Deomp d’ober anaoudegezh gant Laboused Breizh !

Deomp d’ober anaoudegezh gant Laboused Breizh !

D’ar Sadorn 5 a viz Mezheven etre 3e ha 4e30

Kristin ar Menn a ginnig deoc’h un abadenn e brezhoneg el linnenn evit ober anaoudegezh gant laboused Breizh.

Abadenn el linnenn d’ar sadorn 5 a viz Mezheven être 3eur ha 4eur30 goude merenn aozet gant Ti ar Vretoned

Lakait ho anv en a-raok o skrivañ da contact@missionbretonne.bzh

Dizoloet vo holl asambles laboused heverk Breizh en ur c’hoari. Anavezout anezho dre o stumm pe dre o c’han a vo pal an abadenn. Deskiñ o anvioù e brezhoneg ivez. Graet vo anaoudegezh gant ur rimadell pe ziv o tennañ eus al laboused ha dastumet war ar maez.

Un digare eo ar staj-mañ da vrezhonegañ evidon-ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg !

Strollad stajidi : 15 den d’ar muiañ

M’ho peus lakaet ho anv ha n’oc’h ket evit kemer perzh skrivit da contact@missionbretonne.bzh


Mini stage en breton de découverte des oiseaux de Bretagne

Le samedi 5 juin entre 15e et 16e30

Kristin Le Menn vous propose un stage de Breton en visioconférence de découverte des oiseaux de Bretagne.

Stage sur internet le samedi 5 juin organisé dans le cadre de la Mission Bretonne

Horaires : de 15h00 à 16h30

Sur inscription à contact@missionbretonne.bzh

Nous découvrirons tous ensemble de façon ludique plusieurs facettes des oiseaux les plus représentatifs de Bretagne. Nous apprendrons de façon interactive à les reconnaître à partir de photos ou à partir de leurs chants, à découvrir leurs noms en breton. Nous découvrirons aussi quelques veilles comptines bretonnes collectées auprès des anciens et imitant les oiseaux. Tout cela en breton !

Ce stage s’adresse aux élèves des cours de breton ou ceux qui veulent pratiquer la langue bretonne.

Nombre maximum de participants : 15

Merci de prévenir en cas de désinscription en raison de force majeure.