Diwar-benn

 

Mat eo deskiñ ar yezh evel-just met da gentañ tout e servij ur yezh da gomz gant tud all.

Ti Ar Brezhoneg a ginnig deoc’h kejanñ gant brezhonegerien all, tro-dro oberiantizoù liesseurt evel predoù, baleadennoù, prezegennoù, c’hoarioù, an holl e brezhoneg penn-da-benn!

hermine

Petra eo Ti ar Brezhoneg ? 

Ti ar Brezhoneg a zo ul lec’h (an hini nemetañ e Pariz) : evit en em gavout gant brezhonegerien, sellout ouzh filmoù brezhonek, amprestañ levrioù pe gasedoùigoù, evañ ur bannac’h…

Krouet eo bet Ti ar Brezhoneg e 1987 e Paris.  Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo, distag eo diouzh kement aozadur pe gevredigezh all a zo.
Pal ar gevredigezh a zo bodañ brezhonegerien, studierien war ar brezhoneg, holl re o deus c’hoant mont war raok gant ar yezh.

 

 Ne gomzan ket mat-tre brezhoneg. Ha dont da Ti ar Brezhoneg a c’hellan ober evelato ?

Ya ‘vat. N’eo ket ret-ret komz ur brezhoneg eus ar c’hentañ. Trawalc’h e vo m’emaoc’h o teskiñ brezhoneg abaoe bloaz pe zaou, peadra da gomz un tammig ha da gompren an darn vrasañ eus ar pezh a vez lavaret gant ar re all.

 

Brezhoneg evit ar wezh kentañ, met n’emaomp mui e miz Gwengolo. Ha ret eo din gortoz betek miz Gwengolo a zeu ?

N’eo ket. Posupl eo dont da dTi ar Brezhoneg evit ar wezh kentañ da forzh pe vare eus ar bloavezh (gant ma vo digor, evel-just : na zeuit ket e-pad an hañv nag e-pad ar vakañsoù-skol !).

  Ha petra ‘m eus ezhomm degas ganin ? 

Netra ebet. Er c’hontrol, bez’ e c’hellot amprestañ levrioù, kazetennoù ha kasedoùigoù digant TaB.

 

Ha petra ‘ vez graet e-kerz un abadenn ?

Bez’ e c’heller komz dre strolladoùigoù pe holl a-gevret, bez’ e c’heller lenn, kanañ, selaou sonerezh pe ur brezegenn, h. a.

 

Ha diwar-benn petra e komzer ?

Tra pe dra, forzh petra. Ar pal nemetañ eo komz brezhoneg, koustet a gousto.

Deuit ganeomp!

 

hermine

Ti Ar Brezhoneg est une association qui a pour but de rassembler les bretonnants de la région parisienne, de leur permettre de se rencontrer, de parler et de progresser en breton, autour d’activités variées et plaisantes et ce quelque soit leur niveau.

Rejoignez-nous!

 

Ti Ar Brezhoneg

e Ti ar Vretoned / Mission Bretonne

22, straed Delambre 74014 PARIZ

tiarbrezhoneg@gmail.com

06 60 57 19 40