Koronavirus da viken

Miz Eost 2025

Gor zo en amzer abaoe penn kentañ an hañv evel bep bloaz bremañ. Deuet eo kemm an hin da wir. Ne vez kavet den ebet ken o tabutal war an dachenn-se. N’eus den ebet ken evit tabutal da gentañ tout ! Kerzhet a ra Yann. Kerzhet a ra buan. Kerzhet a ra etrezek ar c’hoad ledan a zamwel er pellder war an tu all d’ar blaen devet gant un heol didruez. Pa sell a-dreñv e wel ar gêr vras en doa kuitaet tri devezh zo. Tachennoù du tanioù ar gwall-zarvoudoù a vez gwelet o sevel en oabl hag oc’h en em veskañ gant koumoul gwenn. Sin n’eo ket echu ar brezeliñ eno c’hoazh. D’e soñj e oa un dibab mat, mont kuit. Forzh penaos n’en dije ket gallet chom er skwat ken. Ne oa dibab ebet. Rankout a rae lezel e vignoned hag e vignonezed. Aloubet e oa bet ar savadur e-lec’h ma oa o chom gant Enora abaoe daou vloaz. Tost da 100 alouber e oant, gant armoù a bep seurt. Pa soñj mat en deus bet kalz a chañs da derc’hel kuit. Al lodenn vrasañ eus e genfeurmerien zo bet lazhet. Enora en o zouez. Ar re all ne oar ket pelec’h o deus gallet mont. Sklaer e oa ar skwat ur preizh hoalus evit an alouberien-se. En ardraoñ e oa ur stal Super U a-raok. Er bed all. Ur bed ne chom ket kalz a dra anezhañ ken. Ar skwat o vezañ er Super U e soñje an holl dud e chome c’hoazh kalz boued er savadur. Evel-just ar prenestroù hag an norioù a oa bet serret. Ne chome ket ken met un nor evit mont e-barzh. Houmañ a oa diwallet noz-deiz gant daou pe dri den. Met petra ober pa vez 100 o tont, gant armoù brezel ouzhpenn ? Kerzhet a ra Yann en ur soñjal e Enora a oa bet taolet er-maez dre ur prenestr eus an estaj diwezhañ. Gwelet en doa anezhi o kouezhañ war ar riblenn-straed gant an alouberien o huchal tro-dro dezhi. Kement a draoù spontus o doa bevet o daou abaoe ma oa erru ar c’horonavirus daonet-se e penn-kentañ 2020.

E miz Even 2020 en doa disklêriet ar Pr Delfraissy mil vrudet e oa « stad ar virus dindan kontrol ». D’ar mare-se e oa diaes evitañ ijinañ e vefe deuet en-dro al loen brein e fin an hañv kalz kreñvoc’h ha kildroukoc’h[1] eget ar wech kentañ. Met koumouloù du e-leizh a oa o tont. D’ar c’hentañ a viz Eost 2020 en doa dislkêriet rener bras an OMS « e vefe ret ober gant ur c’hleñved hir. Biken ne vo kavet ur vaksin, marteze ». Ar manifestadegoù er bed a-bezh evit difenn gwriioù ar re ne oa ket gwenn o c’hroc’hen o doa roet startijenn ha palioù ledanoc’h d’ar virus. Sikouret kalz e oa bet ivez gant an dud o doa dilezet ar reolennoù strizh hag ar maskloù evit ar pokoù, ar banneoù, an dañs, an tavarnioù, ar festoù-noz, an euredoù, ar mell-droad… ar vuhez ‘benn ar fin. Ha daoust da reolennoù strisoc’h a veze lakaet gant gouarnamantoù e pep bro, ar frankiz a roe nerzh d’al loen fall. Prezidant ar Brezil, goude bezañ tapet ar virus hep droug evitañ en doa lâret e oa ar C’horona un tamm grip bihan. Abeg ebet da gaout aon… evit tud kalonek.

« Emañ ar virus amañ bepred », setu ar pezh a veze skrivet e pep lec’h koulskoude, klevet diehan er radioioù, sellet er skinwelioù. Met an dud a rae forzh eus ar gourdrouzoù-se. Gwelloc’h e plije dezhe heuliañ alioù direizh prezidant Bolsonaro. Laouen-tre a oa ar c’horona. Ar frankiz pe ar marv !Ar frankiz hag ar marv kentoc’h.


