“Gwez ar vro” a zo ul levr ledañ-deskadurezh diwar-benn 36 spesad gwez a gaver stank e Breizh. Ar skrid zo bet graet gant Patrig an Habask hag an dourlivadurioù gant Anna Duval-Gwennog, un arzourez skiantel. Al levr a zo embannet gant an ti embann Al Lanv , ezel eus kuzul ar Brezhoneg, a ra ivez war-dro ur gelaouenn drimiziek.
Pal kentañ “Gwez ar vro” a zo reiñ tro d’an dud da anavezout ha da envel ar spesadoù. Da eil pal gwellaat anaoudegezh an dud diwar-benn ar gwez, o zalvoudegezh, o implij er vro, o implij en anvioù-lec’h, en anvioù-tud.
Evit gellout skoulmañ ganti, lakaat moulañ al levr ha paeañ an arzourez ez eus ezhomm da nebeutañ da rakwerzhañ 100 levr.
Strollarc’hañtet eo al levr. Tu zo deoc’h rakprenañ ur skouerenn war g-KENGO ha gouzout hiroc’h diwar-benn ar raktres, al levr ha labour Anna Duval-Gwennog a-drugarez d’ur video.
Evit sikour ar raktres e c’hellit ouzhpenn prenañ ar poster brav e liv (42 x 59,4 cm), 21 spesad gwez warnañ.
D’al Lun 15 a viz Here 2018 e vo klozet ar rakprenadenn.