Luc’hskeudennoù ar valeadenn er c’harter Latin

D’an 23 a viz Mezheven 2018 zo bet aozet gant Ti Ar Brezhoneg ur valeadenn e karter Latin Pariz heñchet gant Christine. Un abardevezh dispar, didan an heol o kerzout e straedoù ur c’ahrter kozh ha leun a lec’hioù dedennus….

 

sdr
Kroget hon eus da zizoloiñ ar c’harter e liorzh Cluny…
sdr
A-raok teurel ur sell d’ar gibelllec’h Cluny ha komz diwar-benn Pariz en Henamzer…
dav
Ha kendalc’het hon eus an droaidenn a-dal kastell Cluny….
dav
“Gargouillioù” kastell Cluny…
dav
Kizelladurioù ar c’hastell e dora an an Azgivinelezh…
dav
Christine, blenier ar valeadenn e-tal dor ar c’hastell. Tu zo deoc’h pegenn estlammus eo ar garlantezenn delioù ha rezin kizellet…
dav
Munudoù an tisaverezh mod an Azgivinelezh…. na pegenn brav!
dav
Ha setu Christine o tisplegañ deomp istor ar Sorbonne ha pegenn pouezus eo bet ar skol-veur e-pad ar Grennamzer…
dav
Komzet zo bet eus talvoudegezh ar c’harter evit istor an deskadurezh en Europa adalek ar Grennamzer betek bremañ…
sdr
Ha setu ni dirak ar Collège de France, un ensavadur pouezus kenañ evit ar pezh a sell ouzh an deskadurezh hag an enklask skiantel e bro C’hall hag er bed a-bezh…
sdr
Er straed Sant-Jakez, o vont war-zu al lise Louis le Grand….
sdr
Ha setu ni degouezet dirak beredva pennoù bras bro C’hall, ar Panthéon…
sdr
Ar strollad e porzh ar greizhenn sevenadurel iwerzhonad….
dav
Kreizhenn sevenadurel bro Iwerzhon zo an eil nemeti er bed, an hini all a zo e New York!
dav
Plasenn ar Contrescarpe, e-kichenn straed Mouffetard…
sdr
Hag echuet hon eus ar valeadenn e-kreiz stourmva Lutèce, ul lec’h a-bouez evit ar Romaned hag evit ar Vretoned, lec’h ma zo bet lidet gouel Erwan e-pad dekadoù gant Bretoned bro Bariz…

Trugarez vras de Christine evit bezañ heñchet ar valeadenn ha kelennet deomp kement a ditouroù diwar-benn istor ar c’harter Latin! Ha trugarez d’an holl re deuet evit dizolloiñ ar c’harter e brezhoneg penn-da-benn!

Hag evit mont pelloc’h, setu un nebeud gerioù bet desket e-koulz ar valeadenn….

Geriaoueg ar valeadenn er c’harter Latin

  • Henamzer : Antiquité

  • Grennamzer: Moyen-Âge

  • Azgivinelezh: Renaissance

  • Kibell-lec’h: Thermes

  • Tisaverezh: Architecture

  • Tisavour : Architecte (m.)

  • Tisavourezh: Achitecte (f.)

  • Doare: style

  • Kizellañ: Sculpter

  • Kizellet: sculpté(e)

  • Kizelladur(ioù): Sculpture(s)

  • Kastell: château

  • Garlantezenn: guirlande

  • delioù: feuilles

  • Deskadurezh: Éducation

  • Enklask : Recherche

  • Skol-veur: Université

  • Beredva: Nécropole

  • Kreizhenn: Centre

  • Sevenadurel: Culturel

  • Stourmva: Arène

 

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s