Brezhonegañ e Pariz etre dec’h hag hiziv – Ho soñjoù

Pa z’on deuet da Bariz e miz Gouere 2012 e soñje din e vijen bet beuzet er galleg. Padal, kerkent hag en em gavet er metro e Montparnasse n’eo ket galleg a gleven met a  bep seurt yezhoù ! Ha gant va labour nevez am eus komprenet buan eo techet tud ar renkadoù uhel d’ober muioc’h-muiañ gant ar saozneg.

En ur mod eo aesoc’h komz brezhoneg amañ eget e Breizh. An dud er straedoù pe er metro ne oaront ket eo brezhoneg a gomzan. Setu ne reont ket van. Evito eo ur yezh estren ouzhpenn ne gomprenont ket ha mat pell ‘zo.

Diaesoc’h eo gant an dud tostoc’h, da skouer gant ar re a labouran ganto. Deuet eo ma merc’h da labourat en embregerezh on implijet ganti, ha me da gomz brezhoneg dezhi evel ma ran abaoe m’eo bet ganet. Daou seurt emzalc’h a zo bet. Tud feuls, doare « Tu vas pas nous emmerder avec ton breton ! » ha reoù all oc’h ober kentel din : «Tu comprends pour l’unité de la France … » Emaomp dres ganti ! N’int ket evit gouzañv unan o vrezhonegañ rak, d’am soñj, gant se eo anat n’eus ket gallaoued eus ar vretoned. Ha dibosubl eo evit ur gall a ouenn vat meizañ keal al liesseurted e diabarzh ar Republik sakr. Ne glaskan ket tabutal ganto. Amzer gollet ‘vefe.

War va lec’h-labour eo aesoc’h va darempredoù gant ar re o tont eus broioù all : ur greolegerez eus ar Reunion ha sinaiz eus ar Reunion o teskiñ yezh o hendadoù. Kudenn ebet gant ar re-se. Kudenn ebet kennebeut gant ar c’habil o terc’hel an ostaleri ma tebran enni pep gwener. Treiñ a ran evitañ ar pennadoù-skrid diwar-benn Kabilia embannet e-barzh Ya ! Laouen eo an den. Ur banne gwin am bez evit netra bep gwech !

Deuet eo va merc’h d’ober he annez e bro Bariz evit he studioù. Brezhonegañ ‘ran ganti, forzh pelec’h e vefemp hag e forzh peseurt degouezh. Bretoned ‘zo ac’hanomp. Setu ma reomp gant ar brezhoneg. Ober a ra ar c’hallaoued gant ar galleg, an alamaned gant an alamaneg, ar gabiled gant ar c’habileg, hag ar vretoned gant o yezhoù :  brezhoneg ha gallaoueg.

D’am soñj e vez komzet brezhoneg e Pariz hag en tro-wardroioù abaoe pell. Deuet e oa va zad-kuñv da Bariz da labourat, e wreg ha ma zad-kozh d’e heul, araok ar brezel 14. Va mamm-guñv ne oare ket galleg hag aet e oa buan endro d’ar Vro. Chomet e oa ma zad-kuñv da labourat.

Va zad-kozh ivez en deus divroet. Deuet eo da Bariz araok an eil brezel-bed. Diouzh am eus klevet er familh e kendalc’he da vrezhonegañ e Bro Bariz, evel ur bern bretoned deuet amañ.

Er bloavezhioù 80 e oan o chom e bro Bariz. Edon o teskiñ brezhoneg d’ar mare-se ha daremprediñ a raen brezhonegerien bro Bariz. Lod anezho ne m’eus biskoazh komzet galleg gante. D’ar mare-se e oa c’hoazh dre amañ ur bern tud eus ar rummad bet ganet araok an eil brezel-bed, brezhonegerien a-vihanik anezho. Setu ma oa aes ober e vad eus sonerezh ar yezh, tapout ar pouez-mouezh reizh, troioù-lavar, ha klevout brezhoneg gant tud eus a bep korn eus ar vro. Lod eus ar rummad-se a zeue d’ar c’hentelioù brezhoneg evit deskiñ lenn ha skrivañ hag evit deskiñ gerioù ar vuhez a-vremañ. Eskemmoù frouezhus a zo bet evel-se.

Gant va c’hamaladed, eus va rummad, e veze atav brezhoneg etrezomp, e pep lec’h. Ur vandennad tud yaouank o komz brezhoneg a-vouezh uhel er metro pe er c’hirri-boutin : un doare aes da gavout brezhonegerien all.

Er bannlev e-lec’h ma vevemp gant va zud, e veze gwelet a-wechoù d’ar Sul sonerien eus ar vro o tremen er c’harter o seniñ bombard ha biniou, gant ur paotr all ganto o terc’hel ur gwenn-ha-du. Va zad a gase ac’hanomp da reiñ arc’hant dezho. Goude ma oan en em lakaet da zeskiñ brezhoneg am eus kavet kalzig a vrezhonegerien eus rummad va zud e-touesk tud ar c’harter.

Va rummad a gav din, a oa e soñj dezhañ  distreiñ da Vreizh. Ur bern ac’hanomp a oa bet ganet e bro Bariz, met daoust da se e lavaremp « distreiñ » d’ar vro. N’hon eus ket klasket da skouer sevel ur skol Diwan amañ. Distreiñ d’ar vro ha desevel hor bugale enni e brezhoneg a oa hor mennoz.

Iwan Gwegan

 

duchesse bretons de paris
(C) En envor 

One thought on “Brezhonegañ e Pariz etre dec’h hag hiziv – Ho soñjoù

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s