Ur valeadenn vrav a zo bet kinniget hiziv gant Ti ar Brezhoneg e Mousterlin. Trugarez deoc’h holl da vezañ deuet ! Setu amañ al luc’hskeudennoù.






























Ur valeadenn vrav a zo bet kinniget hiziv gant Ti ar Brezhoneg e Mousterlin. Trugarez deoc’h holl da vezañ deuet ! Setu amañ al luc’hskeudennoù.
Kendelc’hel a ra ar predoù e brezhoneg e Ti Jos bep eil Meurzh ar miz. Plijadur a vez o kaozeal e brezhoneg hag o tebriñ krampouezh mat Ti Jos. Hor predoù e Ti Jos a vez aozet gant Kristin ar Menn bep eil Meurzh ar miz bremañ. Ha n’eo ket ken d’al lun.
Dalc’het e vo trede pred ar bloavezh 2022 d’ar meurzh 8 a viz Meurzh da 19°30 e Ti Jos (30 straed Delambre Pariz 14° – Metro Edgar Quinet pe Vavin).
Deuit gant ho maskl ha ho pass sanitaire !
Kit da lakaat ho anv o skrivañ da tiarbrezhoneg@gmail.com a-raok al lun 7-03-22 da 8° noz.
Salud deoc’h holl,
Poutin ne harzho ket ac’hanomp d’ober gant ar brezhoneg !
Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol…D’ar Sadorn 19 a viz Meurzh e vo ur valeadenn tro-dro Mousterlin e Fouen. War-dro 11 km war wenodenn an aod, an draezhenn, an hentoù don hag a-dreuz ar paludoù.Bale ne vo ket a-walc’h. Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit komz.
Eus 11e betek 4e.Digor e vo d’an holl re hag a zo tamm pe damm en o aes gant ar brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini !
Ur reolenn memestra : ret e vo chom hep ober gant ar galleg !
Emgav war “barking de la pointe” e Mousterlin da 11e gant ur pik-nik. Tal-kichen ar preti ” Le grand Large” emañ. https://lc.cx/bM0Va2
Digoust. Ar muiañ a dud ar gwellañ tout… met gwelloc’h vo lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.com
Ken an 19 a viz Meurzh