Pred e Coeur Couronné d’ar Merc’her 6 a viz Here

Salud deoc’h holl !N’eo ket echu  c’hoazh gant ar c’hleñved brein-put-mañ. Met n’eo ket un digarez evit chom mut ! Poent bras eo distreiñ d’ar preti. Poent bras eo  kontañ kaoz e brezhoneg adarre.Neuze e vo adkroget  gant ar predoù  e Coeur Couronné peogwir emañ  Donatello serret. War an tu all eus ar straed emañ. 6 straed La Ferronnerie 75001, e-kichen metro Les Halles / Châtelet. Emgav adalek kreisteiz ha kard. Gant maskl ha pass evel-just…

Met pep hini a rank lakaat e anv memestra evit ma vefe miret un daol vras pe unan vihan… tiarbrezhoneg@gmail.com

M’ emaoc’h o tont gant ar RER, deuit er-maez diouzh ar RER-Chatelet dre an nor “Marguerite de Navarre “, emañ ar preti tal-kichen.

Ken dimerc’her