakaet ho anv ha n’oc’h ket evit kemer perzh skrivit da contact@missionbretonne.bzh


Mini stage en breton de découverte des oiseaux de Bretagne

Le samedi 5 juin entre 15e et 16e30

Kristin Le Menn vous propose un stage de Breton en visioconférence de découverte des oiseaux de Bretagne.

Stage sur internet le samedi 5 juin organisé dans le cadre de la Mission Bretonne

Horaires : de 15h00 à 16h30

Sur inscription à contact@missionbretonne.bzh

Nous découvrirons tous ensemble de façon ludique plusieurs facettes des oiseaux les plus représentatifs de Bretagne. Nous apprendrons de façon interactive à les reconnaître à partir de photos ou à partir de leurs chants, à découvrir leurs noms en breton. Nous découvrirons aussi quelques veilles comptines bretonnes collectées auprès des anciens et imitant les oiseaux. Tout cela en breton !

Ce stage s’adresse aux élèves des cours de breton ou ceux qui veulent pratiquer la langue bretonne.

Nombre maximum de participants : 15

Merci de prévenir en cas de désinscription en raison de force majeure.

Baleadenn e Beg Meil d’an 20 a viz C’hwevrer

Salud deoc’h holl,

Ar virus brein ne harzho ket ac’hanomp da gaozeal brezhoneg !Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol…D’ar Sadorn 20 a viz C’hwevrer e vo ur valeadenn tro-dro Beg Meil e Fouen. War-dro 11 km war wenodenn an aod, an draezhenn, an hentoù don hag a-dreuz ar paludoù.Bale ne vo ket a-walc’h.  Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit ober gant ar brezhoneg.  

Eus 1e betek 4e. Digor e vo  d’an holl re a zo tamm pe damm en o aes e brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini ! Div reolenn memestra : ret e vo dougañ ur maskl ha chom hep ober gant ar galleg ! Emgav tal-kichen iliz Beg Meil da 1e.

Digoust. Ar muiañ a dud ar gwellañ tout… met gwelloc’h lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.comKen an 20 a viz C’hwevrer

Hervé Saliou

06 60 57 19 40



Le samedi 20 février. Balade en breton à Beg Meil sur la commune de Fouesnant. 11 km environ le long de la côte sur le sentier côtier, les plages et à travers les marais.  De 13h00 à 16h00. RV  en face de l’église de Beg Meil à 13h00.  Gratuit. Ouvert à tous, débutants ou confirmés à condition de ne parler que breton et de porter un masque. Réservation par mail à tiarbrezhoneg@gmail.com

Prezegenn diwar-benn an diorenn padus

Kristin ar Menn a ginnig deoc’h ur brezegenn e brezhoneg en linnenn diwar-benn an Diorren Padus da geñver Salons ar Skrivagnerien 2021.

Prezegenn en linnenn d’ar sadorn 13-02-2021 etre 15e30 ha 16e30 eur goude merenn.

Ar brezegenn a vo dalc’het war lec’hienn internet ha pajenn Facebook Ti ar Vretoned.

https://www.missionbretonne.bzh/

https://www.facebook.com/missionbretonne/

Ar brezegenn a vo digor d’an holl ha digoust. Bez e c’hellit evel just ivez skoazellañ Ti ar Vretoned.

Dizoloet vo ul lodenn eus an danvez pinvidik-mañ an Diorren Padus (tommadur an hin hag ar gazoù efed ti-gwer, an emvodoù bras a live etrebroadel e-giz ar COP 21, an numerek padus, petra a c’hellomp ober ni hiniennoù ?).

Un digare eo evidon-ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg d’ober anaoudegezh gant un danvez diouzh ar c’hiz an diorren padus!


Dans le cadre du Salon des Ecrivains Bretons 2021, Kristin Le Menn vous propose une conférence en breton en visioconférence autour du thème du Développement Durable.