[1] Petra a zalvez ? A guzh e soñjoù a-sell da wallober ( sournois )

Pemp bloaz diwezatoc’h e kerzh Yann etrezek ar c’hoadeier a zo e hanternoz ar gêr vras. Bec’h warnañ. Skeudenn Enora o kouezhañ war ar straed gant ar gwad o strinkañ war ar pavez a zo stanket en e benn. Ne c’hall ket tennañ anezhi kuit, ken don emañ sanket en e spered. Daoust hag eo marvet hi diouzhtu ? N’en deus ket gallet gouzout peogwir e oa bet tennet kuit he c’horf er savadur. Fiñval un tamm a rae hi c’hoazh. Pevar den o doa douget he c’horf en ur youc’hal a-bouez penn. Evit ober petra ?

Pell-mat emañ ar c’hoadeier c’hoazh. Gouzout a ra ez eus ur c’hamp eno. Ur rannvroig emren gant harzhoù kreñv. N’eo ket ur baradoz met forzh petra a vo gwelloc’h eget an ifern e-lec’h m’emañ bremañ. Sklaer eo evitañ ne vo ket aes mont e-barzh. Tud ar c’halmp a c’hallfe bezañ laouen gant ar pezh emañ o tegas dezhe. Marteze a-walc’h… Daou dra a c’hello kinnig dezhe evit bezañ degemeret mat. E-barzh e sac’h-gein ez eus war-dro 10 kilo holen. Un dañvez ne vez ket kavet ken. Abaoe pell zo ne dalv netra an euro nag an dollar. N’eus ket anezhe ken. N’eus ekonomiezh ken. Bremañ eo deuet bed an trok en-dro pe kentoc’h hini al laeroñsi. En ur gerzhout e soñj Yann e tud speredek, e ispisialourien asur, e arbennigouren hag a lâre « ne vo ket ar bed o tont ar memes hini ». Ne c’hell ket chom hep mousc’hoarzhin. Pelec’h emaint bremañ ?

Un dra all, kalz talvoudusoc’h  eget an holen a c’hello kinnig dezhe. Muioc’h a fiañs en deus gant an dra-se evit bezañ degemeret. War e gein e toug un arbalastr. Unan hag a c’hell tennañ saezhoù betek 200 m. Teir saezh e karbon zo gantañ. Ur mailh eo war an dachenn-se peogwir e oa e-touezh ar re wellañ da geñver ar c’hampionadoù Breizh. Pa oa anezhe c’hoazh, c’hwec’h vloaz zo. Da lâret ur bed all. Ur wech e oa tost-tre da gaout ar maout. Muioc’h dipitet egetañ a oa bet Enora. Bremañ pa vez ken diaes kavout boued e vo ur chañs vras dezhe kaout un den eveltañ gant ur varregezh ken dibaot avat. Keit ma c’hallo displegañ an dra-se dezhe a-raok bezañ lazhet…

D’an 18 a viz Mae 2020 en doa disklêriet Prezidant Trump e oa oc’h ober gant ar glorokine daoust da alioù strizh medisined e vro. « Abaoe dek devezh e tapan ur bilulen bemnoz. Klevet a ran traoù positivel-tre diwar he c’hont.  Petra ‘m eus da goll ?» en doa twitet. D’ar mare-se ne ouie ket c’hoazh e kollfe e vuhez abalamour d’al louzoù-se. Da vare Nedeleg 2020, ne oa ket bet kaset d’an Anaon gant ar C’horonavirus met gant un  gwallzarvoud kalon. Pa vez ur paotr kozh-mat eveltañ o vevañ gant ur plac’h kalz yaouankoc’h ha koant war un dro eo furoc’h dezhañ chom pell diouzh al louzeier a sko war ar galon ! Bezañ fur ne oa ket ar pezh a glote ar muiañ gant Donald Trump. Met d’ar mare-se e oa dija kement a bennoù-bras o vervel bemdeiz ma n’o doa  ar c’heleier-se graet berzh ebet. Ur bloavezh a-bezh o klevet titouroù dislavarus diwar-benn ar c’hleñved ne chome ket kalz a dud ken o sellet ouzh ar skinwel. Un dra a oa sur : ar maout a oa aet gant ar c’horona e fin 2020. O redek ar bed e oa bremañ, laouen ha disoursi.

