Degemer

An ti da vont war-raok gant ar Brezhoneg!

Degemer mat war lec’hienn Ti ar Brezhoneg, kevredigezh ar vrezhonegerien. 

Amañ e vez rannet ganeoc’h liammoù lec’hiennoù e brezhoneg pe diwar-benn ar brezhoneg a-gevret gant nevezioù ar bed e brezhoneg e Pariz, e Breizh hag er bed. Freskaet e vez al lec’hienn ingal ganeomp. 

Adkavit war ar blog keleier ar gevredigezh evel an abadennoù e brezhoneg hag emvodoù kumuniezh ar vrezhonegerien.

hermine

Notennoù nevez

PREDOÙ E BREZHONEG

A-drugarez d’ar berzh bras tapet gant an darvoud « pred e brezhoneg » hon eus dibabet mont pelloc’h !

Kinnig a reomp bremañ un emgav bep sizhun d’ar Merc’her, er memes lec’h, e Pizza et Mozza, ur preti e Châtelet (Pariz) e lec’h ma vez kavet plas, na vez ket re drouzus hag a zo mac’hadmat a-walc’h.

Kinnig a reomp ivez un eil pred, bep eil meurzh ar miz e ti-krampouezh Ti Jos da 7e30 noz (22 straed Delambre, 75014 Pariz, m° Edgar Quinet pe Vavin). Aozet e vez gant Kristin ar Menn. Degemeret ‘vez ar vrezhonegerien ampart kenkoulz hag ar re a zo o teskiñ hor yezh.
Un digarez dibar eo da gomz (ha da selaou) brezhoneg e Pariz…

Degemeret mat e vo pep hini, ne vern e live. Pal an emvod-mañ a zo kejañ gant tud a live disheñvel en ur spered laouenek, hep c’hlaoustread ebet, ha pep hini a c’hell ober meur a fazioù !

Ur reolenn hepken a zo er jeu: “arabat komz galleg“. Diouzh an tu all, ma ne gaver ket ur ger pe un doare-lavar, e c’haller implij ur yezh all (ar saozneg, da skouer).

Eskemm a raio ar vrezhonegerien ampart diwar-benn sujedoù a bep seurt ha pinvidikaat a raiont mod-se geriaoueg an deraouidi.

Ret e vo memestra lakaat e anv a-raok en ur gas ur postel da tiarbrezhoneg@gmail.com.

Adkavit an darvoud war pajenn Facebook Ti ar Brezhoneg!

hermine

REPAS EN BRETON

Devant le succès des déjeuners bi-mensuels, Ti ar Brezhoneg a décidé de passer à une fréquence hebdomadaire.

Tous les mercredis à partir de 12h30 au restaurant Pizza et Mozza, à Châtelet (Paris).

Ce sera dans le même lieu, où il y a de la place, pas trop de bruit et des prix accessibles.

Chaque deuxième mardi du mois, nous proposons un autre repas  à Ti Jos à 19:30 au 22 rue Delambre, 75014 Paris.

Même les débutants sont vivement conviés à ces repas, les fautes sont aussi acceptées tant qu’elle se font en breton : Et pour les encourager un petit “mode d’emploi” sera mis à disposition de ceux qui veulent se lancer dans la vraie vie en breton.

L’occasion de prendre de la confiance et de se faire plaisir.

Préinscription obligatoire  à tiarbrezhoneg@gmail.com

Retrouvez l’évènement sur la page Facebook de Ti Ar brezhoneg