Date :  samedi 13 février 2021

Horaires : de 15h30 à 16h30

L’accès à cette conférence en breton sera possible depuis la page d’accueil du site internet et sur la page Facebook de la Mission Bretonne.

https://www.missionbretonne.bzh/

https://www.facebook.com/missionbretonne/

Elle sera libre, accessible à tous. Mais si vous le souhaitez, vous pouvez soutenir la Mission Bretonne en adhérant en ligne à la Mission Bretonne ou en faisant un don en ligne (défiscalisable).

Nous découvrirons quelques-uns des thèmes de ce riche domaine, le Développement Durable (le réchauffement climatique et les gaz à effet de serre, les grandes conférences internationales telle la COP21, le numérique durable, nos moyens d’action à nous citoyens)… Tout cela en breton !Cette conférence s’adresse aux bretonnants et aux élèves des cours de breton et offre une occasion de découvrir en breton un thème d’actualité.

Ar sumereg, yaouankiz ur yezh kozh

Enrolladenn ar brezegenn

  • Roll ar gerioù skiantel implijet e-koulz ar brezegenn
  • Henoniezh : Enklask skiantel ar sevenadurioù an amzer dremenet dre o aspadennoù. Archaeology / Archéologie
  • Tabletennoù pri : Tabletennoù savet gant pri kriz a veze skrivet warno gant un tamm raoskl. Clay tablets / Tablettes d’argile
  • Dazlenn : Dont a-benn da lenn un testenn skrivet gant ur skitur dianavezet. Decipher / Déchiffrer
  • Semeteg : Strollad pobloù ha yezhoù er Reter-Nesañ (An Arabed, An hebraed, h.a.). Semite, semitic / Sémite, sémitique
  • Mezopotamia : Ur vro e bro Irak a-vremañ, lec’hiet etre ar stêr Tigr hag ar stêr Eufrat. Don’t a ra ar ger eus an henc’hresianeg evit “etre ar stêrioù” (mesos potamos) Mesopotamia / Mésopotamie
  • Gennheñvel : Un doare skrivañ e stumm tachoù bihan staget asamblez. Cuneiform / Cunéiforme.
  • Daspegel : ur yezh savet dre sammañ morfemoù (pe tammoù ger) an eil war-lec’h eben.  Agglutinative / Agglutinante.
  • Droad ergativel : un droad implijet evit merkañ renergraer ur verb tranzitivel. Ergative case / cas ergatif.
  • Droad absolutivel : un droad implijet evit merkañ koulz rener ur verb amdranzitivel a renadenn/gouzañver ur verb tranzitivel.  Absolutive case / cas absolutif
  • Lec’henn : ur ger-benveg a vez staget ouzh ur ger all evit reiñ titouroù a-fed amzer ha lec’h. Postposition
  • Treuzlizherennadur : adskrivañ ur reizhad lizherennañ en ur reizhad lizherennañ all, evel treuzhlizherennañ un anv a zo el lizherenneg c’hresianek en hini latin. Transliteration / Translittération

Berrskrid :

