(Ur pennad diverrat tennet eus magazin Forbes)
Treuzkaset eo ar c’horona gant takadennigoù munut skignet en aer. Evezhiadennoù graet e Bro-China o deus diskuliet ar gentañ arouezioù war an diforc’h e c’hallfe cheñch doare ar virus d’en em skignañ diouzh ar yezh implijet.
Ret eo merzout ne oa ket c’hoarvezet an evezhiadenn e-pad ar c’hleñved-red Covid-19, met e-pad ar c’hleñved-red SRAS anvet CoV-1 hag e oa en em ziskleriet e Bro-China ivez. Ar viruz-se oa bet kaoz ouzhpenn 8000 degouezh e 26 bro.
D’an ampoent-se e oa kalz muioc’h touristed eus bro Japan eget eus ar Stadoù Unanet e bro China. Degouezh an Amerikaned taget gant ar c’hleñved RAS-CoV-1 en doa niveret da 70 daoust ma ne oa Japaniz ebet.
D’ar c’houlz-se unan eus an displegadennoù roet gant ar skiantourien a oa e tenne ar gudenn eus ar yezh.
Liesyezhek e oa implijidi ar stalioù Sinaiz peurliesañ.
Peurliesañ e komze saozneg ar c’hoskor gant prenerien Americaned hag japaneg gant prenerien eus bro Japan.
Pouezus eo rak kalz a gensonenn stankañ zo implijet e saozneg daoust ma ne vez ket implijet eus ar seurt-se e japaneg.
Teuler a ra ar gensonennoù stankañ kalz a skobitelligoù en aer.
O vezañ ma ez eus nebeut a gensonenn eus ar seurt-se e japaneg, ar gomzerien a daol nebeut skobitelligoù, kavet e vez teir anezho e saozneg : k, t, p.
Ar c’hensonennoù [p] [t] ha [k] a daol kalz a c’hwezh eus ar skevent pa vez dianalet setu ma vez strinket ur goumoulenn skobitelligoù.
F. Le Meur