Deomp da zizoleiñ Bro Gozh ma Zadoù

D’ar sadorn 12 a viz Kerzu etre 14e30 ha 16e

Kristin ar Menn a ginnig deoc’h un abadenn e brezhoneg en linnenn diwar-benn Bro Gozh ma Zadoù, kan broadel Breizh.

Abadenn en linnenn être 2eur30 ha 4eur goude merenn aozet gant Ti ar Vretoned

Dav e lakaat e anv en a-raok o skivañ da contact@missionbretonne.bzh

Dizoloet vo istor ar Bro Gozh ma Zadoù, e bozioù ken fromus. Kanet vo holl asambles ar c’han brudet-mañ. Evit klozañ an abadenn  vo roet deoc’h un nebeut mennozhioù profoù Nedeleg mod Breizh.

Un digare eo ar staj-mañ da vrezhonegañ evdon-ni brezhonegerien pe skolidi brezhoneg !

*****************************************************************************

Mini stage en breton autour

du Bro Gozh ma zadoù l’hymne breton

Le samedi 12 décembre entre 14e30 ha 16e

Kristin Le Menn vous propose un stage de Breton en visioconférence autour du Bro Gozh ma zadoù, l’hymne national des bretons.

Stage sur internet organisé dans le cadre de la Mission Bretonne

Horaires : de 14h30 à 16h00

Sur inscription à contact@missionbretonne.bzh

Nous découvrirons l’histoire de ce chant, ses paroles si poétiques, nous chanterons ensemble cet hymne cher aux bretons. Nous finirons par quelques idées de cadeaux de Noël bien bretons… Tout cela en breton !

Ce stage s’adresse aux élèves des cours de breton ou ceux qui veulent pratiquer la langue bretonne.

Perak kaozeal saozneg e c’hallfe skignañ muioc’h koronaviruz e-kenver kaozeal yezhoù-all ?

(Ur pennad diverrat tennet eus magazin Forbes)

Treuzkaset eo ar c’horona gant takadennigoù munut skignet en aer. Evezhiadennoù graet e Bro-China o deus diskuliet ar gentañ arouezioù war an diforc’h e c’hallfe cheñch doare ar virus d’en em skignañ diouzh ar yezh implijet.

Ret eo merzout ne oa ket c’hoarvezet an evezhiadenn e-pad ar c’hleñved-red Covid-19, met e-pad ar c’hleñved-red SRAS anvet CoV-1 hag e oa en em ziskleriet e Bro-China ivez. Ar viruz-se oa bet kaoz ouzhpenn 8000 degouezh e 26 bro.

D’an ampoent-se e oa kalz muioc’h touristed eus bro Japan eget eus ar Stadoù Unanet e bro China. Degouezh an Amerikaned taget gant ar c’hleñved  RAS-CoV-1 en doa niveret da 70 daoust ma ne oa Japaniz ebet.

D’ar c’houlz-se unan eus an displegadennoù roet gant ar skiantourien a oa e tenne ar gudenn eus ar yezh.

Liesyezhek e oa implijidi ar stalioù Sinaiz peurliesañ.

Peurliesañ e komze saozneg ar c’hoskor gant prenerien Americaned hag japaneg gant prenerien eus bro Japan.

Pouezus eo rak kalz a gensonenn stankañ zo implijet e saozneg daoust ma ne vez ket implijet eus ar seurt-se e japaneg.

Teuler a ra ar gensonennoù stankañ kalz a skobitelligoù en aer.

O vezañ ma ez eus nebeut a gensonenn eus ar seurt-se e japaneg, ar gomzerien a daol nebeut skobitelligoù, kavet e vez teir anezho e saozneg : k, t, p.

Ar c’hensonennoù [p] [t] ha [k] a daol kalz a c’hwezh eus ar skevent pa vez dianalet setu ma vez strinket ur goumoulenn skobitelligoù.

F. Le Meur

An heuliadenn « Merc’her Beure »

Izili gaer,Brezhoweb a skigno un heuliadenn nevez e brezhoneg a-benn digwener, « Merc’her Beure » hec’h anv (“Keeping faith” e saozneg),  hag « un bore mercher » e kembraeg.


Goude e ziankadenn, e kompren Faith Howells e rene he gwaz div vuhez. Tra ma ra he seizh gwellañ evit gwareziñ he familh, hag evit chom yac’h en he spered, e krog da gas un enklask evit kaout respontoù d’he goulennoù.
Skignet ‘vo div rann nevez bep Gwener da 8e45 noz, hag ar rannoù a chomo enlinenn e-pad un nebeud sizhunvezhioù war-lerc’h war lec’hienn Brezhoweb, da welet evit netra (www.brezhoweb.bzh).


8 rann a vo evit ar c’houlzad kentañ (50 mn pep hini). Posupl e vo d’ar re a faot dezhe lakaat an istitloù e galleg, pe pas…   Betek henn e oa posupl sellet ouzh an heuliadenn war Amazon Prime nemetken (e galleg), ne oa ket bet skignet e Bro-C’hall c’hoazh war ur chadenn TV. Neuze e vo ar wech kentañ ‘vit an heuliadenn Keeping Faith bout skignet e Bro-C’hall war ur chadenn TV, hag evit netra ! (hag e vo e brezhoneg ‘vel just).

Evit sellet ouzh ar rannoù, emgav war Brezhoweb (adalek ar Gwener 6 a viz Du, 8e45 noz) : https://www.brezhoweb.bzh/Merc-her-beure-keeping-faith_358.html