  • AVAÑTUR AN DAZLENN
  • D’an 21 a viz Genver 1852, emañ an henoniour iwerzhonat Edward Hincks hag e c’henlabourer saoz Henry Rawlinson oc’h ober enklaskoù e kêr kozh Niniv, e hanternozh bro Irak.
  • An daou enklasker a gav un nebeud tabletennoù pri goloet gant enskrivadurioù gennheñvel.
  • D’ar poent-se, Rawlinson a oa anavezet evel dazelenner an akkadianeg, ur yezh semeteg komzet etre azalek ar IV milved kent J.-K.
  • An daou gouizeion a gav dezho o deus kavet ur yezh tost ouzh an akkadianeg pe ar siteg, ur yezh aorin eus Azia ar C’hreiz. E gwirionez, kalzig a tabletennoù a seurt-se a oa bet kavet e Mezopotamia e-pad ar bloavezhioù a-raok.
  • Koulskoude, den ne deue a-benn da lenn anezho. Goude kavadenn Niniv, ar gevredigezh skiantel a zo bet rediet da gavout peseurt yezh a oa skrivet war an tabletennoù.
  • Hincks a soñj dezhañ ez eo ur yezh disheñvel diouzh ar yezhoù semeteg anevezet betek poent.
  • Padal, e 1859, ar skiantour gall Jules Opport  a lâr, adarre, ne c’hell ket ar yezh nevez-se bezañ un dra all eget ar siteg, e-giz ma oa bet lâret abretoc’h gant Rawlinson.
  • E 1874, Joseph Halevy a skriv e c’helfe bezañ ur yezh kuzh implijet gant an Akkadianed. Ur seurt kod a vefe dibosupl da lenn.
  • E-koulz an XIXvet kantved, e oa diaes d’ar skiantourien anzav e c’helfe ar yezh kentañ bet skrivet en Istor bezañ disheñvel diouzh ar yezhoù semeteg. Dibosupl a seblante dezho nac’hañ ne oa ket ar Bibl kentañ dastumadeg skridoù ar bed. Bez e oant oc’h ober enklaskoù er Reter-Nesañ evit kavout prouennoù e oa bet krouet ar Sevenadur gant ar bobloù semeteg. 
  • A-benn ar fin, Jules Oppert,  unan eus arbennigourien bras ar sevenadur akkadianeg, a ginnig a c’helfe ar skridoù nevez kavet e Mesopotamia bezañ liammet gant ur bobl nann-semeteg anvet « Sumer » hag a vez komzet deus outi er skridoù roueel akkadianeg. Reiñ a ra d’ar yezh kavet e Niniv an anv « sumereg ».
  • E 1889, Carl Bezold  hag enklaskerien all a anzav e oa ur yezh all eget an akkadianeg hag a c’helfe bezañ ar yezh kentañ skrivet en Istor, da lâret eo ar sumereg. 
  • Koulskoude, ret eo gortoz labourioù François Thureau-Dangin hag Arno Poebel  evit ma vefe skignet ar c’hentañ troedigezhioù skridoù sumereg a-gevred gant ar c’hentañ yezhadur sumereg skrivet en ur yezh europeat, e 1923.
  • ISTOR AR YEZH
  • Ar sumereg a zo ur yezh emzivad. N’eus ket tu stagañ anezhi ouzh ur familh yezhoù resis. N’he deus netra da wellet gant ar yezhoù semeteg all.
  • Padal, un nebeud enklaskerien a soñj dezho e c’helfe bezañ staget ar sumereg ouzh ar yezhoù altaeg (yezhoù komzet en Azia ar C’hreiz).
  • Ar sumereg a zo bet komzet, moarvat, adalek ar Ragistor ha skrivet adalek ar IV milved kent J.-K. ha marteze zoken a-raok.
  • War ar seblant, ar Mezopotamianed o deus paouezet d’ober gant ar sumereg hepken adalek ar IIIvet milved kent J.-K. 
  • E gwirionez, pobloù semeteg zo deuet d’en em staliañ e Mezopotamia abred a-walc’h : an Akkadianed.
  • Da gentañ, an div yezh a oa komzet asambles, an eil kevatal ouzh egile. 
  • An Akkadianed o deus studiet ar sumereg hag o deus dibabet skrivañ o yezh dezho gant ar skritur genheñvel, e-giz ar Sumerianed.
  • Ar skritur gennheñvel a zo un doare-skrivañ e stumm tachoù bihan staget asambles.
  • An Akkadianed o deus skrivet ivez ur bern geriadurioù akkadianeg-sumereg. A-drugarez dezho ez eus bet tu dazlenn ar sumereg ! D’ar mare-se, ar sumereg a oa ar yezh ofisiel Mezopotamia ha yezh ar roueed hag an uhelidi.
