Deomp da zizoleiñ Bro Gozh ma Zadoù : rentañ-kont an abadenn d’ar sadorn 12 a viz Kerzu 2020

Kinniget eo bet gant Kristin ar Menn un abadenn e brezhoneg el linnenn diwar-benn Bro Gozh ma Zadoù, kan broadel Breizh d’ar sadorn 12 a viz Kerzu. Aozet e oa bet gant Ti ar Vretoned dre Zooms.

Un digare d’en em gavout asambles ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg da soubañ er brezhoneg e-kerz ar gonfinamant. Unnek stajiad a oa laouen oc’h en em gavout el linnenn. Bodet e oamp evit ober gwelloc’h anaoudegezh gant hor c’han broadel Bro Gozh ma Zadoù. A-drugarez da Claude meret gantañ an abadenn dre Zooms hon eus gellet eskemm el linnenn e brezhoneg pep hini en e di.

Dizoloet hon eus istor ar Bro Gozh ma Zadoù, e bozioù ken fromus. Kanet hon eus holl asambles ar c’han brudet-mañ. Evit klozañ an abadenn zo bet roet gant Kristin un nebeut mennozhioù profoù Nedeleg mod Breizh.

Un digare prizius eo bet ar staj-mañ da vrezhonegañ daoust da ziestaerioù prantad ar c’horona virus!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s