Salud deoc’h holl,
Ar virus brein ne harzho ket ac’hanomp da gaozeal brezhoneg !Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c’hontrol…D’ar Sadorn 20 a viz C’hwevrer e vo ur valeadenn tro-dro Beg Meil e Fouen. War-dro 11 km war wenodenn an aod, an draezhenn, an hentoù don hag a-dreuz ar paludoù.Bale ne vo ket a-walc’h. Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit ober gant ar brezhoneg.
Eus 1e betek 4e. Digor e vo d’an holl re a zo tamm pe damm en o aes e brezhoneg ha d’ar re o deus c’hoant da greñvaat o hini ! Div reolenn memestra : ret e vo dougañ ur maskl ha chom hep ober gant ar galleg ! Emgav tal-kichen iliz Beg Meil da 1e.
Digoust. Ar muiañ a dud ar gwellañ tout… met gwelloc’h lakaat e/he anv en a-raok : tiarbrezhoneg@gmail.comKen an 20 a viz C’hwevrer
Hervé Saliou
06 60 57 19 40
Le samedi 20 février. Balade en breton à Beg Meil sur la commune de Fouesnant. 11 km environ le long de la côte sur le sentier côtier, les plages et à travers les marais. De 13h00 à 16h00. RV en face de l’église de Beg Meil à 13h00. Gratuit. Ouvert à tous, débutants ou confirmés à condition de ne parler que breton et de porter un masque. Réservation par mail à tiarbrezhoneg@gmail.com