Diaes e oa gouzout petra a oa ar gwashañ evit ar vro : an ospitalioù a oa leun-kouch gant ar re glañv  pe an 30 % eus an dud hag a oa dilabour. Alies a-walc’h e oa ar memes re… E miz Meurzh 2021 e oa deuet  ar sondajoù da vezañ ken brein evit prezidant Macron hag e c’houarnamant ken e oa bet ret dezhañ mont kuit. Daoust d’ar C’horona o redek e pep lec’h dre ar vro evel ul loen gouez e oa bet galvet ar bobl evit dilenn unan a vefe e-penn ar pezh a chome c’hoazh eus ar Republik. Pr. Raoult, an itron Le Pen evel-just, Jean Marie Bigard, hag ur bern re all a oa war ar renk. War ar seblant e roe ar virus nerzh d’ar re ne oant ket tapet gantañ ! Christian Troadec a oa war ar renk ivez. E bal a oa e teufe Breizh da vezañ ur vro dizalc’h peogwir n’e oa ket ken fall stad ar bandemiezh enni. Ne oa ket bet ret ober un eil tro koulskoude. D’ar c’hentañ a viz Ebrel e oa bet dilennet Pr Raoult prezidant Bro C’hall gant 82 % eus ar vouezhierien.  Nemet 10 % anezhe a oa deuet da votiñ. Ar re all a oa chomet er gêr gant ar spont pe er vered gant ar virus.

Emañ bremañ Yann o kerzhet war ar pezh a oa bet un hent pemp bloaz zo. An ekologourien a vefe laouen bremañ o welet ar geot o kreskiñ a-dreuz an ter-douar. Lapoused a bep seurt a gan tro-dro dezhañ hag a lak e vale skañvoc’h. Gwez bihan a glask sevel o fenn daoust da ziouer a zour. N’int ket direnket gant ar c’hirri kennebeut. N’eus ket anezhe ken… A-hed an hent e wel Yann korfoù-marv e-leizh. Tud taolet er foz pe astennet war an hent. Gwelet anezhe n’eo ket ar gwashañ tout… met ar flaer eo. Gallout a ra lakaat e zoualagad da sell e lec’h all met e fri a rank eñ analañ ar c’hwezh vrein-se. Al lodenn vrasañ anezhe a zo hep dilhad, laeret gant ar re a chom bev c’hoazh. An naon hag ar muntroù a lazh muioc’h bremañ eget ar virus a soñj Yann. A-wechoù ivez e vez binvioù elektronik e-leizh tro-dro dezhe : pellgomzerioù hezoug, urzhiataerioù, tablezennoù… Traoù laeret gante moarvat…  Perak ‘ta ? N’eus rouedad tredan ebet ken. Na skingomz, na skinwel, na Netflix , na Amazon evit urzhiañ ur produ didalvez. Ken boas eo bet an dud da gaout binvioù a bep seurt ne c’hallont ket mirout a dapout anezhe bremañ pa emaint digoust. Trec’h an ekologourien pe fin ar bed ?

Emañ Yann o klask war-lerc’h botoù a-feson. Poan dreid en deus gant e re. Re vihan int. Redet eo kuit diouzh ar skwat en ur dapout ar pezh a c’hallfe reiñ ur chañs dezhañ da chom bev. An holen, an arbalastr, un nebeud dilhad, skeudennoù eus Enora ha tammoù boued en deus gallet kavout. Ne oa tamm ebet ar mare da straniñ. Setu perak emañ e dreid e botoù unan all. Dre chañs e kavo unan marv hag a vo laouen da brofañ e re dezhañ.

E miz Du 2021e oa ar c’hleñved-red o skeiñ adarre e bro India. Met kalz gwasoc’h eget ar wech kentañ.D’ar mare-se o doa lâret prederourien c’houiziek ‘zo e ranke an Indeziz dibab etre mervel gant an naon pe vervel gant ar C’horona. Ar wech-mañ e vervent gant an daou ! Ar miliadoù a oa deuet da vezañ milionoù. Ne oa ket kaoz eus morgoù nag eus interamantoù ken. Lakaet e veze ar re varv e bezioù-boutin. Ar re binvidikoc’h anezhe. Ar re all a oa lezet er straedoù, er riblennoù-straed, er savadurioù, e lec’h ma oant marvet ; a-wechoù, dre chañs evite e vezent lakaet e seier plastik. Ne veze ket graet  an diforc’h ken etre ar re vev, ar re o vont da vervel hag ar re varv. Flaer spontus ar marv a c’holoe ar re vev.   « N’eus ospital, na medisin, na stad ebet ken. N’eus den ebet ken evit ober war ho tro. Trec’hed omp gant ar c’hleñved-red-mañ.  Emañ ar gevredigezh o vont da darzhañ » o doa diskleriet prezidant ar vro en e zisklêriadur diwezhañ.

