Adlañset ar predoù e brezhoneg e Ti Jos bep eil meurzh ar miz adalek miz Here. Plijadur a vez o kaozeal e brezhoneg hag o tebriñ krampouezh mat Ti Jos. Hor predoù e Ti Jos a vez aozet gant Kristin ar Menn bep eil meurzh ar miz bremañ. Ha n’eo ket ken d’al lun.
Dalc’het e vo eil pred ar bloavezh 2022 d’ar meurzh 8 a viz C’hwevrer da 19°30 e Ti Jos (30 straed Delambre Pariz 14° – Metro Edgar Quinet pe Vavin).
Deuit gant ho maskl ha ho pass sanitaire !
Kit da lakaat ho anv o skrivañ da tiarbrezhoneg@gmail.com a-raok al lun 7-02-22 da 8° noz.
Pred e Ti Jos d’ar Meurzh 8 a viz C’hwevrer
