Deuit d’ar predoù! – Ho soñjoù

Salud deoc’h holl, mont a ra daoust d’an amzer fall ?
Abaoe penn-kentañ miz Gwengolo eoc’h bet ouzhpenn daou ugent o tont d’ar predoù e brezhoneg.

A-wechoù omp bet tost da ugent asambles. Brav eo ha laouen omp da ziskouez ez eus
brezhonegerien e bro Bariz !
Ret eo kaozeal brezhoneg ha lakaat anezhañ da zont er-maez ar skolioù hag ar radioioù ( ne vez ket
klevet kalz b’an tele ! ). Hend-all ar brezhoneg a zeuio da vezañ buan a-walc’h ur yezh varv, evel al
latin a vez studiet met ne vez ket klevet ken neblec’h, nemet er Vatican !

pred2

Setu perak eo a bouez ar predoù a zo savet ganeomp. Un digarez dreist eo dimp evit gwellaat hol
live… ha da gaout plijadur o kaozeal. Met n’eo ket un dra aes na anat da gaout tud o tont niverus bep
sizhun. Evit ma chomfe bev an emvod sizhuniek-mañ e rankomp kaout tud «nevez » o tont.

pred1

Evit ma vefe muioc’h a dud o tont e c’houlennomp da bep hini ac’hanoc’h degas gantañ unan all
d’ar pred. N’eo ket ret dezhañ na dezhi bezañ ur brezoneger- vrezhonegerez ampart. Plas zo ivez evit
an deraouidi ! Amañ e kavoc’h un tamm « mod implij » da reiñ dezhe evit ma ne chomfent ket hep
dont :

D’an tud o deus c’hoant da zont met ne zeuont ket gant an aon, lârit se dezhe :
1 – Arabat deoc’h sonjal ez eus eno nemet tud gant ur brezhoneg uhel. Bep seurt a liveoù ez eus ha
pep hini a ra strivoù evit kompren ar re all hag evit sikour.
2- An deraouidi ne c’hellont ket lâret kalz a dra evel-just. N’eo ket ur gentel ! Met gallout a raint sevel
goulennoù… hag a-wechoù respont. Gwelloc’h e vefe dezhe deskiñ dre eñvor un nebeut anezhe :
– Pelec’h emaout o chom ?
– War peseurt micher emaout ? Plij a ra dit ?
– Pelec’h ‘teus desket brezhoneg ? Gant piv ?
– Mat eo ar boued ?
– Dont a rez amañ alies ?
– Piv a gomz brezhoneg en da familh ?
– Mont a rez da Vreizh a-wechoù ?
– Plijout a ra ar festoù-noz dit ?
– Mont a rez d’ar festoù-deizh pe d’ar festoù-noz Ti ar Vretoned ?
– Peseurt strollad a blij dit ar muiañ ?
Ha bewech e vez moaien da c’houlenn d’an unan all « ha te ? »
3- Plijus e vez en em gaout e-mesk brezhonegerien ha pa ne vez ket lâret kalz a dra. E penn kentañ e
vo diaes kaozeal met ar fiziañs a zeuio tamm ha tamm ha benn ar fin pep hini en em santo en e vleud.
4- Bez’eus ur pred bep Merc’her kreisteiz e KVK hag ur goan an eil lun bep miz e Ti Jos

Spi hon eus e c’helloc’h kavout unan bennak a zeuio ganeoc’h d’ar pred, ha pa vefe e Donatello pe e Ti Jos

A benn dimerc’her
Hervé

pred 3

 

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s