Evel-just, amañ er vro e oa bet politikerien a-boell, medisined varrek war dachenn ar skinwel, kazetennerien deodek ha chaokerien keleier o asuriñ ne c’hoarvezfe ket seurt disac’hadeg du-mañ. « Ur vro baour eo India, re vras eo hi gant ur Stad wan hag ur bobl divarrek da chom bac’het er gêr. »

Ne ouient ket ar valbouzerien-se e vefent dindan ar memes gwask un nebeud mizioù diwezhatoc’h !

Kerzhet a ra Yann bepred. Emañ ar c’hoadeier o tostaat. Ma ne vefe ket eus ar flaer euzhus hag eus ar c’horfoù-marv e vefe brav a-walc’h e droiad war ar maez. Kan al lapoused a c’holo bremañ an tarzhadennoù o tont bep ur mare eus ar gêr vras. Al loen gouez n’int ket direnket kalz gant mab den ken na gant e broduioù na gant e drouz. Lapined zo e-leizh, gwelet a ra roudoù moc’h-gouez e pep lec’h, lapoused a bep seurt ha bep liv na vezent ket gwelet dre amañ a-raok. Pa oa bet bac’het an dud e-pad daou viz pemp bloaz zo o doa gallet al loened kaout un tamm frankiz met da c’houde ha buan a-walc ‘h e oa deuet o zrubuilhoù en-dro. Bremañ, marteze, o deus komprenet e chomo an natur er stad emañ hiziv. Pal an ekologourien zo deuet da wir, en ur stad ne c’halljent ket biken ijinañ. Ur bed hep CO2 pe dost ! E miz Mae 2020 e skrive Nicolas Hulot en e « vanifesto evit ur bed nevez » : « Prest evit cheñchamantoù don en hor c’hevredigezh e rankomp bezañ. Emañ hor sevenadur degouezhet en ur forc’h. Ar bed o tont a vo disheñvel bras. Deuet eo an amzer da c’hoantaat traoù simpl» Sinet e oa bet gant 200 penn bras.

Tres ur glasc’hoarzh a vez damwelet war muzelloù Yann.

Neuze e miz Mae 2021 e oa Pr Raoult e penn bro C’hall. Diouzhtu en doa dilojet ar prezidant gant ar gouarnamant eus an Elise da enezenn ar Cité. An arme a oa war evezh dalc’hmat  tro-dro an enezenn. Evit mont en darempred gant ar prezidant nevez e oa ret tremen pemzek devezh dispell e enezenn St Louis pe bezañ gwisket evel ur c’hosmonot !  Met daoust d’ar strivoù a veze graet gante e oa ar virus o foetañ bro buanoc’h-buanañ. D’ar mare-se e ranke pep hini lonkañ tapadennoù klorokine a-raok bep pred. Dougen ur maskl noz-deiz a veze un dra ret. An Iliz zoken he doa klasket kinnig diskoulmoù : dour benniget Lourdes a veze gwerzhet un tamm e pep lec’h. Lod a eve anezhañ gant klorikine. Daoust d’ar c’hleñved e oa manifestadegoù e-leizh : a-eneb ar gouarnamant evel-just, a-eneb an enkadenn sokial, evit kaout labour, evit kaout boued, a-eneb ar re a oa o tont eus broioù all…Plijet mat a oa ar C’horona gante !

Un derzhienn foll ha direizh a c’holoe ar bed. E pep lec’h e lamme ar gouarnamantoù, e pep bro e veze tud o manifestiñ, ne ouien ket  perak ken. Harzhoù, mogerioù, klouedoù a veze savet e pep lec’h : Trump a vije bet laouen !

Kerzhet a ra Yann bepred. Santout a ra ar skuizhder o sevel en e gorf. Ne c’hall ket lâret abaoe pegeit en deus kuitaet ar gêr vras ha korf Enora. Un nebeud tud a vez gwelet a-hed an hent. Un nebeud re avat. Ret eo dezhañ chom war evezh. An arbalastr hag ar sac’h bras war e gein a vefe ur preizh a-bouez evit tud hep damant. Al lodenn vrasañ anezhe.

