Echu eo an 10vet Redadeg ha rededet eo bet ur c’hilometr gant Ti ar Brezhoneg war hent Tremeog d’ar Sadorn 5 a viz Mae da 11e43 resis!
Loc’het o deus kuit izili ar gevredigezh eus Pariz d’ar merc’her a-raok ha zoken d’ar Gwener da noz evit bezañ prest evit mon da redek war hentoù ar vro Vigouden!
Un devezh heoliek ha plijus, leun a levenezh hag esperañs evit dazont hor yezh.
Skipailh Ar Redadeg a oa gant izili Ti ar Brezhoneg evit souten anezho war an hent.
Adkavit amañ film an devezh war Tab TV, chadenn Youtube Ti ar brezhoneg.
Ha goude ar sport, ur banne sistr hag un tamm kouign-amann da heul ur sapre friko zo bet fardet ha kinniget gant ar gevredigezh.
Hag evit echuiñ un devezh dispar en ur mod dispar, ur bourmenadenn o deus graet an izili war vord ar mor a-raok distreiñ da Bariz…
Trugarez d’an holl o deus kemeret perzh er Redadeg e Breizh hag e Pariz ha ken ma vo gwellet ur bern brezhonegerien all a-benn daou vloaz!