Month: Mae 2020
Prizioù Dazont ar Brezhoneg 2020
Skrivit !
Skrivit !
Bac’het mat omp bet e-pad daou viz. Abaoe div sizhun eo bet roet dimp un tamm frankiz. Nag ur blijadur ! Un deiz bennak, piv a oar , e c’hallimp c’hoazh en em gavout asambles e Ti Jos, e Donatelo, da geñver baleadennoù evit kaozeal. Met a-raok e c’hellomp skrivañ.
Meur a draoù zo c’hoarvezet en ho puhez e-pad ar prantad-mañ. Traoù souezhus, iskis, droch, kaled, plijus, displijus, laouen, dic’hortoz, talvoudus, didalvoudus, nec’hus, luziet…
Skrivit ur pennad diwarne. Etre teir frazenn hag ur romant. Gant fazioù pe get, gant ur brezhoneg uhel pe get… ne vern. N’eus nemet ar re a chom mut ne reont fazioù ebet ! Difaziet e vint ma zo ret. Met skrivit. Arabat deoc’h kaout aon. Embannet e vo ho pennadoù war lec’hienn Ti ar Brezhoneg. Kasit anezhe da tiarbrezhoneg@gmail.com.
Deomp dezhi !
Stummdi – Peverlamm
Stummadurioù war ar brezhoneg
♦ Stummadurioù hir / Formations longues:
♣ Stummadurioù berr ha stajoù an hañv / Formations courtes et stages d’été:
♥ Kentelioù an noz / Cours du soir:
- Ti ar Vretoned / Mission bretonne (Pariz)
- Roudour (Kemper, An Oriant, Karaez)
- KLT (Montroulez, Sant-Martin-war-ar-Maez, Plouigno, Sant-Tegoneg, Plouneour-Menez, Kommanna)
- DAO (Lokoal-Mendon)
- Skol al Louarn (Gwenrann)
- Skol an Emsav (Roazhon hag ar vro Roazhon)
- KSK (An Alre, Ploemel)
- Kentelioù an Noz (Naoned ha bro an Naoned)
- Ti ar Vro Landerne/ Daoulaz (Landerne)
- Kelc’h Sevenadurel Gwened (Gwened)
- Skol Diwan Sant-Nazer (Sant-Nazer)
- Ti ar vro Treger/Gouleoù (Lannuon, Bear, Kawan, Louaneg, Perwenan, Perroz-Guireg, Plistin, Plouared, Tregastell, Landreger)
- Telenn (Sant-Brieg)
- Andon (Kistreberzh
- Mervent (Brazparz, Douarnenez, Kastelin, ar vro Vigouden, Fouen, Konk-Kernev)
- Sked (Brest)
- Ti ar Vro Bro Leon (Lesneven)
- Bod Kelenn (Gourin)
- Emglev Bro An Oriant (An Oriant)
- Divyezh (Plouay)
- Emglev Bro Gwened (Gwened)
- Spered Kewenn (Kewenn)
♠ Deskiñ brezhoneg er skol-veur / Apprendre le breton à l’université:
- Roazhon II / Rennes II (Licence, Master, Doctorat en présentiel et par correspondance)
- Université de Bretagne Occidentale, Brest (Licence de breton en présentiel)
- Roazhon II / Rennes II (Diplôme d’Université supérieur d’Études Celtiques)
- Université Catholique de l’Ouest / Stumdi (Diplôme universitaire “Métiers et langue bretonne”)
- Université de Bretagne Occidentale, Brest (Diplôme universitaire “Langues et Cultures de Bretagne”)
→ Ar skoaziadoù arc’hant / Aides à la formation
⇒ Kelennerien ha stummadurien gaer, m’ho peus c’hoant e vefe ouzhpennet ho stummadur pe ho kentelioù, kasit deomp ho kemenadenn.
C’hwec’hvet fest-noz ar c’henfinañ
Roll al levrdioù
Setu amañ roll al levrdioù e werzh levrioù e brezhoneg. An holl a ginnig o levrioù da vezañ prenet war o lec’hienn.
- Nadoz-Vor (Brest) : al lec’hienn amañ hag ar bajenn Facebook aze
- Lenn ha Dilenn (Gwened) : tirouroù amañ hag ar bajenn Facebook aze
- L’encre de Bretagne (Roazhon) : al lec’hienn amañ hag ar bajenn Facebook aze
- Klask (Karaez-Plougêr) : al lec’hienn amañ
- Kuzul ar brezhoneg (Lannuon) : al lec’hienn amañ
- Penn da benn (Kemperle) : titouroù amañ hag ar bajenn Facebook aze
- Gweladenn (Sant Nazer) : titouroù amañ
- Ar Vro (Gwaien) : titouroù amañ hag ar bajenn Facebook aze
- Skol Vreizh (Montroulez) : al lec’hienn amañ
- Coop Breizh (An Oriant, Kemper) : al lec’hienn amañ
♥ Hag evit sikour ac’hanoc’h da zibab ho levrioù, kit da deurell ur sell ouzh “Lenn, e brezhoneg mar plij !” hag ar blog A ! Lenn…
Abalamour d’ar prantad kenfinañ, an holl anezho o deus diaesterioù evit padout. Ur c’holl spontus eo bep wech vez ranket alc’hwezañ ul levrdi da vat. Ma vefe prenet zoken un nebeud levrioù e brezhoneg gant an holl vrezhonegerien bep bloaz, e zafe kalz gwelloc’h an traoù evit bed an embann e brezhoneg…
⇒ Embannerien ha levrierien gaer, m’ho peus c’hoant vefe lakaet anv ha lec’hienn ho levrdi, kasit deomp ho kemenadenn.
Filmoù-chakod 2020

da chakod@tiarvrolandernedaoulaz.bzh
Evit gouzout hiroc’h, klikit amañ !
Pemvet fest-noz ar c’henfinañ