Alies e wel gant spont e vank un tamm kig eus ar c’horfoù-marv astennet war vord an hent. Daoust hag eñv int bet tennet kuit ha debret gant loened pe gant tud ? Ken beuzet emañ en e soñjoù du ken n’eus ket merzhet ar plac’h a zo gant he bugel dindan ur wezenn en tu all d’an hent.

– «  Da belec’h emaoc’h o vont ? »

Lammat a ra Yann, sabatuet hag aonik war un dro. Gwelet a ra ur plac’h yaouank morlivet gant ur bugel en he c’hichen, tri pe pevar bloaz dezhañ. Treut ha gwisket fall int o daou. Lennet e vez an dizesper en o daoulagad. Abaoe pegeit emaint aze ? Diouzhtu eo splann evitañ ne rank ket sikour anezhe. N’eus netra da reiñ dezhe. Kinnig dezhe dont gantañ a vefe sot-magn. Chañs ebet evite da chom bev ! Ur plac’h yaouank ha koant ouzhpenn-se a vefe un abeg all evit lakaat krog war e draoù

– «  Ne ouian ket.  Chañs vat deoc’h ! »

Gouzout a ra n’o deus ket kalz a chañs d’en em dennañ.

E miz Eost 2023 e oa deuet en-dro ar virus e Afrika, da wir ar wech-mañ.

Dija e 2020 e oa bet kaoz eus manifestadegoù e Tunisia a-eneb reolennoù strizh ar gouarnamant.  Unan all e Lagos ha da c’houde meur a hini er brasañ kêrioù e Afrika o doa roet nerzh ha lañs d’ar c’hleñved. Milionoù a dud o huchal stok-ha-stok a oa bet ur prof dispar evit ar C’horona. Ur baradoz evitañ. Un nebeud mizioù war-lerc’h e oa kement a dud marvet war ar straedoù ken e oa bet ret sevel tantadoù bras evit deviñ ar c’horfoù. Mare bosenn ar Grennamzer a oa deuet en-dro met gant dek gwech muioc’h a dud war an douar.

Ar virus ne oa ket e-unan o skeiñ war an Afrikaned. Da netra a veze kaset an eostadoù hag al loened gant tommadur an hin. Diwar ziouer a zour e save brezelioù etre pobloù. Abaoe pell zo ne oa na gouarnamant na stad ebet ken. Ar pennoù bras a oa deuet da glask repu e Europa en o c’hastelloù.

War o lerc’h e oant milionoù o klask treuziñ ar mor Kreizdouar. Forzh petra a c’hallfe dougen un den d’an tu all d’ar mor a oa lakaet da vag. Gortozet e vezent  gant ar pezh a chome eus an armeoù a denne war ar paour kaezh tud-se  evit kas anezhe d’ar gêr. Met ne oa netra a c’halle herzel unan a oa o vervel gant an naon da vont dreist ur voger. Setu penaos e oa bet aloubet Europa gant milionoù a Afrikaned ha gant ar virus a oa gante.

Gwashañ diaweladurioù ar « golapsologeourien » en em gave gwir.

Diouzhtu goude e gejadenn gant ar plac’h yaouank en deus kavet Yann suroc’h kuitaat an hent. Forzh penaos emañ bremañ er c’hoadeier. Strafuilhet mik eo e spered. Perak ‘ta en deus lezet ar plac’h-se hec’h-unan gant he mab. Petra he dije lâret Enora ? Gouzout a ra emañ bremañ e-kreiz neblec’h. Amañ e vez pep hini o stourm evit kaout boued ha chom bev. Traoù simpl hag aes da gompren ! Heuliañ a ra bremañ ur wenodenn en ur c’hoad pin. Ne oar ket da belec’h e kas ha ne wel ket roudoù baleerien all warni. Penaos e c’hallo mont e darempred gant tud ar c’hamp ? Ne wel diskoulm ebet. Skuizh-marv eo ha gant an noz o tont eo gwelloc’h dezhañ klask ur goudor bennak ha debriñ an tammoù boued a chom en e sac’h. Kof moan, poan dreid ha anken a vo programm an noz. Warc’hoazh vo un deiz all. Diouzh a vo kont e raio.

