Baleadenn e Liorzh al Luxembourg: al luc’hskeudennoù!

Disadorn d’ar 5 a viz Mae hon eus aozet gant Christine ur valeadenn e Liorzh al Luxembourg. Setu amañ leuc’hskeudennoù an devezh a-stroll gant al lec’hioù dizoloet hag ar gerioù nevez desket ganeomp!

****************

Samedi 5 mai, nous avon organisé avec Christine une promenade dans le Jardin du Luxembourg. Voici les photos de la journée avec les lieux visités et les nouveaux mots appris!

 

thumb_IMG_2791_1024.jpg

Liorzh al luxembourg, er 6vet arondisamant Pariz zo bet krouet da vare Catherine de Médicis (XVIIvet kantvet) gant Jacques Boyceau. Hiziv an deiz, al Luxembourg zo unan eus al liorzhoù muiañ karet gant ar Barizianed.

thumb_IMG_2798_1024.jpg

 

Da gentañ tout, aet omp davet ul lodenn tost dianavezet gant an dud: korn al liorzh lec’h ma vez kavet gwez-frouezh. Kavet vez ivez ruskennoù, ostalerioù evit an amprevaned, ha all.

thumb_IMG_2792_1024.jpg

Christine o tisplegañ deomp istor al liorzh dirak ar gwez-frouezh

thumb_IMG_2793_1024.jpg

Un ostaleri evit an amprevaned kuzhet e-touesk ar gwez…

thumb_IMG_2796_1024.jpg

Ar ruskennoù

thumb_IMG_2794_1024.jpg

War an hent, gwellet hon eus ur strollad tud gwisket giz gwech all…

 

Graet hon eus un ehan bep gwech hon eus tizhet ul lec’h dedennus. Ar pal a oa dizolloiñ  al liorzh evit komprenn e istor ha gwelladenniñ al lec’hioù kuzhet.

 

thumb_IMG_2797_1024.jpg

Tu zo bet deomp arvestiñ ur c’hoariadenn bouloù…

Al Luxembourg a zo ul lec’h a-feson evit c’hoari hag ober sport. Anvet eo gant meur a dud “le Luco”.

 

thumb_IMG_2799_1024

Tremenet hon dirak ar c’hoariva lec’h ma z’eus tu gwellout pezhioù-c’hoari ar “Guignol”.

thumb_IMG_2800_1024.jpg

Tu zo arvestiñ c’hoariadennoù tennis, zoken dindan ar glav!

thumb_IMG_2803_1024.jpg

Al liorzh a zo ul lec’h dispar a-hed ar bloaz. Un aergelc’h bamus a vez kavet eno a-drugarez d’ar gwez, d’ar bleunioù, pe c’hoazh d’al laboused. Ul lec’h peurvat evit diskuizhañ ha tec’hout pell ouzh saotradur ha trouz kreiz-kêr Pariz eo.

thumb_IMG_2804_1024.jpg

A-raok Ti ar Senat, Palez al liorzh a oa bet savet gant Salomon de Brosse evit Catherine de Médicis.

thumb_IMG_2816_1024.jpg

Tu zo bale dirak delwennoù tud brudet Istor Bro-C’hall…

 

thumb_IMG_2818_1024.jpg

Itron Jenovefa (Sainte-Geneviève), Mamm kêr Pariz.

thumb_IMG_2817_1024.jpg

Na pegen plijus eo azezañ dindan an heol ha tennañ gounid eus an Nevez-Amzer!

thumb_IMG_2821_1024.jpg

Graet hon eus an ehan diwezhañ dirak ar feunteun Médicis, savet gant Thomas Francine evit Catherine de Médicis, a-raok mont da bakañ ur banne an holl asambles!

thumb_IMG_2822_1024.jpg

Chañs hon eus bet ober ar bourmenadenn didan an heol! Baradennoù glav zo bet en deroù, met gwarezet mad e oamp dindan ar gwez o sellaou Christine.

thumb_IMG_2824_1024.jpg

Trugarez d’an holl evit bezañ deut ha trugarez vras da Christine evit aozañ ar bourmenadenn ha kontañ deomp istor al liorzh! Un endervezh a-feson hon eus bet o tizoloiñ lec’hioù brav. Ha setu bremañ ar gerioù nevez desket ganeomp:

 

  • Gwez-frouezh: arbres fruitiers
  • Gwezenn-frouezh: arbre fruitier (singulier)
  • kaotigell: confiture
  • pechez / pechezenn: pêches / pêche
  • lus / lusenn: myrtille / myrtilles
  • ruskenn-où: ruche-s
  • mel: miel
  • amprevan-ed: insecte-s
  • geot: herbe
  • liorzh-où: jardin-s
  • c’hoari: jouer / jeu
  • c’hoariadenn: match
  • c’hoari bouloù: pétanque
  • c’hoariva: théâtre
  • pezh-ioù c’hoari: pièce-s de théâtre
  • sport: sport
  • arzoù emgannañ: arts martiaux
  • dispar!: super!
  • dispac’h: révolution
  • Republik: République
  • Rouantelezh: monarchie
  • delwenn-où: statue-s
  • c’hoari sonerezh / seniñ: jouer de la musique
  • laz-seniñ: orchestre

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s