Pred e Pizza et Mozza d’ar Merc’her 20 a viz Here

Salud deoc’h holl !   

Da betra a servij ur yezh ma ne vez ket graet ganti ?  Ne chomit ket hep dont d’ar pred e brezhoneg neuze ! Digor eo d’an holl, d’ar re yaouank ha d’ar re gozh, d’ar re ampart ha d’an deraouidi, d’ar vretoned kenkoulz ha d’ar re all, d’ar re vras ha d’ar re vihan, d’ar baotred ha d’ar merc’hed …

Moaien ‘zo da lakaat ar gaoz war istor Breizh, ar PSG, ar c’hemmadurioù na vezont ket gwelet, hag all, hag all… War forzh peseurt danvez ken ma vo e brezhoneg !

Bep eil Merc’her e vo  ar pred bremañ,  er memes lec’h, e Pizza et Mozza.   1 straed  des Innocents, 75001. Kroaz-hent straed La Ferronnerie ha straed St denis emañ. Tal-kichen metro Les Halles / Châtelet.  Kregiñ a ra da greisteiz hanter ha pep hini a zebr dre ma erru. Pep hini a bae e lodenn. Banniel Breizh a vez gwelet war an daol !

Met ret eo lakaat e anv memestra : kasit ur gerig da tiarbrezhoneg@tiarbrezhoneg

 M’ emaoc’h o tont gant ar RER, deuit er-maez diouzh ar RER-Chatelet dre an nor  Marguerite de Navarre

Grit bruderezh tro-dro deoc’h !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s