Month: Ebrel 2018
Ar Redadeg e Pariz!
Aozet e vo d’ar 5 a viz Mae 2018 e Pariz ur Redadeg liammet gant hini a vo e Breizh er memes koulz.
Redet e vo gant tud da lakaat war wel hor yezh ha da rastellat un nebeut gwenneien evit sikour raktresoù tro-dro dezhi (magouri ha skolioù-mamm e brezhoneg, skolioù Diwan, intrudu da lakaat ar brezhoneg er bed niverel a-vremañ, hag all, hag all…
Pep hini (adalek 7 bloaz ha dindan, betek 77 hag ouzhpenn) a zo pedet da redek pe da stlakañ e zaouarn evit souten ar rederien.
Sonerien a roio al lusk ha plijadur a vo !
Emaon o klask tud ivez evit ober war -dro ar surentez.
D’ar 5 a viz Mae, bali Edgar Quinet eus 17eur betek 18eur 30
La Redadeg à Paris !
Une Redadeg sera organisée à Paris en lien et au même moment que celle qui a lieu en Bretagne.
Venez donc courrir pour soutenir la langue bretonne, de 7 à 77 ans, en-deçà et au-delà …
On recherche aussi des gens pour la sécurité.
Rendez-vous le 5 mai boulevard Edgar Quinet de 17h à 18h30.
Ar Redadeg – Ti ar Brezhoneg
Prenet eo bet ur c’kilometr gant Ti ar Brezhoneg. KM 162
Pedet oc’h da redek ar c’kilometr-se. An numerusañ e vimp ar gwellañ tout !
Al loc’hãn a vo d’an 5 a viz Mae da greisteiz e Tremeog, tal-kichenn Pont an Abad.
https://stal.ar-redadeg.bzh/map?i=welcome#map=14/-4.21/47.91
Ha goude e vo kemeret ur pred evit lidañ hor redadeg.
N’eo ket re abred evit lakaat e/he anv hag emaomp o klask kinnig lojeiz digoust evit ar re o defe c’hoant.
Ne chomit ket hep goulenn ma n’eo ket sklaer a-walc’h. Redek, kaout plijadur ha sikour ar brezhoneg, setu ar raktres…