  • Padal, Sargon Akkadia, diazezer kentañ impalaeriezh Mezopotamia ha kentañ roue bet o ren war Mezopotamia, a lak ar yezh akkadianeg da vezañ yezh ofisiel e impalaeriezh divent.
  • Goude diskar an impalaeriezh akkadian, unan all a zo krouet gant ar roue sumerian Ur-Nammu. An impalaeriezh-se a vez anvet bremañ Ur III.
  • E-pad ouzhpenn ur c’hantvloaz, ar sumereg a deu da vezañ adarre yezh ofisiel Mezopotamia. Koulskoude, diaes eo deomp gouzout ma oa komzet ar sumereg gant ar boblañs a-bez pe gant an uhelidi hepken.
  • Ar pezh zo sur, d’an nebeutañ, eo ez eus bet skrivet kantaoù ha miliadoù a skidoù e sumereg d’ar mare-se. Goude diskar Ur III, ar sumereg n’eo ket nemet ur yezh skrivet ha n’eo ket mui implijet gant tud ar bobl.
  • Komzet vez sumereg e Nippur, kêrbenn relijiel Mezopotamia. Ar sumereg a deu da vezañ evel al Latin en Europa ar Grennamzer. Yezh ar gouizieion, yezh ar relijion, ar skiantoù hag un nebeud skrioù ofisiel. Betek dibenn an Hennamzer, n’eus nemet ar yezhoù semeteg a chom kreñv er Reter-Nesañ, evel an akkadianeg, ar babyloneg pe c’hoaz an arameeg. Ha koulskoude, skrivet zo bet traoù e sumereg betek ar c’hentañ kantved goude J.-K. ! Ar sumereg, kentañ yezh skrivet ar bed a zo bet implijet e-pad ouzhpenn 4 000 vloaz…
  • FRAMM HAG EMDROADUR AR YEZH
  • Bez ez eus div rannyezh e sumereg, an eme-gir  hag an eme-sal. An eme-gir a zo ar rannyezh pennañ.
  • Arabatoc’h deoc’h faziañ etre ar rannyezhoù skrivet hag ar rannyezhoù komzet. An daou-mañ a zo rannyezhoù skrivet. Sur a-walc’h e oa meur a rannyezhoù komzet gant an dud met n’eus roudoù ebet anezho er skritur.
  • Bez ez eus ivez daou zoare skrivañ, an UD.NUN.GAL hag an dingir En-lil. An hini pennañ a zo an UD.NUN.GAL.
  • Ur yezh daspegel eo ar sumereg, evel ar Finneg pe an hungareg : da lâret eo, pep ger a zo graet dre sammañ morfemoù (pe tammoù ger) an eil war-lec’h eben.  
  • Ur yezh ergativel eo ivez : RENER UR VERB TRANZITIVEL A VEZ DISPLEGET EN DROAD ERGATIVEL GANT AL LEC’HENN –e  Da skouer : lugal-e bad-Ø i-n-sig-Ø : AR ROUE EN DEUS DISTRUJET (i-n-sig-Ø) AR VOGER (bad) pe, e brezhoneg flouroc’h  “distrujet zo bet ar voger gant ar roue”.
  • RENER UR VERB AMDRANZITIVEL A VEZ DISPLEGET EN DROAD ABSOLUTIVEL MERKET GANT AL LOSTGER ZERO  Da skouer : lugal-Ø mu-ĝen-Ø: AR ROUE (lugal) ZO DEUET(mu-ĝen) pe, e brezhoneg flouroc’h  “deuet eo ar roue”.
  • Ur frazenn zo frammet e-giz-se : RENER + RENADENN + CHADENN VERBEL
  • Evidoc’h da gaouet ur mennoz eus penaos e vez savet frazennoù, setu amañ ur skouerenn gant ar verb du evit « sevel »
  • Mu-du = SAVET EN DEUS
  • Mu-na-du = SAVET EN DEUS EVITI
  • Mu-na-ni-du = SAVET EN DEUS EVITI AMAÑ
  • Da gentañ, ar sinoù o doa un neuz tost ouzh ar hieroglyphoù egyptek : pep sin a skeudenne un dra resis. An doare-se zo bet implijet betek ar IV milved, pa oa graet gant ar skritur evit ar c’hontoù hag ar jedoniezh.
  • Adalek dibenn ar IV milved, ar skritur zo deuet da vezañ implijet tamm ha tamm evit ezteurel mennozhioù fetis ha difetis. Neuze, ar sinoù zo bet aesaet.
  • Adalek 26000 kent J.-K., ar skritur zo deuet da vezañ gennheñvel penn da benn.
  • War-dro 1000 kent J.-K., ar sinoù zo bet peurijinikaet. Un nebeud kantadoù a sinoù a vez kavet. O niver resis a cheñch a vare da vare.
  • Ur sin a-dalv ur son. Met ur son a c’hell kaout meur a ster disheñvel. Neuze, pa vez treuzlizherennet ar sumereg en hor yezhoù a-vremañ, evit difforc’hiñ etre bep ster, staget vez ur sifr ouzh ar ger. Da skouer E2: TI / E: HO ! SALUD.
