Salud deoc’h holl,
Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol… D’ar Sadorn 11 a viz Gwengolo e vo ur valeadenn tro-dro Lennon. War-dro 11 km a-hed ar ganol hag a-dreuz ar c’hoadoù. Bale ne vo ket a-walc’h. Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit ober gant ar brezhoneg.
Eus 11e betek 4e. Digor e vo d’an holl re a zo tamm pe damm en o aes gant ar brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini !
Ur reolenn memestra : chom hep ober gant ar galleg !
- Emgav tal-kichen iliz Lennon gant ur piknik da 11e.
- Digoust.
- Ar muiañ a dud ar gwellañ tout…
Met gwelloc’h lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.com
Ken an 11 a viz Gwengolo