Nedeleg laouen da bep hini digant Ti ar Brezhoneg

A daol-trumm ar bleizi en em ziskouez. Naon o deus, lamma a reont war n’eus forz petra. Setu-int ar vistri bremañ. Erruet int e-kichen ar bugel, hemañ a sell outo. N’anavez ket pennoù al loened-se a zo o tostaat outañ. Huchal a ra gant aon da gaout droug. Krial a ra forzh ar vuhez hag ar bleiz a deu tostoc’h tosta. Met kloc’h ar pellgent a son e tour an iliz vihan. Ar bleizi neuze evel doñvaet a ya da gousket en-dro d’ar bugelig hag hemañ evel en un neiz tomm, en em ro da gousket.

(Diwar Maxime Piolot ha bet troet gant Mari Kermareg)