Izili gaer,Brezhoweb a skigno un heuliadenn nevez e brezhoneg a-benn digwener, « Merc’her Beure » hec’h anv (“Keeping faith” e saozneg), hag « un bore mercher » e kembraeg.
Goude e ziankadenn, e kompren Faith Howells e rene he gwaz div vuhez. Tra ma ra he seizh gwellañ evit gwareziñ he familh, hag evit chom yac’h en he spered, e krog da gas un enklask evit kaout respontoù d’he goulennoù.
Skignet ‘vo div rann nevez bep Gwener da 8e45 noz, hag ar rannoù a chomo enlinenn e-pad un nebeud sizhunvezhioù war-lerc’h war lec’hienn Brezhoweb, da welet evit netra (www.brezhoweb.bzh).
8 rann a vo evit ar c’houlzad kentañ (50 mn pep hini). Posupl e vo d’ar re a faot dezhe lakaat an istitloù e galleg, pe pas… Betek henn e oa posupl sellet ouzh an heuliadenn war Amazon Prime nemetken (e galleg), ne oa ket bet skignet e Bro-C’hall c’hoazh war ur chadenn TV. Neuze e vo ar wech kentañ ‘vit an heuliadenn Keeping Faith bout skignet e Bro-C’hall war ur chadenn TV, hag evit netra ! (hag e vo e brezhoneg ‘vel just).
Evit sellet ouzh ar rannoù, emgav war Brezhoweb (adalek ar Gwener 6 a viz Du, 8e45 noz) : https://www.brezhoweb.bzh/Merc-her-beure-keeping-faith_358.html