Baleadenn e Mousterlin d’an 19 a viz Meurzh

Salud deoc’h holl,


Poutin ne harzho ket ac’hanomp d’ober gant ar brezhoneg !

Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol…D’ar Sadorn 19 a viz Meurzh e vo ur valeadenn tro-dro Mousterlin e Fouen. War-dro 11 km war wenodenn an aod, an draezhenn, an hentoù don hag a-dreuz ar paludoù.Bale ne vo ket a-walc’h.  Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit komz.  

Eus 11e betek 4e.Digor e vo  d’an holl re hag a zo tamm pe damm en o aes gant ar brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini !

Ur reolenn memestra : ret e vo chom hep ober gant ar galleg !

Emgav war “barking de la pointe” e Mousterlin da 11e gant ur pik-nik. Tal-kichen ar preti ” Le grand Large” emañ. https://lc.cx/bM0Va2


Digoust. Ar muiañ a dud ar gwellañ tout… met gwelloc’h vo lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.com

Ken an 19 a viz Meurzh

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s