Luc’hskeudennoù ar valeadenn er c’harter Latin

D’an 23 a viz Mezheven 2018 zo bet aozet gant Ti Ar Brezhoneg ur valeadenn e karter Latin Pariz heñchet gant Christine. Un abardevezh dispar, didan an heol o kerzout e straedoù ur c’ahrter kozh ha leun a lec’hioù dedennus….

 

sdr
Kroget hon eus da zizoloiñ ar c’harter e liorzh Cluny…
sdr
A-raok teurel ur sell d’ar gibelllec’h Cluny ha komz diwar-benn Pariz en Henamzer…
dav
Ha kendalc’het hon eus an droaidenn a-dal kastell Cluny….
dav
“Gargouillioù” kastell Cluny…
dav
Kizelladurioù ar c’hastell e dora an an Azgivinelezh…
dav
Christine, blenier ar valeadenn e-tal dor ar c’hastell. Tu zo deoc’h pegenn estlammus eo ar garlantezenn delioù ha rezin kizellet…
dav
Munudoù an tisaverezh mod an Azgivinelezh…. na pegenn brav!
dav
Ha setu Christine o tisplegañ deomp istor ar Sorbonne ha pegenn pouezus eo bet ar skol-veur e-pad ar Grennamzer…
dav
Komzet zo bet eus talvoudegezh ar c’harter evit istor an deskadurezh en Europa adalek ar Grennamzer betek bremañ…
sdr
Ha setu ni dirak ar Collège de France, un ensavadur pouezus kenañ evit ar pezh a sell ouzh an deskadurezh hag an enklask skiantel e bro C’hall hag er bed a-bezh…
sdr
Er straed Sant-Jakez, o vont war-zu al lise Louis le Grand….
sdr
Ha setu ni degouezet dirak beredva pennoù bras bro C’hall, ar Panthéon…
sdr
Ar strollad e porzh ar greizhenn sevenadurel iwerzhonad….
dav
Kreizhenn sevenadurel bro Iwerzhon zo an eil nemeti er bed, an hini all a zo e New York!
dav
Plasenn ar Contrescarpe, e-kichenn straed Mouffetard…
sdr
Hag echuet hon eus ar valeadenn e-kreiz stourmva Lutèce, ul lec’h a-bouez evit ar Romaned hag evit ar Vretoned, lec’h ma zo bet lidet gouel Erwan e-pad dekadoù gant Bretoned bro Bariz…

Trugarez vras de Christine evit bezañ heñchet ar valeadenn ha kelennet deomp kement a ditouroù diwar-benn istor ar c’harter Latin! Ha trugarez d’an holl re deuet evit dizolloiñ ar c’harter e brezhoneg penn-da-benn!

Hag evit mont pelloc’h, setu un nebeud gerioù bet desket e-koulz ar valeadenn….

Geriaoueg ar valeadenn er c’harter Latin

  • Henamzer : Antiquité

  • Grennamzer: Moyen-Âge

  • Azgivinelezh: Renaissance

  • Kibell-lec’h: Thermes

  • Tisaverezh: Architecture

  • Tisavour : Architecte (m.)

  • Tisavourezh: Achitecte (f.)

  • Doare: style

  • Kizellañ: Sculpter

  • Kizellet: sculpté(e)

  • Kizelladur(ioù): Sculpture(s)

  • Kastell: château

  • Garlantezenn: guirlande

  • delioù: feuilles

  • Deskadurezh: Éducation

  • Enklask : Recherche

  • Skol-veur: Université

  • Beredva: Nécropole

  • Kreizhenn: Centre

  • Sevenadurel: Culturel

  • Stourmva: Arène

 

Baleadenn e Karter Latin d’ar sadorn 23 a viz Mezheven

Brezhoneger oc’h pe o teskin brezhoneg emaoc’h (live 2, 3, 4) hag ho peus c’hoant da dremen un abardaezvezh plijus e brezhoneg evit deskin ur bern traoù diwar-benn istor Pariz

Deuit da zizolein ar c’harter Latin

– graet e vo un droiad war droad er c’harter

– tremen a raimp e-bioù monumentoù brudet-tre ( ar Sorbonne, ar Panthéon hag all pe e-bioù monumentoù liammet gant istor Bretoned Bro-Pariz pe ar Gelted (Les Arènes de Lutèce, le Collège des Irlandais)

– ha kontet vo deoc’h istor ar monumentoù-se

E fin an abardaez e vo paket un banne asambles en un davarn

Baleadenn aozet gant Kristin ar Menn

Pegoulz : d’ar sadorn 23 a viz Mezheven etre 15° ha 18°

An emgav : E korn ar balioù Saint-Michel ha Saint-Germain kostez an Thermes de Cluny e-kichen an arsav metro da 15e

Métro Cluny-La Sorbonne (linenn 10 pe RER B)

Priz : 5 euro + priz ur banne en un davarn – n’eus ket ezhomm da lakaat e anv

An arc’hant dastumet a vo roet da dTi ar Brezhoneg

hermine

 

Visite guidée en breton du quartier Latin le samedi 23 juin après-midi

Vous êtes bretonnant ou élève des cours de breton des niveaux 2,3 4 ou vous désirez pratiquer la langue bretonne en compagnie d’autres bretonnants

Venez découvrir les différentes facettes du Quartier Latin en breton 

– nous ferons une ballade à travers le Quartier Latin à pied

– en passant devant les monuments les plus célèbres du quartier (Sorbonne, Panthéon, etc ..)

– ainsi que devant des monuments liés à l’histoire des bretons de Paris ou d’autres pays celtes (Arènes de Lutèce, Collège des Irlandais)

– devant chaque monument, je vous expliquerai son histoire

– et nous finirons l’après-midi autour d’un verre dans un café

Tout cela en breton bien évidemment

Le but de cette sortie  est pour les bretonnants de Paris de passer ensemble une après-midi entièrement en breton tout en découvrant l’histoire de Paris

Cette sortie est tout-à-fait accessible aux élèves des cours de breton à partir du niveau 2 – il suffit de comprendre le breton assez bien

Cette sortie est organisée par : Christine Le Menn

Date : le samedi 23 juin entre 15h et 18h

Lieu de rendez-vous : au croisement du boulevard Saint-Michel et du boulevard Saint-Germain (côté des thermes de Cluny à coté de la bouche de métro) à 15h

Métro Cluny-La Sorbonne (ligne 10 ou RER B)

Prix :  5 euros puis une consommation dans un café en fin de ballade – pas d’inscription préalable

L’argent récolté sera reversé à Ti ar Brezhoneg

Capture d_écran 2018-06-02 à 23.01.55

 

 

 

Niverenn 676 ar gazetenn Ya!

Laouen omp da lenn an niverenn 676 ar gazetenn Ya! skrivet penn da benn gant tud divroet, dreist-holl gant Bretoned ha brezhonegerien bro Pariz!

Gourc’hemennoù d’an holl re o deus kemeret perzh er raktres-mañ en ur skrivañ ur pennad ha trugarez vras da skipailh embann Ya! evit e labour!

M’ho peus c’hoant reseviñ ar gelaouenn sizhunieg e brezhoneg, tu zo deoc’h en em koumanantiñ  war lec’hienn Keit Vimp Bev

 

dav