Baleadenn tro-dro Menez Mikel d’an 30 a viz Ebrel

Salud deoc’h holl,

Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol…

D’ar Sadorn 30 a viz Ebrel e vo ur valeadenn tro-dro menez Sant Mikel. War-dro 12 km o pignat war ar menezioù pe o treuziñ an touarc’hegoù. Bale ne vo ket a-walc’h. Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit ober gant ar brezhoneg. Eus 11e betek 4e.

Digor e vo d’an holl re a zo tamm pe damm en o aes gant ar brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini !

Ur reolenn memestra : chom hep ober gant ar galleg !

An emgav gant ur picnic a vo da 11e war barking ar preti Kroaz Torret, 2 Croix Cassée, 29690 Botmeur. Digoust.

Ar muiañ a dud ar gwellañ tout… met ret eo lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.com

Ken an 30 a viz Ebrel !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s