  • Lennet ha skrivet vez ar sumereg a gleiz da zehou hag a-grec’h da draoñ. 
  • Ma c’hallomp anavezadenniñ ur yezh, ar sumereg, har ur vro, Sumer, lec’hiet e kreizteiz Mezopotamia, ne c’hallomp ket anavezadenniñ ur gwir bobl sumerian. Evit an enklaskourien, ar Sumerianed a zo liammaet etrezho gant ur yezh, ur relijion hag un doare bevañ.
  • Padal, ne oa ket nemet ar Sumerianed o pleustriñ war o relijion nag oc’h heuliañ o doare bevañ. Ar bobloù semeteg o chom e Mezopotamia ivez a veve e-giz ar Sumerianed.
  • Sargon, kentañ impalaer Mezopotamia, un akkadian, a zo bet an hini kentañ oc’h en em ginnig evel “Roue Sumer hag Akkadia”. Hag an anv-se zo bet miret gant roueed Mezopotamia e-pad kantvedoù da heul anezhañ.
  • Da lâret gwir, tud an Henamzer ne selle ket ouzh an diffoc’hoù etre ar bobloù evel ma reomp bremañ.
  • Abred en Istor, ar Sumerianed zo bet mesket gant pobloù all a oa staliet war o zamm douar ha savet o deus ganto o identelezh. A-benn ar fin, dibabet zo bet gant ar Sumerianed dilezel o yezh evit adoptiñ hini ar bobloù semeteg. Koulskoude, o relijion hag o doare bevañ o deus levezonet ar re o vevañ ganto.
  • Hiziv an deiz, kavet zo bet kantadoù ha miliadoù a skridoù sumereg. Lodenn vrasañ anezho zo bet dazlennet.
  • Ar sumereg, kentañ yezh skrivet ar bed anavezet betek bremañ a zo c’hoazh studiet don. Ur bern gerioù, frazennoù ha skridoù a chom dibosupl da lenn. Da lâret eo, hor ouiziegezh eus ar yezh sumereg a chom tanav. Ur bern labour a chom c’hoazh. Evit reiñ deoc’h ur mennozh, anavezet vez kalz gwelloc’h yezh an Henejipt eget ar sumereg.
  • Setu perak n’eus ket kalz ha hentennoù sur evit deskiñ ar yezh hoc’h unan. An holl am eus kavet o deus fazioù pe harzoù eno. Tost bewech ma vez embannet unan nevez ez eus un tabud etre an enklaskerien diwar e-fenn. Ret eo chom evezhiek. M’ho peus c’hoant kaout un tañva eus ar yez nemetken, neuze, gall a reoc’h mont da wellet an hentennoù nevez embannet gant skolioù-meur e Breizh-Veur, Allamagn hag Ostria, dreist-holl. Padal, ma ali deoc’h eo goulenn skoazell gant kelennerien ha lenn pep tra nevez embannet diwar-benn ar sumereg er gevredigezh skiantel. Cheñch a ra hor ouiziegez eus ar yez buan kennañ. Ar pezh zo bet skignet da vloaz zo a c’hell bezañ sellet evel faos hiziv an deiz.
  • Un nebeud skolioù-meur a ginnig kentelioù sirius gant enklaskerien a zo o labourat war ar yezh. En o-zouez ez eus hini Geneva, Cambridge pe Tübingen. Skol-veur Strasbourg a ginnig zoken un diplom e sumereg digor d’an holl, dre lizher. Studiet vez ar yezh e-pad daou vloaz hag en dibenn e c’heller lenn un nebeud eus skeioù meur Mezopotamia.
  • Setu amañ un nebeud luc’hskeudennoù eus ma chentellioù e Strasbourg evidoc’h da wellet penaos vez labouret eno ha peseurt live ez eus tu tapout goude daou vloaz.
  • Ur bern binviji zo bet krouet evit studiañ ar sumereg. Ur geriadur enlinenn a ro deoc’h sterioù ar gerioù e sumereg hag en akkadianeg. En o-zouez, ar geriardur anvet The Pennsylvanian Sumerian Dictionary, krouet gant skol-veur mirdi denoniezh hag henoniezh Pennsylvania. Ar raktres, anvet Pennsylvania Sumerian Dictionary Project (PSD), a glask skignañ ar geriadur ar glotañ posubl war an Internet, digor d’an holl, gant ur bern skridoù sumereg. Kalz aesoc’h eo d’ober gantañ eget gant ar geriadurioù paper a vez kavet e levraouegoù ar skolioù-meur. Deomp da wellet penaos e za en-dro.