Met ne oar ket c’hoazh e oa ar plac’h gant he babig o teurell ur sell war ar re a oa o tostaat ouzh ar c’hamp. Kerkent ha ma oa aet kuit Yann e oa aet da gemenn he re. Yann ne oar ket kennebeut eo bet dibabet gant tud ar c’hamp e rankint lazhañ an holl re a glasko mont en darempred gante. Kement a dud a zo o tec’hel kuit diouzh ar gêr vras ma n’emaint ket evit degemer hini ebet ken. Truez ebet ouzh ar re wan e 2025 !

E penn-kentañ 2023 o doa kroget ar re binvidikoc’h d’en em staliañ e gêriadennoù hag e lec’hioù difennet gant mogerioù, kaelioù uhel, bunkerioù ha bezenoù, armoù e-leizh gante. Amzer ar Grennamzer a oa deuet en-dro da vat ! Enne e oa parkeier bras a-walc’h evit sevel chatal, produiñ frouezh ha legumaj. Truez ebet ouzh ar re o doa naon. Met al lodenn vrasañ anezhe a oa bet aloubet koulskoude gant tud o klask boued peogwir e veze goulo ar gourmarc’hadoù aboe pell-zo. Ur bern anezhe a oa bet lazhet met bewech e oa bet kavet un tu gante da zont e-barzh seurt baradozioù prevez.

Setu ma oa bet ret d’ar pennoù bras galloudus kavout un diskoulm all. e miz Ebrel 2020 he doa  lâret Jacinda Ardenn, prezidantez Zeland Nevez, ne oa virus  ebet en he bro ken. Da c’houde e oa bet serret krenn harzhoù ar vro. Ar pezh a zo aesoc’h pa vez ar vro un enezenn. Jeff Bezos, paotr an Amazon,  en doa kinniget e 2023 da stad Zeland Nevez degas di tout ar pezh a oa en e stalioù. En eskemm da zegas di boued ha marc’hadourez e-leizh e tegemerfe ar vro an holl re war ar roll kaset dezho. Ar re binvidikañ er bed a oa war ar renk, tud ar GAFAioù, re an Nasdaq, re ar mediaoù, kanerienha kanerezed brudet, medisined ar skinwel, ha kement ‘zo…. Ur seurt GAZA evit ar GAFAioù met war an tu gin.

Ur bloavezh goude e oa deuet Jeff Bezos a-benn da vezañ prezidant ar vro.

Dihunet gant an heol, n’eus ket kousket kalz Yann. Diaes da gaout ur c’housk habask pa vez ret chom war evezh, gant trouz al loened tro war-dro, gant koll Enora war e chouk ha dremm ar plac’h yaouanken e spered. Sklêrijenn flour an heol a-dreuz ar gwez, kan nerzhus al lapoused hag avel fresk ar mintin a ro digarezioù dezhañ da vezañ habask un tamm evit ur pennad.

Met ne bad ket gwall bell. Beuzet un tammig en e soñjoù laouen n’en deus ket merzhet an dud, dek bennak anezhe, o kelc’hiañ anezhañ. Kuzhet emaint a-dreñv ar gouez evit poent. Armoù zo gante. Chañs ebet evit Yann ar wech-mañ.

Tizhet eo gant ur saezh en e gostez a-raok dezhañ kaout amzer da gompren ar pezh a c’hoarvez. Saezhioù all zo tennet warnañ ha n’eo ket gwall bell a-raok mont d’en em gaout gant Enora en ur bed all. Ur bed ne c’hall ket bezañ gwasoc’h eget hemañ. 

E 2090 pe 2120, ne vern, ne oa den ebet ken evit kontañ ar bloavezhioù. Ne oa ket kaoz ken eus ar C’honora er mareoù-se. Ne oa ket kalz a dud o kaozeal forzh penaos. An nebeud re hag a chome eus ar c’houenn HomoSapiens a oa o klask treuzvevañ e-mesk dismantroù ha diskaroù ur bed kollet.  Al loened gouez a oa e penn ar jeu adarre. Amzer an neolitek a oa deuet en-dro. Daoust dezhañ bet desket mat ne oa ket bet Homo Sapiens gwall fur !

Ya, ar wirionez a oa gant ar re a lâre « e vefe disheñvel mik  ar bed goude ar  C’horonavirus ».  Pell, pell zo.

Hervé Saliou,

D’an  3 a viz Eost 2020