Ar c’hemmadurioù na vezont ket skrivet/ Les mutations invisibles

Ar c’hemmadurioù na vezont ket Gwelet

Deuit d’ar Sadorn 2 a viz Even da dTi ar Vretoned evit ober anaoudegezh gant ar c’hemmadurioù na vezont ket skrivet. Penaos distagañ mat ” ar souben”, “ar chadenn,” “ar c’hi” hag all, hag all ? N’eo ket gwall sklaer… Setu ar pezh a vo displeget deoc’h da geñver an abadenn-se…gant traoudigoù all.
Gil Blotas ha Hervé Saliou a raio war-dro an afer-se en ur glaskañ kas ar blijadur penn da benn. Digor eo d’an holl. 6€ gant ur banne. 24 den nemetken e daou strollad. Ret eo lakaat e anv en a-raok e Ti ar Vretoned

hermine

Les mutations invisibles

Venez le samedi 2 juin faire connaissance avec les mutations qui ne sont pas écrites. 14:00- 18:00 .Comment bien prononcer ” ar souben”, “ar chadenn,” “ar c’hi” , etc… ? Ce n’est pas très clair… Voilà le sujet de cette journée… avec d’autres rappels. Gil Blotas et Hervé Saliou s’efforceront de vous la rendre instructive et plaisante. 24 personnes en 2 groupes. Tous niveaux. 6 € avec un goûter. Préinscription obligatoire à la Mission.

 

Capture d_écran 2018-05-16 à 16.28.51

Ar Redadeg e Tremeog gant Ti ar Brezhoneg

Echu eo an 10vet Redadeg ha rededet eo bet ur c’hilometr gant Ti ar Brezhoneg war hent Tremeog d’ar Sadorn 5 a viz Mae da 11e43 resis!

 

arredadeg1

Loc’het o deus kuit izili ar gevredigezh eus Pariz d’ar merc’her a-raok ha zoken d’ar Gwener da noz evit bezañ prest evit mon da redek war hentoù ar vro Vigouden!

Un devezh heoliek ha plijus, leun a levenezh hag esperañs evit dazont hor yezh.

Skipailh Ar Redadeg a oa gant izili Ti ar Brezhoneg evit souten anezho war an hent.

Adkavit amañ film an devezh war Tab TV, chadenn Youtube Ti ar brezhoneg.

Ha goude ar sport, ur banne sistr hag un tamm kouign-amann da heul ur sapre friko zo bet fardet ha kinniget gant ar gevredigezh.

 

dav

 

Hag evit echuiñ un devezh dispar en ur mod dispar, ur bourmenadenn o deus graet an izili war vord ar mor a-raok distreiñ da Bariz…

Trugarez d’an holl o deus kemeret perzh er Redadeg e Breizh hag e Pariz ha ken ma vo gwellet ur bern brezhonegerien all a-benn daou vloaz!

 

12