Deomp da zizoleiñ Bro Gozh ma Zadoù : rentañ-kont an abadenn d’ar sadorn 12 a viz Kerzu 2020

Kinniget eo bet gant Kristin ar Menn un abadenn e brezhoneg el linnenn diwar-benn Bro Gozh ma Zadoù, kan broadel Breizh d’ar sadorn 12 a viz Kerzu. Aozet e oa bet gant Ti ar Vretoned dre Zooms.

Un digare d’en em gavout asambles ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg da soubañ er brezhoneg e-kerz ar gonfinamant. Unnek stajiad a oa laouen oc’h en em gavout el linnenn. Bodet e oamp evit ober gwelloc’h anaoudegezh gant hor c’han broadel Bro Gozh ma Zadoù. A-drugarez da Claude meret gantañ an abadenn dre Zooms hon eus gellet eskemm el linnenn e brezhoneg pep hini en e di.

Dizoloet hon eus istor ar Bro Gozh ma Zadoù, e bozioù ken fromus. Kanet hon eus holl asambles ar c’han brudet-mañ. Evit klozañ an abadenn zo bet roet gant Kristin un nebeut mennozhioù profoù Nedeleg mod Breizh.

Un digare prizius eo bet ar staj-mañ da vrezhonegañ daoust da ziestaerioù prantad ar c’horona virus!

Nedeleg laouen d’an holl

Nedeleg zo o tostaat.  N’hellomp ket evit ar poent en em gavout asambles blam d’ar gonfinamant ha d’ar c’hovid. Skipailh Ti ar Brezhoneg a zo eurus da hetiñ deoc’h Nedeleg laouen d’an holl.

Setu un nebeut profoù numerel eus hor perzh – teir kannaouenn Nedeleg da selaou

Ur ganaouenn gant Youenn Gwernig :

Un ton tennet eus Les Chants de la Nativité en Pays Celtes :

Hag evit echuiñ ur ganaouenn Nadolig Llawen eus Bro-Gembre :

Nadolig Llawen = Nedeleg Laouen (e kembraeg)

M’ho peus c’hoant profañ levrioù, pladennoù pe danvezioù deus Breizh, setu peder lec’hienn internet gwerzhet ganto produioù a-feson deus Breizh. Peadra d’ober profoù Nedeleg deus Breizh a-doare.

Lec’hienn internet Coop Breizh – levrioù, pladennoù, produioù deus Breizh

Lec’hienn internet Skol Vreizh levrioù e brezhoneg pe diwar-benn Breizh

Lec’hienn internet La Belle Iloise – boued-mir eus ar mor a galite

Lec’hienn internet Henriot – faienserezh Kemper – bolennoù, listri, telwennoù mod Breizh

Neuze ! Na dortit ket ! Ha kit da furchal war al lec’hiennoù-man.