Trouz ebet tro-dro din, santad anken
Sioul, o c’hortoz petra emañ an dud
Fin ar bed, barn d’ar marv mab-den ?
Al laboused bihan zoken a chom mut
N’eus anv nemet diwar-benn ar virus
War ar gazetenn, er radio. En tele hep fin
Gant pennoù-bras gouiziek, tud sirius
Hag ivez riboterien dour o c’hlaourenniñ
Pep hini zo kroufet-kloz en e di
Mont da bourmen eo krak difennet
Hir an amzer ‘barzh va minic’hi
Ne zeuio den ‘bet hirio d’am welet
Sell ! Ne harz ket ken ki-pastor va amezeg.
Ne glevan ket anezhañ, yantao, bouzaret ?
Dirak du-mañ e vale un den war ar straed
Chench a ra tu kerkent n’eus va gwelet
Aon en deus pep hini rak egile, tudoù !
Ha ma vefe hemañ mevel an ankoù
Sellet outañ a-boan ma vez kredet
N’eo ket ken ar bed m’eus anevezet
Setu ‘mañ deuet en-dro an heol bremañ
Goude c’hwec’h miz glav hep ehanañ
Erruet just asambles gant ar gaster virus-se
Evel ma vefe oc’h ober goap ouzhpenn-se
Marteze e kouezh warnon ar gwall
Diwar c’hoari danvez-sorser hep feiz na reizh
Ya, treiñ a ra ar bed war an tu fall
Ma, biskoazh-kemend all, va zudoù keiz !
E penn-kentañ e oa evel ma vefe ur c’hoari
Hirio den ebet ne oar peur bennak ‘vo echuet
Peur e chellimp bevañ, laouen ha disoursi
Evañ ur banne Coreff ti Tom gant mignoned
Sentomp ouzh ar c’huzulioù aketus ha kempenn
Dalc’homp fiziañs start en dazont mab-den
Ha touiñ a ran deoc’h ar bed a cheñcho krenn
Kenavo prestik, bugale, mignoned, kerent.
Hervé Lossec, D'ar 27 a viz Meurzh 2020
E-giz-mañ :
Plijus War-gargañ...
War an hevelep danvez