Salud deoc’h holl !N’eo ket echu c’hoazh gant ar c’hleñved brein-put-mañ. Met n’eo ket un digarez evit chom mut ! Poent bras eo distreiñ d’ar preti. Poent bras eo kontañ kaoz e brezhoneg adarre.Neuze e vo adkroget gant ar predoù e Coeur Couronné peogwir emañ Donatello serret. War an tu all eus ar straed emañ. 6 straed La Ferronnerie 75001, e-kichen metro Les Halles / Châtelet. Emgav adalek kreisteiz ha kard. Gant maskl ha pass evel-just…
Met pep hini a rank lakaat e anv memestra evit ma vefe miret un daol vras pe unan vihan… tiarbrezhoneg@gmail.com
M’ emaoc’h o tont gant ar RER, deuit er-maez diouzh ar RER-Chatelet dre an nor “Marguerite de Navarre “, emañ ar preti tal-kichen.
Ken dimerc’her